Roll an oberiantizoù :
Gwener 9
Huw Bevan Jones ha Wat Bundock a zo deuet a-ratozh kaer eus Lllandysul evit degemer ac’hanomp e anv Kuzul Gevellañ Llandysul hag evit ambroug ac’hanomp betek ar “Sened”, da lavarout eo “Savadur Gouarnamant Bro Gembre”, a zo bet savet war ribloù Bae Kerdiz.
Gouarnamant Bro Gembre :
Tresoù modern-tre a zo gant ar savadur a ra gant ar gwer, ar c’hoad hag ar mein-glas. Richard Rogers eo ar savour en deus treset planioù anezhañ.
Pazenn gentañ : ar porrastell surentez ! (Un nor a son skiltrus pa ‘z eus unan bennak o tremen gant un tamm houarn warnañ, forzh petra e vefe ! Meur a hini en deus lakaet ar c’hloc’h-diwall da seniñ gant lagadenn e c’houriz, kloc’higoù skouarn, ha Doue oar petra c’hoazh...). Ur wech tremenet an nor-se gant an holl, eo bet kinniget deomp ar savadur gant hon ambrouger ofisiel. Displeget eo bet deomp penaos e oa tommet ar savadur dre ar geotermiezh (pe gwrez an douar), penaos e oa bet studiet pizh ar c’hleved evit ma vefe eus ar c’hentañ... Kinniget eo bet ivez an “hall-degemer”, divent ar sell dioutañ war ar Bae. Kinniget ha displeget eo bet ivez framm-kreiz ar savadur, gantañ stumm ur c’habell-touseg ramzel, gwisket gant koad, toullet e doenn d’ober un eienn a c’houlou-deiz da sklaerijennañ sal labourioù an dilennidi. A-us d’ar sal-se, eo bet gweladennet ivez ar garidoù, ma c’hell enno pep hini heuliañ en-eeun divizoù ha labourioù an dilennidi.
Er garidoù-se omp bet pedet da azezañ evit klevout ur brezegennig diwar-benn mont-endro, perzh hag aozadur ar “Sened” (Kamb dilennidi Gouarnamant Bro Gembre). E-tal peb azezenn ez eus ur skramm ma c’heller lenn warnañ an droidigezh war ar prim, e kembraeg pe e saozneg, eus an traoù lavaret gant an dilennidi, rak divyezh eo pep tra e mont-endro ar “Sened”. Dedennet tre eo bet ar Blogoniz hag ur bern goulennoù a zo bet graet ganto.
Ar “Bro Gozh” hon eus kanet evit trugarekaat hon ostizien. Skodeget int bet un tamm, koulz lavarout ! Al lodenn vrasañ eus ar Vretoned – a drugarez da Dournamant Rugbi ar C’hwec’h Vroad - a oar bremañ ez eus an hevelep kan-broadel gant an div bobl. Met an dra-se a chom c’hoazh un dra dianav d’ur bern Kembreiz (un dra a vo desket gant ar bed a-bezh pa vo kemeret perzh gant Breizh e Tournamant Rugbi ar Seizh Broad !).
An Auditorium
Ne oa ket bet rakgwelet e roll an traoù da weladenniñ... Ur bern tud o deus graet mat eus ur prantadig amzer vak evit gweladenniñ raksal vras an “Auditorium” stok da savadur ar Parlamant : kenfeuriet kaer eo ivez ar batis-mañ !
Otoioù eus ar c’hentañ...
A-boan ma ‘z eus bet amzer d’evañ ur banne te ha da zebriñ ur “scone” ! Da 1eur rik goude-merenn e oa an emgav er “Millennium Stadium”. Renket justik eo bet an emgav-mañ gant Wenna evit brasañ plijadur meur a hini en doa embannet bezañ dedennet gant ur seurt gweladenn. (Diolc’h Wenna ! Dedennus kenañ eo bet !).
Ar Millennium Stadium :
Templ ar rugbi eo a-raok pep-tra !!! Met ar mell-droad ha sportoù all a vez pleustret ennañ ivez. Ul lec’h dispar eo ivez evit aozañ sonadegoù hag a bep-seurt abadennoù all...
Rannet eo bet ar Blogoniz e daou skipailh a-benn gweladenniñ ar sportva. Tud a vicher eo ar re o deus hon heñchet, barrek da zispakañ a bep eil displegadennoù ha konchennoù. Dre ar gwisklec’hioù ez eer e-barzh. Al lec’hioù-mañ a zo ec’hon daoust dezho bezañ rust ha garv : simant livet eo al leurenn, ha tra ken ! Ar speurinier a zo brikennoù simant noazh anezho. Klinket int memestra, amañ hag ahont gant taolennoù pe livadurioù... En o zouez e weler un arvest kevrinus, livet war-eeun war ar bloc’hoù-simant hag a zo sañset terriñ un drougaviz a vefe bet, e-pad pell amzer, pennkaoz un aridennad a c’hwitadennoù evit skipailh rugbi Bro-Gembre. Burzhud ! Abaoe, o deus graet berzh adarre !
Peurrest ar weladenn a zo bet ken boemus : dre zor ar c’hoarierien, ha gant youc’hadeg an engrouez e tifouper war ribloù al letonenn brudet meurbet ! Bon ! Kuit d’an huñvreoù : didud ar sportva ! Buan-tre e verzer n’eo ar youc’hadegoù-se nemet trouz enrollet en-araok... Ar youc’hadegoù gwirion nemeto a zo re graet gant un eil skipailh, pelloc’h, war laez al leurenn.
Pignet derezioù “bankoù ar bobl” ganeomp hag e c’hellomp selaou an displegadennoù perzhioù-spis ha mont-endro ar sportva : 75000 arvester a c’hell mont e-barzh, al letonenn a c’hell bezañ cheñchet, toet ha didoet e c’hell bezan ar sportva en e-bez, ha kement zo...
Deomp endro d’an huñvre evit echuiñ : mont a reomp betek estaj al logelloù ma c’hell enno V.I.P.ed hag izili kluboù prevez bourrañ, sioul ha kuzh, an arvestoù. Bep hini a zo aotreet da deure pouez e gig war... azezenn ar Rouanez !!! (da nebeutañ un azezenn kinniget evit bezañ hini ma taol warni ar Rouanez pouez he c’hig roueel...). Pep hini a c’hell ivez hejañ hanaf an trec’h...
O sortial e c’heller paseal dre stal ar sportva e-lec’h ma c’heller prenañ a bep seurt bitrakoù gwerzet da lidañ azeul ar Rugbi.
Debriñ, ‘benn-ar-fin !
2e30 : Naonek eo pep hini hag a-daol-drumm eo bet arsailhet an holl restaorantoù, tavarnioù, ostalerioù, predtiez hag a bep seurt tiez-debriñ a zo tro-dro ar Millennium e kreiz Kêrdiz (ur plan eus ar ranngêr a oa bet roet da bep-hini, memestra !!!). Lod a zo aet d’ober un dro betek ar C’hastell.
4e goude merenn : Dao ! En hent davet Llandysul, gant an M4 a zo gwall strobet d’ar gwener noz (gwallzarvoud ha kirri-tan a lostadoù...). Tregas ebet koulskoude ! Dre an “hezoug” eo bet kelaouet hon ostizien diwar-benn hor mont war-raok war ar motorway...
Nozvezh gant an ostizien !
Sadorn 10
Gwinllan Ffynnon Las : ur vraovig a winieg !
Gwin gwenn da 10e mintin ! N’eo ket serius ! ‘Rit ket bil ! A-raok evañ eo bet glebet o zreid gant ar Blogoniz hag un dek bennak a Gembreiz o kerzout war ar geot goloet a c’hlizh a-benn mont da vamiñ ouzh renkadennoù eeun direbech a skodoù gwin kroget war diribin roz traonienn an Aeron. Anat e oa eürus perc’henner ar winieg d’hol lakaat da weladenniñ e zomani. Produiñ a ra 3000 boutailh bep bloaz, hep implijout tamm temz na louzaouenn chimik ebet... Gwasket eo ar rezin ha lakaet ar gwin e boutailhoù e Ledbury. Ar frealz war-lec’h strivoù ar c’herzout : tañva tri seurt gwin gwenn : sec’h, blot... ha medium, gant fourmaj-laezh ar vro.
Shopping e Aberaeron.
Un eurvezh evit redek stalioù ar porzhig-moutik-se a zo anavezet mat gant “re gozh” ar gevellañ (dreist-holl ur stal skornennoù, n’eo ket gwir, a re lip-o-fav ?).
Domani Llanerchaeron :
Ur mirdi da zerc’hel soñj eus buhez emvastañ un domani aristokrat e Bro Gembre e XVIIIvet kantved.
Bez e c’heller ennañ anavezout penaos e veve an noblañs hag e goskor 200 vloaz ‘zo. Ouzhpenn ar mirdi a zo : an domani (270 ha.), hiziv an deiz, a gendalc’h da vezañ lakaet da dalvezout. Ur bern skipailhoù a youl-vat a labour ennañ an douar hervez doareoù bevoniel... Savet e vez deñved Llanwenog ha Saout Du a Vro Gembre. Ul liorzh hag ur gwerje gronnet gant mogerioù a ro legumaj, bleunioù ha frouezh, a vez gwerzhet war al lec’h, e stal-degemer an domani... peotramant debret er “coffee-shop”.
Eno eo hon eus debret merenn (cawl & caws), just a-raok kejañ gant Elin JONES, dilennadez Kontelez Keredigion er “Sened” ha ministr al Labour Douar Gouarnamant Bro Gembre. Chomet eo ganeomp e-pad ouzhpenn un eurvezh da ginnig deomp Labour Douar Bro Gembre ha respont dichistroù d’hor goulennoù.
Goude an diviz-se omp bet heñchet, a strolladoù, evit gweladenniñ, dindan an heol, an domani : liorzhoù ha jardinoù, tiez-gwer, atalieroù, adtiez, hag an annez eus an XVIIIvet kantved. Ha gant pep hini ez eus bet un hanter-eurvezh ouzhpenn a amzer vak da vale en e ziviz dre an domani. Lod a zo aet betek iliz vihan Llanerchaeron, gouestlet da Santez Nonn. Hag an holl a oa aze da eur al loc’hañ davet Llandysul. Souezhus, neketa ?
Nozvezh e “Tysul Hall” : lid an degemer, pred, hag arvest gant Jac Y Do.
Ar “Pennoù Bras”, William Bevan Jones (Prezidant Kuzul Gevellañ Llandysul), Jean-Yves Kervarec (Prezidant Kuzul Gevellañ Plogoneg), Christian Kéribin (Mer Plogoneg) hag Andrew Howells (Prezidant Kuzul an Distrikt), o deus kaset soñj eus Karta ar Gevellañ a oa bet sinet da vare Miz Gouere 1988 e Llandysul, hag ivez eus al labour a zo bet kaset da benn etretant. Hag ar profoù ivez o deus lakaet pep hini da soñjal en amzer o tremen : un eurier-heol, kizellet war ur maen-glas gant R.Lafaille eus Lokorn, a-berzh ar C’huzul Gevellañ, hag ur c’houblad danserien “H.B.Henriot” a-berzh Kuzul an Ti-Kêr. Enaouet o deus war-lec’h gouleier-koar gwastell an deiz-ha-bloaz, dindan evezh aketus ar brezidanted hag ar presidantezed kozh a oa deuet ivez da geñver al lid. N’eo ket chomet enaouet e-pad pell ar gouleier-koar. C’hwezhet int bet drev gant William ha Jean-Yves.
Da c’houde, bec’h d’ar boued priented gant hor mignoned, d’an arvest, d’ar c’hanaouennoù, d’an dañsoù !!!
Sul 11 Gant an ostizien.
Darvoud meur da 9e30 mintin : evit ar wech gentañ e oa skignet war gwagennoù Radio Keredigion un abadenn e brezhoneg hag e kembraeg, bet enrollet en-araok (gant kanaouennoù e peder yezh !). Un taol kaer da gas da benn gwechoù all !!!
War-lec’h omp bet, a strolladoù bihan, da vale war an aod, eus tu Llangranog. Evel-se eo bet graet anaoudegezh gant ur skouer eus disoc’hoù ar raktres “Tir Gofal”, arc’hantaet an div drederenn anezhañ gant Gouarnamant Bro Gembre hag an drederenn ziwezhañ gant an Europa, hag a zo e bal gwareziñ douaroù gouestlet d’al labour douar.
Lod o deus gweladennet, goude merenn, atantoù. Lod all, d’an abardaevezh o deus graet anaoudegezh gant un neuz eus sevenadur Bro Gembre, o vont betek an “Horeb Chapel” da gemer perzh d’ur “Gymanfa Gonu” : tud meur a chapel bodet da ganañ asambles azeulganoù hag a bep seurt kantikoù all.
Da 4e goude merenn eo aet kuit ar c’harr-boutin bihan gant 17 den e-barzh... Kriz ha kalet mont kuit a-raok ar re all !!!
Lun 12
BIG PIT, ar mengleuzioù glaou : un dremm all eus Bro Gembre.
Ur wech n’eo ket dalc’hmat : dilezet hon eus an M4 (ar gourhent a ya a-hed aod Kreisteiz Bro Gembre) evit kemer hentoù bihan a ya a-dreus “Menezioù Brecon” da vont d’ar poull-glaou Big Pit, e Blaenavon, e biz Kêrdiz.
Serret eo bet ar poull-glaou-se e 1980, ha graet eo bet ur mirdi anezhañ adalek 1983. Rakgwelet hag aozet e oa bet ar weladenn-mañ war-eeun gant Kuzul Gevellañ Plogoneg.
An “Underground Tour”
Degouezhet omp da 11e30 rik da gemer plas er sal-gortoz ar mirdi, a-raok diskenn e galirioù ar poull-glaou.
Strolladoù bihan a zo bet graet gant 10 den e-barzh pep hini. An holl a zo bet “sterniet” gant un tog-kalet, ul lampenn, ur pod-tredan... ha dav dezhi ! Ambrouget gant heñcherien a youl vat (tud bet mengleuzierien) omp diskennet e foñs ar poull (90 metr dindan gorre an douar !) gant ar bignerez a oa hini ar vengleuzierien. Ha setu-ni taolet en ur bed dianav, ur bed fromus pa soñjer e labour poanius a zo bet kaset da benn e-pad daou gantved e kondonnoù an douar, gant tud ha loened a-benn pourvezañ gouloù ha tommder da c’horre an douar... Mont a reer gant an hent a-hed ar galirioù, o chom a sav bep ar mare evit selaou displegadennoù an heñcher war istor ar mengleuz : penaos eo bet cheñchet tamm ha tamm an doareoù da dennañ ar glaou, penaos e oa kreñvaet ar galirioù, penaos e vezent avelet dre ur sistem dorioù a veze serret ha digoret (an dra-se a oa labour bugale etre 5 hag 11 bloaz, e-pad 14 eurvezh bemdez a-wechou !), betek 1860. Kontet eo bet ivez a-bep seurt riskloù a c’hourdrouze ar mengleuz hag an dud a laboure ennañ : an dour a veuze ar galirioù, ar gazoù a darzhe pe a vouge ar vengleuzierien. Livet eo bet ivez an doareoù lies a zo bet implijet a-hed ar bloavezhioù evit dizoloiñ ar gazoù : ar seraned a oa gant pep skipailh mengleuzierien hag a vouge pa groge ar monoxid-karbon da vezañ re stank, al lampennoù ispisial a yae melennoc’h-melennañ o flamenn pa oa re a c’haz-treflamm en aer... Komzet eo bet ivez eus labour ar c’hezeg, diskennet ur wech da vat e foñs an douar ha na ‘z ae morse ken davet gorre an douar ha goulou an deiz... Kontet eo bet penaos e veze stourmet ouzh ar razhed... penaos, tamm ha tamm, eo bet skañvaet poan labour an dud en ur implij mekanikoù hag en ur wellaat an doare da sklerijennañ ar galirioù...
Pred kreisteiz e tinell, a zo bet hini ar vengleuzierien ha m’eo bet graet enni meur a emvod pa oa harzet o labour ganto. A-us da lec’h ar poull-glaou ha d’an draonienn emañ savadur an dinell, ha diouzh al leurenn m’eo savet warni ez eo brav an taol-lagad war ar vro a-bezh...
War-lerc’h ar pred en deus gallet pep hini gweladenniñ peurrest al lec’h hervez e soñj : salioù ar gwiskañ-diwiskañ, hag ar salioù-gwalc’hiñ, savadur an traouilh ha gavr vras ar mengleuz a gas en-dro ar saverezioù, sal al lampoù, hent ar bagoniouigoù, an ti-heskennañ, ar govel, ar savadur ma kaser en-dro ennañ alevañ ar galirioù, ar stal danvez-tarzh, ar vangounell dre-zour (ur sistem o tont eus ur mengleuz all), ar c’hlañvdi, sal ar mirdi (ouzhpenn 5000 dra diskouezet)... hag ar stal a-benn prenañ un dra diwezhañ da zerc’hel soñj eus Bro Gembre !
Loc’het eo bet da 4e noz davet Plymouth. Sioul tre eo bet hent an distro.
Arzavet eo bet e Barbican, porzh kozh Plymouth, a-raok lestriñ war ar “Pont ‘n Abad. Padet en deus treizhadenn ar mor an nozvezh a-bezh, hag omp degouezhet e Plogoneg da 10e.
Ken ar c’hentañ, e 2010 !