2005.8. 25-28 Degemer ar Gembreiz

Tem ar gejadenn-se : an danvezh arzhourel ha lennegel breizhat, o vagañ sevenadur Europa (hag ar bed !), dre skouer BRO PONT-AVEN. D’ar gwener 26 a viz Eost hon eus kaset an hanter-kant ostiziad a vro Gembre (digouezhet e Plogoneg d’an derc’hent noz) hag un neubeut familhoù ostiz d’ober ur bourmenadenn sevenadurel ha plijus, heñchet gant ur paotr eus ar vro, Jean-Pierre BOLOU, a zo o chom e Plogoneg, ezel eus ar C’huzul-gevellañ abaoe an deroù, ha livour en e amzer vak !

AR ROLL-AMZER :

Mintinvezh e NIZON, stok ouzh Pont-Aven, evit gweladenniñ :

- ar porzh-bered (iliz ha kalvar gant ur Pieta he deus awenet Gauguin).

JPEG - 48.6 ke

Andrea Ar Gouilh a zeuas da gevrediñ ganeomp da ganañ gwerz Jenovefa Rustefan, anavezet mat c’hoazh e Nizon hag a zo unan eus barzhonegoù bravañ ar Barzhaz Breizh. Frommus…

Rivinoù Kastell Rustefan ez eus tu gwelout anezho c’hoazh ket pell diouzh ar vourc’h. Theodore Hersart De La Villemarque (Kervarker) ‘n eus tremenet e vugaleaj e maner Plessis-Nizon : aze ‘n eus klevet ar gwerzioù kentañ na baouezho ket da zastum war-lec’h evit krouiñ ar BARZHAZ BREIZH.

JPEG - 47.5 ke


- an Hang’art : n’eo ket ur savadur, met ur strollad a livourien a liv evit ar blijadur, ganto ar pal da livañ, gant livioù lirzin, eñvor Nizon. Unan eus e izili, Hippolyte LE BRAS, a ginnigas deomp un neubeut taolennoù hag a zisplegas istor an emsav “Hang’art”.

JPEG - 45.7 ke
JPEG - 44.1 ke


- chapel Tremalo, eus ar XVIet kantved, gant e grusifi liesliv, a roas buhez da “Krist Melen” brudet Gauguin.

JPEG - 47.6 ke
JPEG - 45.9 ke


- E dibenn ar mintinvezh eo bet kuitaet uhelderioù Tremalo davet Pont-Aven, war droad, evit brasañ plijadur an daoulagad oc’h arvestiñ ar gêr e foñs an draonienn, hag ivez evit digeriñ ar galon ! (met lod ’zo o deus kavet furoc’h diskenn gant ar c’harr-boutin !).

- Kir ha pik-nik en ur sal cheuc’h en Ti-kêr : ar sal Julia, a oa bet sal-debriñ al leti ma oa boas livourien Pont-Aven da ennezañ ennañ.

JPEG - 47.3 ke
JPEG - 48.4 ke


- Endervezh : gweladenniñ PONT-AVEN,

ar mirdi, ar salioù-diskouezhadeg, ar porzh, Koat ar Garantez (a awenas Paul Sérusier), hag evel just Bali Xavier Grall, un enezig o skeiñ, war-zu an traon, gant ur poul-skorf a ziskouezh penaos e oa ingalet an dour d’ar meilhoù. Uheloc’h en em sil an Aven dre melloù kerreg maen-greun. Ul lec’h dudius eo ha priziet gant ar bourmenerien a c’hell bourrañ ar sederoni krouet gant gwel red an dour etre ar reier ha selaou sonadeg richan al laboused hag hiboud ar stêr. E deroù ar « bali », penn kizellet Xavier Grall a ro sonj e oa eñ barzh, skrivagner, kazetenner, dispac’her, met ivez e-pad ur pennadig amzer pennskrivagner ar « Vie Catholique » hag an « Nation Bretonne ». Bevet ‘n eus e Nizon adalek 1973 betek e varv.

JPEG - 45.8 ke
JPEG - 45.1 ke
JPEG - 50.4 ke
JPEG - 47.9 ke


- Abardaezh : loc’het hon eus war-zu keriadenn tiez-plouz Kerascoëd (kumun Nevez). Etre Nevez ha Tregon e vez kavet savadurioù digustum a-walc’h : an tiez maen-sav.

JPEG - 49.5 ke
JPEG - 47.1 ke
JPEG - 45.1 ke


- War hent an distro omp chomet a-sav ur pennadig e porzhig Trevignon.

A-benn tennañ ar brasañ gounid eus an devezh-se gouestlet d’an ober arzhel ha lennegel a Bont-Aven, eo bet moulet gant ar c’huzul gevellañ ul levrig a zo bet profet d’ar berzhidi.

SADORN 27 :

- Lidet eo bet war an ton ofisiel degemer ar Gembreiz. Profet o deus da dud Plogoneg ur groaz koad kizellet gant Ieuan Roberts, hervez patrom ar « Groes Neuadd Siarman » (ur groaz bet kizellet war vaen, lakaet bremañ war wel e mirdi Brecon ha brudet evit bezañ ar vravañ skouerenn e-touez kroazioù ar seurt-se).

JPEG - 47.1 ke
JPEG - 45.4 ke
JPEG - 47.6 ke


- Goude ur predig asambles er sal sokio-sevenadurel, lod eus outo a zo bet da fouetañ maezioù Plogoneg, gant ar strollad baleerien, ha lod all d’ober un neubeut prenadennoù e Kemper, e-keit ma oa izili ar c’huzul-gevellañ o prientiñ ar fest-noz/krampouezh e Lopeo.

Ha Fest-Noz ez eus bet ! Krampouezh ivez evel just !

JPEG - 47.7 ke
JPEG - 46.8 ke
JPEG - 46.6 ke
JPEG - 48.1 ke
JPEG - 46.8 ke
JPEG - 48.5 ke
JPEG - 44.9 ke


SUL 28 :

JPEG - 46 ke

Ezhomm ‘oa diskuizañ war-lec’h an nozvezh hir… a-raok pignat e-barzh ar c’harr-boutin, evit mont kuit ! Kenavo d’ar c’hentañ !

Pob hwyl ! Kenavo !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0