2010.5. 12-17 Beaj ar familhoù

War an ton bras e oa bet lidet 20vet deiz-ha-bloaz ar gevellañ e Llandysul e miz Mae 2008 hag e Plogoneg e miz Eost 2009. Sañset e oa ‘ta bezañ siouloc’h, eunoc’h beaj-eskemm ar bloaz-mañ ! N’eo ket bet e gwirionez ha dibar eo bet an oberidigezhioù kinniget d’ar Blogoniz, hag a-hed an eurvezhioù o tremen e oa splannoc’h-splannañ evit an holl n’eo ket diabeg e oa bet sikouret, ur wech ouzhpenn, ur seurt raktres gant an Europa. Ur rebech, met ur rebech nemetañ : re verr an amzer, ur wech c’hoazh !

MERC’HER 12

Trubulhiet un tamm al loc’hañ diouzh Rosko gant ma oa bet harzhet e-pad 2 eurvezh o labour gant moraerien an “Armorig”, bag ar B.A.I., ma oa ar Blogoniz o vont betek Plymouth ganti. Met o vont gant tizh bras war ur mor sioul eo deuet a-benn ar vag da vihanaat un tamm mat an dale... Dale e oa un tamm memestra gant ar Blogoniz o tegouezhout er “Welcome Break” e Penn Y Bont (Bridgend) : dibabet mat e oa bet al leti. Sioul, aes ha klet, ha fonnus al lein diouzh ar mintin !

YAOU 13

JPEG - 211 ke

- Un ehan e Caerfyrddin (Carmarthen e saozneg, Kervarzhin e brezhoneg) a oa bet rakgwelet war an hent da vont da Llandysul. Ur gêr a 20000 annezad eo, gevellet gant Lesneven. Eno e vefe bet ganet Marzhin ar Strobineller, an den a oa kuzulier meur ar Roue Arzhur. Ur vojenn a lak ur wezenn-derv dezhañ, evel da Delo ! (Sellout ouzh rentañ-kont degemer ar Gembreiz e Plogoneg e miz Eost 2009)... Hag ar vojenn-se a lavar e vo beuzet ar gêr pa varvo ar wezenn... Marvet he deus n’eus ket pell met derc’hel a ra gant he buhez e “Amgueddfa Sir Gaerfyrddin”, mirdi ar gontelezh, e Abergwili.

- 11e : Pep hini, o vont gant e hent hag e froudenn, a ya d’ober anaouedegezh gant ar gêr : rivinoù kastell an XIIvet kantved, ar gêr-gozh, ar greiznn-genverzh-hag-artizanerezh nevez flamm...

JPEG - 91.4 ke

- 16e Erru ar Blogoniz e Llandysul... Ken bras atav plijadur ar re boazet da zont pa gavont en-dro ar “c’hevelenn goant”... ha ken bras eo hini ar re a zo o tont evit ar wech gentañ (trizek an taol-mañ) d’ober anaouedegezh ganti... Rak koant-tre eo Llandysul, kêr-c’hevell Plogoneg. Dav eo hen addegas da soñj ur wech an amzer... Tiez a-grap tor traonienn an Teifi emañ e zourioù teñval o redek en ardraoñ, glaster tener miz Mae er pradeier, an deñved, an oaned, ar c’hezeg er parkeier stok ouzh ar sportva... Tremenet e vo an abardaevezh, brav hag heoliek, bep gant e familh-degemer.

GWENER 14 : ITALIA !

- Ur gumuniezh italian e korn-bro Llandysul ! Pebezh souezhadenn evit ar Blogoniz. An “Italianiz-mañ” a zo diskennidi prizonidi a voe bac’het e-barzh ur c’hamp, e Henllan, e-pad ar brezel diwezhañ hag a zibabas chom da vat e Bro Gembre. Al lodenn-vrasañ anezho a gomz italianeg, kembraeg ha saozneg. Bravañ skouerenn a gendeuz ur strolladig a dud gant poblañs ur vro hag a chom koulskoude feal ha staget ouzh gwriziadoù ar vro orin !
- Sed’amañ dodenn an devezh kentañ, un dodenn o klotañ brav gant “Devezh European Europa”, d’an 9 a viz Mae, tri devezh a-raok, evit lidañ 60vet deiz-ha-bloaz “Disklêriadur Schuman”, a vez sellet outañ evit bezañ skrid-diaz krouidigezh an Europa war-lerc’h an Eil Brezel Bed.

Henllan :
- Kantreet hon eus war an dachenn a oa bet ar c’hamp-prizonidi, e-touez ar savadurioù liesseurt bet savet e-lec’h ma save gwechall ar barakennoù a rae annez d’ar brizonidi. A-drugarez d’an den bet prenet gantañ tachenn ar c’hamp ur wech echu ar brezel ha dieubet ar brizonidi eo bet savetet unan eus ar barakennoù-se : an hini ma oa bet aozet enni ur chapel : “La Casa Di Dio”, Ti an Aotrou Doue.
- Degemeret e voemp gant an Aotrou Jon Meirion Jones. Gantañ eo bet kontet deomp, gant fent ha from e-leizh, an degouezhioù-se eus an Eil Brezel Bed, an Istor bihan e-barzh an Istor bras... met istor an dud ! Gantañ, evit hon degemer, e oa ivez an Aotrou Thompson, mab perc’henner an dachenn, an hini zo bet gwarezet gantañ un tamm eus spered istor al lec’h, dreist-holl p’en doa divizet saveteiñ ar chapel. Entanus e oa prezegenn an Aotrou Jon Meirion Jones, ha n’eo ket nemet evit ar Blogoniz met ivez evit ul lodenn vat eus hor mignoned a Vro Gembre na anavezent nag al lec’h nag an istor. Troet peurampart pep tra gant Philip Ainsworth !
- Ar chapel : ur varakenn evel ar re a oa tro-dro dezhi, tamm kloc’hdi ebet dezhi, met pebezh souezhadenn pa ‘z eer e-barzh !
- An istor : unan eus ar brizonidi, na oa ket gwall zornet evit labourat er parkeier met a oa awenet gant arzoù an neuzioù, a zo bet goulennet digantañ kinklañ ha fichañ diabarzh ar varakenn-mañ d’ober ur chapel anezhi... Skoazellet gant an Aotrou Thompson, mab unan eus prizonidi gwechall, eo bet an Aotrou Jones da vont gant e zisplegadennoù.

JPEG - 67.2 ke
JPEG - 108.1 ke
JPEG - 83 ke
JPEG - 73.6 ke
JPEG - 76.1 ke
JPEG - 23.2 ke
JPEG - 55.1 ke
JPEG - 221.3 ke


Evit gouzout muioc’h diwar-benn Henllan... :

PDF - 196.8 ke

- Ur wech gweladennet ar chapel eo aet ar Blogoniz hag o ambrougerien davet Drefach-Felindre. Da gentañ int chomet d’evañ ur banne te e Meilh Drefach-Felindre, a oa bet gweladennet dija gant lod ‘zo da vare ur veaj all un nebeud bloavezhioù ‘zo.
- War-lerc’h, e Sal Drefach-Felindre, eo bet sellet ouzh ur film berr, “La Casa Di Dio”, bet savet e kembraeg, en italianeg hag e saozneg gant an Aotrou Owain Jones diwar testenioù liesseurt. Un astenn a zoare d’ar pezh a oa bet dizoloet e-pad ar mintinvezh.

- Boued ar c’horf war-lerc’h boued ar spered ! Lein zo bet kemeret e “La Calabria”, un ti-debriñ bet digoret gant Gino, un diskennad all eus ar re bet bac’het e Henllan.

JPEG - 70.6 ke
JPEG - 70.4 ke
JPEG - 68.2 ke


- Distro da Llandysul war-dro 16e30. Abardaevezh bep gant e familh degemer.

SADORN 15 : MOR IWERZHON !

- Cheñch penn d’ar vag ! Kenavo da Vro Italia. Ha dao da vont da aod ar C’heredigion, d’ober un droiad war vor (Mor Iwerzhon a vez graet eus ar mor a zo etre Breizh-Veur ha Bro Iwerzhon). Gouestlet e oa bet ar sadornvezh d’ar mor ha da bouez ar pesketa e ekonomiezh Bro Gembre.

- 9e e Cae Newydd (Kae Nevez e brezhoneg, New Quay e saozneg). Koumoulek an oabl met takenn-glav ebet. Pignat a ra an dud war vourzh ur vag-bourmen da vont da arvestiñ ouzh an tornaodoù, al laboused ha marteze... an delfined... Delfin ebet met pegen brav ar valeadenn memestra ! Jean-Yves, kapiten ar C’huzul-gevellañ, a gemer penn an displegañ. Dav eo menegiñ ez eo eñ sot gant al laboused ! “Amañ e weler ur vrav a dropad karaveged-pavioù-du staliet war an tornaod. O treuziñ ‘maomp un tachad pesketa m’emañ goded-beg-plat hag ereved-beg-hir e-leizh o splujañ ennañ tro-dro d’ar vag...”. O tostaat ouzh reier an tornaod eo bet ivez damspurmanted un nebeudad reuniged. Hanter-dro e-tal oufig Cwmtydu a oa gwechall darempredet gant floderien, en o zouez Siôn Cwilt, paotr bras e vrud en deus roet e anv d’ar c’horn bro ha d’e skol nevez ! (Liamm war-du un destenn, da skrivañ, diwar-benn Siôn Cwilt).

JPEG - 77 ke
JPEG - 84.6 ke
JPEG - 72.4 ke
JPEG - 67.7 ke
JPEG - 55.7 ke
JPEG - 71.8 ke
JPEG - 70.1 ke
JPEG - 87.5 ke
JPEG - 85.9 ke
JPEG - 85.1 ke
JPEG - 123.2 ke
JPEG - 100.5 ke
JPEG - 94.9 ke
JPEG - 119.9 ke
JPEG - 94.9 ke
JPEG - 110.1 ke
JPEG - 86.4 ke


- 11e e Skol Bro Siôn Cwilt : degemeret omp gant hor mignon Wat Bundok ha an Intron Helen Wyn, ar renerez, a ginnig deomp he skol. Ur vrav a hini ! Peadra da lakaat skolaerien hor bandennad da vagañ avi ha gwarizi !... Bugale ar skol a ginnig deomp un abadennig : korolloù, kanaouennoù...
- Ha war-lerc’h e kejomp, evel e Llanaercheron e 2008, gant Elin Jones, Ministrez Gouarnamant Bro Gembre e karg eus al labour-douar, ar pesketa hag ar c’hoadeier. Ar wech-mañ e komzo-hi dreist-holl diwar-benn ar pesketa hag ar reolennoù votet gant dilennidi Bro-Gembre a-benn gwareziñ danvez ar greanterezh-mañ.
- “Fish and chips” dispar, war-lerc’h ar brezegenn (ha kement-all a zo da lavarout diwar-benn ar “c’hrumble” a zo bet servijet goude !)... An holl a zalc’ho soñj pegen brav eo bet aozet pep tra ha pegen c’hwek eo bet an digemer e Skol Bro Siôn Cwilt.

JPEG - 81.3 ke
JPEG - 70 ke
JPEG - 49.6 ke
JPEG - 23.1 ke
JPEG - 53.6 ke
JPEG - 50.6 ke
JPEG - 47.8 ke
JPEG - 59.2 ke
JPEG - 50.3 ke
JPEG - 52.5 ke
JPEG - 49.8 ke
JPEG - 75.7 ke
JPEG - 47.4 ke
JPEG - 87 ke
JPEG - 64 ke
JPEG - 64.5 ke
JPEG - 58.4 ke


- War-dro 14e30 e loc’homp war-du Llanngranog ha Kreizenn Zudi “Urdd Camp” evit gwelout penaos eo bet staliet an horolaj-heol bet profet gant ar Blogoniz e 2008. War-lerc’h bezañ bet tennet poltred ar strollad dirazañ e ya pep hini diouzh e du da weladenniñ ar c’hamp pe da vale war gwenojenn an aod.

JPEG - 113.2 ke
JPEG - 72.9 ke
JPEG - 71 ke
JPEG - 123.2 ke
JPEG - 81.7 ke
JPEG - 53.9 ke
JPEG - 66.6 ke
JPEG - 104.6 ke


- 17e : bodet an holl da zistreiñ da Llandysul. Un eurvezhig a vale a-dreuz ar vourc’h a-raok kejañ a-darre gant ar familhoù. Degemer e Sal Tysul. Prientet e oa bet ar boued gant hon ostized. Prezegenn ar Brezidanted, William ha Jean-Yves, div ganaouenn a Vro Italia gant Gino, sonerezh ha dañsoù a Vro Gembre gant ar strollad “Radwum”, ar memes tra a Vreizh gant René-Yves... Un abardaevezh laouen, plijus ha karadek !

JPEG - 70.1 ke
JPEG - 71.3 ke
JPEG - 57.9 ke
JPEG - 69.8 ke
JPEG - 75.2 ke
JPEG - 70.6 ke
JPEG - 67.7 ke
JPEG - 57.9 ke


SUL 16, LUN 17 : Chomet ar Blogoniz bep gant e familh-degemer betek al loc’hañ davet Plymouth. Tremenet an nozvezh war ar vag evit erruout e Plogoneg d’an eur rakgwelet diouzh al lun mintin. Lammet o deus skolaerien ar vandennad en o oto da vont da gaout o skolidi... Kredapl ez eus bet un tamm dale ganto memestra !

D’ar c’hentañ tro !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0