Accueil du site > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2012.05.19 Redadeg /"Mondial Pupilles" e Plogoneg.

2012.05.19 Redadeg /"Mondial Pupilles" e Plogoneg.

Ar Redadeg 2012 war ziarbenn ar "Mondial Pupilles" e Plogoneg :

IMG/flv/Ar_Redadeg_e_Plogoneg.flv

A-benn digeriñ ar prenestr video, klikit war ar birig sterniet hag a-benn kregiñ da lenn, klikit war ar birig simpl...

- E 1986 eo ez eus bet eus ar “Mondial Pupilles” evit ar wech gentañ. Petra eo ? Ur bern tud hen oar ! Evit ober berr, lavaromp ez eo ur gevezadeg mell-droad evit tud yaouank etre 12 ha 13 bloaz. Un darvoud brudet tre eo deuet da vezañ hag a zegemer bep bloaz skipailhoù mell-droad o tont eus ar bed a-bezh. Dalc’het e vez ingal e-pad dibenn-sizhun Yaou-Bask. E-pad an tri devezh kentañ e vez c’hoariet ar c’hrogadoù e eizh lec’h disheñvel a Gerne Izel. D’ar sul goude merenn e vez c’hoariet ar c’hrogadoù hanter-chourfenn hag ar c’hrogad gourfenn e Ploveilh.

- Abaoe ar penn-kentañ e kemer perzh kevredigezh mell-droad Plogoneg (an E.S.P., Ecureuils Sportifs de Plogoneg) e unan eus an eizh lec’h disheñvel ma vez c’hoariet ar c’hrogadoù enno : hini G.P.G.P. a genstroll kumunioù Gourlizon, Ploneiz, Gwengad ha Plogoneg. Ur skipailh a c’hoarierien yaouank a vez savet ivez gant ar peder c’humun-mañ da gemer perzh er gevezadeg. Pep hini anezho a zegemer ivez daou skipailh o tont eus an diavez (c’hoarierien, renerien ha gourdonerien) a vez lojet a youl vat gant tud ar vro. Abaoe an derou e veze c’hoariet ar c’hrogadoù e Ploneiz hag e Gourlizon, ha morse ne oa bet graet tra ebet e Plogoneg beteken. E 2012 eo bet trec’h dalc’husted renerien an E.S.P. hag eo bet dibabet Plogoneg da lec’h ma vo c’hoariet ennañ krogadoù 27vet tro ar “Mondial”. Bec’h dezhi diouzhtu gant tud a youl vat an E.S.P. da brientiñ an darvoud.
- 27vet gwech. Piv en deus dalc’het soñj eus an derou ? “Re gozh” ar Gevellañ, hep mar ebet, rak e oa bet degemeret, peder gwech da heul, etre 1988 ha 1991, ur skipailh eus Llandysul e Plogoneg. Ur skipailh a dud gour o oad (23 !) a ambrouge ar re yaouank e 1990 !... Chom a ra koun c’hoazh, e eñvor meur a hini, eus un nozvezh “grilhañ silzig” bet aozet e “Grañj Ti Floc’h”, a zo hiziv ar mediaoueg... E 1991 e oa deuet ivez 20 anezho. Ha war-lerc’h, e-pad 21 bloaz, tra ebet ! Met er bloaz-mañ eo bet skoulmet en-dro an darempredoù gant melldroaderien yaouank Llandysul : ur bedadenn zo bet kaset da Skolaj Defryn Teifi. Ur bedadenn degemeret mat gant Nia davies, kelennerez war ar sportoù ha gourdonerez melldroaderien yaouank ar skol. Divent plijadur ar C’huzul Gevellañ o c’houzout kement-se, evel just !
- Hag er memez mare e kleved ar c’helou e tremenfe ar Redadeg dre Blogoneg... Ket e-pad an noz... Ket e-kreiz ar sizhun... Met dreist e penn-kentañ endervezh ar sadorn 19 a viz Mae ! Gallet o dije an daou zarvoudoù-mañ mont bep gant e lañs dezhañ, hep tamm liamm ebet etrezo... Hag evit gwir, er penn kentañ e oa bet rakwelet an hent evit treuziñ kreiz ar vourc’h, d.l.e. o tremen e-biou, 200 metr ac’hano, an dachenn vell-droad... Met un intrudu a feson o deus bet renerien an E.S.P. hag ar “Mondial” : pedet o deus ar Redadeg da dremen dre an dachenn vell-droad ! Hiraet eo bet un tamm hent ar Redadeg (krouet ur c’hm 1528bis !) ha lakaet eo bet ar rederien da vont davet ar c’hantad mat a velldroaderien hag o suporterien niverus.
- 19 a viz Mae, 2e enderv war an dachenn vell-droad. Paouez a ra ar c’hrogadoù. Bagadig Brieg, bet pedet gant renerien an E.S.P. a grog da seniñ. N’eo ket e poch ur biniou emañ ar velldroaderien yaouank o c’hwezhañ, met er “stlak-stlakoù” melen a zo o paouez bezañ roet dezho a-benn kalonekaat ar rederien. En em renkañ a reont e div linnenad d’ober ur c’harz a enor ma tremeno ar rederien drezhi... Klemañ SOUBIGOU, erruet war al lec’h un nebeut munutennoù ‘zo a grog da atersiñ tud ‘zo “war-eeun” war gwagennoù R.B.I. a-raok ober un nebeut goulennoù da Lleuwen STEFFAN, anavezet mat e Plogoneg, deuet a-ratozh d’ober un dro amañ, da desteniañ he skiant-bevet a nevezh-brezhonegerez : an dudi he deus bet o teskiñ ar brezhoneg, ar blijadur he deus d’ober gantañ, hag ar priz roet dezhi evit he labour dre hag evit ar brezhoneg...
- 2e53 enderv. O tegouezhout emaint ! Chom a ra a-sav an otoioù-embroug dirak kaelioù an dachenn vell-droad, hag un ugent bennak a rederien, tee-shirtoù ruz ha glas ganto, Gabrielle ha Léa en o fenn, a zifoup war alez-tro an dachenn vell-droad. En em bakañ a reont diouzhtu gant kement-all a dud, tee-shirtoù glas ganto ivez, a oa ouzh o c’hortoz. Ur vandennad a dost hanter-kant a dud eo a antre war letonenn an dachenn-c’hoari hag en em sil etre an div linennad a velldroaderien yaouank. Hag ar re-mañ da reiñ kalon d’ar rederien gant o “you hou hou” ha stlakadeg o “stlak-stkakoù”. Ha setu an dachenn treuzet dija ! Tro anezhi bremañ gant an alez diavaez, hag ar re a zo e penn ar redadeg a zo dija o tegouezhout dirak ar c’haelioù da zerc’hel gant o hent davet kreiz ar vourc’h, kroazhent-tro Landibilig ha bourc’h Lokorn dre ar Menez. Berr eo bet ! Berr met fromus, ha, dre al liamm krouet etre bed ar vell-droad hag hini difenn ha diorren ar brezhoneg, un arouez kaer eus ar youl hag al lusk a zo gant ar Vretoned da vont e-pad pell c’hoazh gant o yezh !
- Un dalvoudegezh ouzhpenn eo bet ar gejadenn-mañ evit ar Mondial, a zo bet, mod all, un taol kaer e meur a geñver. Plijus-tre e oa ambiañs an div abardaevezh gant an daou skipailh (hini Maintenon-Pierre hag hini Llandysul) hag o familh-degemer, ha ken plijus hini ar pik-nik e Ploveilh d’ar sul kreisteiz. Ha petra lavarout war doare c’hoari ar velldroaderien yaouank ? Brav kenañ ! Ne oa ket espernet o nerzh nag o foan gant ar vugale a ouie treuziñ-didreuziñ an dachenn-c’hoari evit o brasañ plijadur hag hini an arvesterien...
- Evit lavarout hiroc’h diwar-benn ar Gembreiz, menegomp o deus skoulmet liammoù gant Braziliz Vila Nova Paso (gourfennidi e Ploveilh !) ha pedet int bet ganto da Vro Vrazil. Hag ouzhpenn aet ganto ar maout evit ar “fair-play”. Gourc’hemennoù dezho ! Sed’aze ar priz bravañ a c’heller gounit !
- Gant plijadur ha laouenidigezh en deus kemeret perzh ar C’huzul Gevellañ er “Mondial Kentañ e Plogoneg”. Ha ma vefe ur priz da vezañ kinniget ganeomp e rofemp anezhañ da skipailh ar geginerien : hegarat tre e oa mont endro an traoù er c’hegin... Ur blijadur eo bet evidomp reiñ un taol skoazell evit servij ar boued d’ar sadorn kreisteiz. Setu ! Gant ar spi da welout a-raok pell ur skipailh eus Llandysul, gant Nia, Geraint, Richard, Hélène hag Arthur ! An abretañ posubl, met da nebeutañ e 2015, pa vo adarre Plogoneg kreizenn GPGP ! Met perak ket a-raok, nemet evit lojañ ar berzhidi, evel etre 1988 ha 1991 ?

JPEG - 204 ko
JPEG - 175 ko
JPEG - 133.8 ko
JPEG - 163.6 ko


JPEG - 180.4 ko
JPEG - 159 ko
JPEG - 197.7 ko
JPEG - 132.5 ko


JPEG - 144.3 ko
JPEG - 167.9 ko
JPEG - 135.3 ko
JPEG - 142.2 ko


JPEG - 135.4 ko
JPEG - 159.5 ko
JPEG - 134.7 ko
JPEG - 137.5 ko


JPEG - 176.3 ko
JPEG - 151.1 ko
JPEG - 215.8 ko
JPEG - 155.7 ko


JPEG - 188 ko
JPEG - 164.4 ko
JPEG - 143 ko
JPEG - 215.5 ko


JPEG - 171.1 ko
JPEG - 185.4 ko
JPEG - 197 ko
JPEG - 141.6 ko


JPEG - 131.8 ko
JPEG - 199.7 ko
JPEG - 179.6 ko
JPEG - 177.7 ko


JPEG - 172.2 ko
JPEG - 179.2 ko
JPEG - 163.3 ko
JPEG - 167.5 ko


JPEG - 171.7 ko
JPEG - 129.9 ko
JPEG - 123.5 ko
JPEG - 204.2 ko


JPEG - 142.5 ko
JPEG - 195.7 ko
JPEG - 219 ko
JPEG - 175.8 ko


JPEG - 149.6 ko
JPEG - 118.1 ko
JPEG - 125.7 ko
JPEG - 175 ko


JPEG - 281.6 ko
JPEG - 189.6 ko
JPEG - 219.4 ko
JPEG - 151 ko


JPEG - 160.1 ko
JPEG - 120.4 ko
JPEG - 160.7 ko
JPEG - 140.7 ko


JPEG - 214.5 ko
JPEG - 164.1 ko
JPEG - 139.2 ko
JPEG - 187.3 ko


JPEG - 368.7 ko
| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0