2012 28.4-3.5 Beaj ar familhoù

Ken tomm ha biskoazh e oa degemer hor mignoned a Vro Gembre, tost pemp bloaz war’n ugent war-lerc’h an eskemm kentañ etre Plogoneg ha Llandysul. (un nebeut mizioù a vanke d’ober pemp bloaz war’n ugent penn da benn).
- Laouenidigezh a oa e-leizh, met ivez from silet ennañ skeud un tamm tristidigezh dre ma vanke, en hon zouez, div ac’hanomp : Annick ha Josiane, aet d’an Anaon e derou ar bloaz mañ, hag o doa kemeret perzh ingal en eskemmoù gant Llandysul. Ganeomp e oant, e kalon pep hini ac’hanomp, ha Breizhad pe Gembread e vefemp. Lous a-walc’h e oa an amzer e penn kentañ ar chomadenn, met, hervez hon eus klevet e oa kalz gwelloc’h an amzer e Bro Gembre eget e Breizh ! Dre chañs en doa diskouezhet an heol penn e fri d’al lun 30 !
- Met ne oa ket ezhomm an dra-se evit sederaat ha laouenaat kalon pep hini : bihanoc’h eget kustum e oa hor strolladig (29 perzhiad), hag e oa ar wech gentañ evit 9 anezho) met dreist ha tomm an emglev etre an dud ; ar pemp yaouankiz a oa ganeomp e oa bras ganto ar c’hoant d’ober anaoudegezh gant Bro Gembre hag e sevenadur ; Bernard ivez, paotr rod-stur ar c’harr-boutin, a voure kalz dezhañ e veaj hag e zarempredoù kentañ gant Bro Gembre. Normal a-walc’h, a-benn ar fin : kanañ a ra el laz-kanañ « Mouezhioù Porzh Ruz » ! Penaos chom diseblant e bro al lazoù-kanañ ? Ha prizet kalz e oa bet ivez ar programm fardet evidomp gant hor mignoned a Vro Gembre.

- Loc’het e oa bet eus Plogoneg davet Rosko d’ar Sadorn 28 a viz Ebrel, da 5e30 mintin. Sioul ar mor ha dister an houl a oa gantañ… hag ur wech dilestret, didrubuilh ar veaj betek « Welcome Break » Penn Y Bont. Gwelloc’h vefe koulskoude lavarout « tost didrubuilh » rak… 3 km a-raok lec’h an arsav en doa bet Bernard peadra d’en em chalañ un tamm ! Soñjit ‘ta : troet da ruz ul lutig war an daolenn-stur ha mouzet da vat boest an tizhoù ! Dibosubl cheñch tizh ken ! Sioul-ha-sioul ha gant ampartiz e oa deut a-benn hor bleiner da gas ar penn-karn a vekanik amjestr-se betek parklec’h ar « Welcome-Break ». Ma ! Warlerc’h un hanter-eurvezh bennak a ziskuizh, burzhud ! Difachet empenn elektronik ar mekanik, ha dao dezhi adarre davet Llandysul, lec’h ma tegouezhimp d’an eur rakwelet (d.l.e. war-dro 7e30 noz). Pred-noz bep gant e oztiz(-ien).

- Sul mintin, amzer vil : glav, anoued… (ha lod a lavare e oa bet erc’h war-dro 7e mintin ! Biskoazh kement all ! Ha talvezout a ra ar boan da sevel ken abred e-pad ar vakansoù evit gwelout traoù ken droch e dibenn miz Ebrel ?). Ha ne oa ket gwelloc’h d’an enderv ! Kement a vezañ glepet, lod a oa aet da poull-neuial. Lod all o doa klasket goudor e galerioù min aour Pempsaint (7 derez a dommder, ha tamm malzenn-aour ebet), ha lod all c’hoazh a oa chomet dirak an tan e korn oaled o ostizien… Met da 6e noz e oa en em gavet an holl, tud Plogoneg ha tud Llandysul, e Llangrannog e Urdd Camp evit koaniañ… ha dañsal war-lerc’h… Teuziñ a rae ar c’houmoul gant barroù an heol a amlive ar mor… Prezegennoù degemer ha trugarekaat diglink ha berr… Boued fonnus ha saourus… Ha dao d’ar c’horoll gant muzik Twmpath. Dav eo anzav n’eo ket bet, war an dachenn-mañ, gwall fonnupl d’ar Blogoniz ar 25 bloavez paseet rak pavek ha diakuit e chomomp pa’z eo dav riklañ kammedoù soutil dañsoù hengounel Bro Gembre !

JPEG - 236.3 ko
JPEG - 217.6 ko
JPEG - 187.3 ko
JPEG - 226.5 ko
JPEG - 190.9 ko
JPEG - 202.7 ko
JPEG - 202.2 ko
JPEG - 167.7 ko


- Lun 30 a viz Ebrel : ‘Pad an devezh a-bezh e oamp en Aberystwyth. Freskik un tamm diouzh ar mintin, met ken brav e oa ar goulou-deiz war dourioù Bae Ceredigion ! Hag, evel pep nevez-amzer, oaned e-leizh o fringal war bri an torgennoù tro-dro. Setu programm an devezh dindan heol Aberystwyth :

- 11e : Gweladenniñ Levraoueg Broadel Kembre

Levraoueg Vroadel Kembre a zo bet krouet ez-ofisiel e 1907. Ouzhpenn 4 milion a levrioù a zo dalc’het enni, en o zouez meur a levr dibaot ha prizius. Karget eo da zastum ha moulañ kement dihel, skrid pe skeudenn a denn da Vro Gembre pe d’ar Broioù Keltiek evel Breizh. A-raok krouidigezh ar c’h/K.E.B.K. (Kreizenn Enklaskoù Breizhek ha Keltiek) e Brest e penn kentañ ar bloavezhioù 1970, ne oa netra heñvel e Breizh. Setu perak, abaoe pell, e veze, hag e vez c’hoazh, kaset ingal di gant tud Emsav Sevenadurel Breizh kement tra a veze hag a vez moulet e brezhoneg pe diwar-benn Breizh. Levraouegoù skrivagnerien vrezhonek ’zo a zo bet kaset di... Abalamour d’an dra-se, hiziv c’hoazh, e chom moarvat Levraoueg Vroadel Kembre al levraoueg vreizhek brasañ.
JPEG - 289 ko
JPEG - 261.9 ko
JPEG - 238.7 ko
JPEG - 242.9 ko
JPEG - 197.5 ko
JPEG - 177.1 ko
JPEG - 271.6 ko
JPEG - 261.6 ko
JPEG - 181.2 ko
JPEG - 234.7 ko


- 1e enderv : Pik-nik (bep wech e larer deomp « pik-nik »… ha bep wech ez eo ur pred fonnapl !) fardet gant teir vignonez eus ar Gevellañ hag a zo o chom en Aberystwyth pe tro-dro.

JPEG - 261.4 ko
JPEG - 211 ko
JPEG - 200.9 ko
JPEG - 112.3 ko
JPEG - 212.1 ko
JPEG - 203.5 ko
JPEG - 120.1 ko
JPEG - 319.8 ko


- 2e30 : Gweladenniñ Kuzul al Levr e Bro Gembre.

Kuzul al Levr e Bro Gembre a zo ivez, evel al Levraoueg Vroadel Kembre, un aozadur ofisiel a zo e gefridi ober war-dro politikerezh al levrioù kembraek. Krouet eo bet e 1961. Arc’hantaouet eo hiziv gant Gouarnamant Bro Gembre. E bal a zo skoazellañ ar moulañ hag ar skignañ levrioù e kembraeg pe e saozneg o tennañ da Vro Gembre


JPEG - 265.9 ko
JPEG - 250.6 ko
JPEG - 202.9 ko
JPEG - 226.2 ko


JPEG - 217.8 ko
JPEG - 223.6 ko
JPEG - 252 ko
JPEG - 252.1 ko


- 4e enderv : Mirdi Keredigion.

Mirdi Keredigon. Lavaret ’zo bet diwar e benn e oa e ziabarzh unan eus ar re vravañ e-touez mirdioù Breizh Veur. Savet eo bet e-barzh ur sal sinema kozh, a oa a-raok ur c’hoariva mod Edward VII. Kinnig a ra d’ar viziterien un dastumad liesseurt a draoù a liv istor ar C’heredigion, koulz war dachenn an ekonomiezh, hini ar sonerezh hag ar sevenadur dre vras, hag hini an arkeologiezh...
JPEG - 186.1 ko
JPEG - 267.1 ko
JPEG - 310.6 ko
JPEG - 206.1 ko


- Ha da c’houde, da bep hini hervez e c’hoant, pourmenadenn war Vali ar Mor pe a stal da stal dre straedoù kêr.

JPEG - 96.7 ko
JPEG - 188.5 ko
JPEG - 92.4 ko
JPEG - 134.8 ko


- 6e30 noz : Setu an holl degouezhet en-dro e Llandysul evit ar pred (Cawl and Caws, boued hengounel a Vro Gembre).

JPEG - 231.6 ko
JPEG - 311.4 ko
JPEG - 237.3 ko
JPEG - 229.3 ko


- Meurzh 1tañ a viz Mae : E Breizh Veur n’eo ket devezh-gouel an deiz-se.
- Kimiadet hor boa diouzh hon ostizien war-dro 9e30 mintin, war-lerc’h bezañ bet kanet ar Bro Gozh dindan an disglavieroù, a-benn erruout e Wells da vare merenn.

JPEG - 199.5 ko
JPEG - 212.9 ko

KENAVO ! HWYL !

- E Wells e oa an heol ganeomp adarre. Pep hini en deus gallet gweladenniñ ar pep bravañ eus savaduriou ar gêr vihan-se eus ar Somerset hag he deus savet he brud hag he finvidigezh war ar c’henwerzh : an Iliz Veur gotek (unan eus ar re vravañ e Bro Saoz), Palez an Eskop, klozet gant mogerioù kreñv ha gronnet gant un touflez brav ar bourmenañ a-hed dezhañ…, ar « Vicar’s Close  », ur straedig pavezet ha riblet a bep tu gant tiez-mein bet savet er XIVvet kantved evit lojañ kanerien Kor an Iliz Veur. http://fr.wikipedia.org/wiki/Cath%C... http://en.wikipedia.org/wiki/Bishop... N’eus ket kalz ac’hanomp o doa bet amzer a-walc’h da weladenniñ ar Mirdi stok ouzh an Iliz-Veur. E berr komzoù e c’heller lavarout ez eo Wells un ehanlec’h dedennus-tre war an hent da vont da Vro Gembre pe da zont diouti. Bez’ ez eus ivez Kaniennoù Cheddar… ha Glastonbury n’emañ ket pell… Met c’hwitaet hor bije war ar Ferry !

JPEG - 197.9 ko
JPEG - 239.6 ko
JPEG - 258.2 ko
JPEG - 266.9 ko


JPEG - 185.6 ko
JPEG - 257.7 ko
JPEG - 348 ko
JPEG - 217.3 ko


- Da 5e noz e oa bet loc’het ‘ta davet Plymouth. Ur wech degouezhet e porzh ar Ferry (« Continental Ferry Port »), Ferry ebet ! Ne oa ket degouezhet c’hoazh ! Hanter-dro gant ar c’harr-boutin davet an dalbenn-vor evit ar bourmenadenn ziwezhañ a-raok al lestrañ. Evel-se hon doa bet tro da arvestiñ donedigezh An Arvorig (ar ferry) e-barzh Porzh Plymouth. Blot ar mor da zistreiñ da Vreizh.

JPEG - 184.1 ko
JPEG - 215 ko
JPEG - 174.7 ko
JPEG - 206.7 ko


| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0