Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2009.8. 27-30 Degemer ha 20vet deiz-ha-bloaz

2009.8. 27-30 Degemer ha 20vet deiz-ha-bloaz

D’an 20 a viz Eost 1989 eo e oa bet sinet e Plogoneg Karta ar Gevellañ gant Llandysul. Ingal ha dibaouez eo bet an eskemmoù abaoe, ha kreñv eo al liammoù a zo bet ereet etre an div gumun. A-benn lidañ dibar ha skedus ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevellañ eo bet krouet un arvest “Tan-ha-Kurun” a oa e bal o c’hreñvaat c’hoazh o lakaat ar muiañ a dud posubl da c’houzout pe derc’hel soñj e oa bet bevet asambles, e penn kentañ hor amzervezh, ar memes istor gant hon div bobl daoust d’ar mor a oa etrezomp. Tro o deus bet hor mignoned a Llandysul da arvestiñ ouzh an trede abadenn, an hini ziwezhañ, dindan un oabl steredennek. Disoñjet krenn glav an devezh kent...

... ar YAOU 27. Digouezhout a reas ar c’harr-boutin e-kichen chapel St Telo, el lec’h ma oa c’hoariet an arvest “Tan-ha-Kurun” ha ma laboure abaoe ar mintin (pelloc’h e gwirionez !) degadoù a dud a youl-vat, tud ar familhoù-degemer al lodenn vrasañ anezho. Levenez d’en em welout ha d’en em vriata ur wech ouzhpenn... e goudor an disglaverioù ! Croeso i Blogoneg !

GWENER 28.

Mintinvezh e Maner Kernaod, e Mellag, a-benn gweladenniñ un diskouezhadeg anvet “1838-2009” : Trivliadoù beaj. Ur Breizhad yaouank e Kembre”. Savet e oa bet an diskouezhadeg-se evit danevelliñ beaj Kervarker (Hersart de la Villemarqué) da Vro Gembre e 1838. Ul lodenn anezhi a oa bet savet da sachañ evezh war an darempredoù a-vremañ etre Breizh ha Kembre. E-touez an darempredoù-mañ e oa graet anv eus an eskemmoù kaset da benn gant ar c’hêrioù gevellet. Kemeret o deus kuzul Gevellañ ha Ti-Kêr Plogoneg perzh e sevenidigezh al lodenn-se dre fiziañ pemp oberenn bet profet gant hor mignoned a Vro Gembre a-hed an ugent vloaz paseet.
- War-lerc’h an diskouezhadeg o deus ar Gembreiz gweladennet ar maner, ar park hag an avalenneg... ha zoken ar c’houdorenn evit kaout lein (ur piknik) e gwasked diouzh... an heol !

JPEG - 327.4 ke
JPEG - 350.3 ke
JPEG - 350.2 ke
JPEG - 414.4 ke
JPEG - 333.9 ke
JPEG - 337.5 ke
JPEG - 409.8 ke
JPEG - 333.5 ke
JPEG - 348.8 ke
JPEG - 354.9 ke
JPEG - 337 ke
JPEG - 371.5 ke
JPEG - 387.5 ke
JPEG - 361.8 ke
JPEG - 397.1 ke
JPEG - 337.3 ke
JPEG - 362.9 ke


Endervezh e Abati St Maoris, e Kloar-Karnoed, war ribloù al Laita. Un abati sistersian eus an XIIvet kantved eo (da nebeutañ ar rivinoù a vez gwelet hiziv an deiz, rak krouet eo bet ar manati kentañ kalz a-raok gant ur manac’h deuet gant hon hendadoù diouzh Breizh-Veur d’an Armorig). Hervez ali an holl eo bet dedennus-tre ar weladenn bet kaset da benn dindan renerezh heñcher ofisiel an Abati. Dre lagad ur c’hamera “isruz” e oa ivez posubl sellout ouzh un tropad logod-dall graet o annez ganto er c’hrignol. www.clohars-carnoet.fr

JPEG - 355.6 ke
JPEG - 424.4 ke
JPEG - 337.2 ke
JPEG - 505.3 ke
JPEG - 350 ke
JPEG - 399.5 ke
JPEG - 420.1 ke
JPEG - 343.5 ke


Al lid ofisiel
- A-boan m’o doa bet ar Gembreiz hag ar familhoù-degemer amzer d’en em wiskañ cheuc’h o tont en-dro diouzh Kloar-Karnoed ma oant gortozet er Sal Sokio-Sevenadurel evit lidañ ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevellañ.
- Kalz a dud a oa dija er sal rak e oa bet daou emvod enni e-pad an endervez : hini ar c’humunioù gevellet gant ar Vro-Gembre - aozet gant Kuzul Rannvro Breizh - hag hini Skol Uhel Ar Vro – Kevrenn ar sportoù etrekeltiek. Evit an holl e oa an okazion d’arvestiñ ouzh an abadenn “Tan-ha-Kurun” war-lerc’h. Goude prezegennoù boas ar brezidanted, William Bevan Jones ha Jean-Yves Kervarec, hini Maer Plogoneg, Christian Keribin, hag hini Bezprezidant Rannvro Breizh e karg eus an darempredoù etrevroadel, Christian Guyonvarc’h, o deus profet ar Gembreiz ur wezenn-avaloù eus Enezenn Enlli (Ynis Enlli e kembraeg, Bardsey Island e saozneg) d’ar Blogoniz.
- Hag ur souezhadenn vras a zo bet war-lerc’h evit Huw Bevan Jones ha Wenna e wreg. Prezidant kentañ ar C’huzul eus tu Llandysul eo bet ha gantañ eo bet roet lañs d’ar Gevellañ. Ha Wenna, abaoe an derou, a zo bet oberiant-tre war bep dachenn a-fed ar Gevellañ... A-benn o zrugarekaat evit o labour e voent medalennet gant ar gumun. Goude ur banne a enor, evet buhan rak berr-tre e oa an amzer, ez eas ar Gembreiz pep gant e familh-degemer betek Lopeo evit koaniañ.

JPEG - 328.2 ke
JPEG - 330.4 ke
JPEG - 334.5 ke
JPEG - 328.8 ke
JPEG - 358.2 ke
JPEG - 329.7 ke
JPEG - 387 ke
JPEG - 346.6 ke


Boued fardet war ar glaou-ruz. E grañj vras Lopeo o deus koaniet ar Gembreiz hag o ostizien... pe, evit lavaret gwiroc’h, ul lodenn anezho p’o doa ranket en em zispartiañ tud meur a familh-degemer : ur bern anezho o doa kroget dija pep gant e gefridi war dachenn an “Tan-ha-Kurun”. Planedenn kriz ha kalet evito rak, evel just, eo bet un abardaevezh plijus kenañ, karadek ha leun a vuhez daoust da skuizhder an devezh. Hag un tammig a-raok hanternoz eo bet souezhet bras ar Gembreiz o klevout dibunadeg an otoioù. An M4, koulz lavaret !... Dav eo resisaat edo Lopeo war hent an distro evit an dud a guitae St Telo war-lerc’h an arvest...

JPEG - 356.1 ke
JPEG - 355.9 ke
JPEG - 308.3 ke
JPEG - 331.1 ke
JPEG - 358.2 ke


SADORN 29.
- Chomet ar Gembreiz pep gant e familh-degemer e-pad ar mintinvezh hag evit lein kreisteiz. Lod anezho a chomas d’ober kousk-mintin, dreist-holl ar vugale, hag int niverus a-walc’h an taol-mañ, skuizh un tamm gant lusk mont-en-dro an derc’hent !
- Endervez : un nebeut prenadennoù amañ hag ahont, evel boas... hag en em gavas an holl asambles ar wech-mañ (Kembreiz, familhoù-degemer, tud a youl-vat oc’h ober war-dro an arvest...) e “kêr ar c’hevredigezhioù hag an artizaned savet a-gostez da dachenn “Tan-ha-Kurun”. Tu a oa da bep hini a gare pleustriñ war ar gouren, war ar boul-tenn (a-drugarez da dud “Klub an Didu”), goulenn digant ar breolimer lemmañ e gontili pe e sizhailhoù, kemenn ur paner d’ar bouteger pe troad ul lampenn d’ar c’hizeller-koad, degas e gozh akordeoñs d’an treser, prenañ ur bizoù koant graet gant kozh-dafar, bamiñ ouzh taolennoù ul livour a Blogoneg, flourañ givri ha tañva fourmaj ar vaesaerez staliet nevez ‘zo e Kerdelan (tost-tre diouzh chapel St Telo) hag, evel just, pennaouiñ keleier ha titouroù e stand ar c’huzulioù gevellañ, an Europ hag ar “Gevredigezh Breizh-Kembre”. Kuzul Plogoneg a ginnige faro e “dee-shirtoù” hollgaer moulet warno skritell an arvest “Ur wech e oa Telo”.
- Mare ar c’hoan a zo bet an okazion evit an holl da gejañ an eil re gant egile : an dud a youl vat, ar c’hoarierien hag an adc’hoarierien, ankeniet un tammik a-raok pignat war al leurenn, an diskouezherien hag an arvesterien degouezhet un tamm en a-raok evit koaniañ war al lec’h a-raok an abadenn...

JPEG - 141.8 ke
JPEG - 70 ke
JPEG - 76.4 ke
JPEG - 57.9 ke
JPEG - 60.3 ke
JPEG - 65.8 ke
JPEG - 65.4 ke
JPEG - 54.7 ke
JPEG - 104.3 ke
JPEG - 40.6 ke
JPEG - 72.9 ke
JPEG - 38.8 ke


An Tan-ha-Kurun !
- Kantreet a skouarn da skouarn en doa ar brud e-pad un nebeut mizioù e Bro-Gembre : Kuzul Plogoneg a oa o prientiñ un arvest “Tan-ha-Kurun” evit ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevellañ. Petra a dalveze kement-mañ ? Perak un arvest e-lec’h Fest-Noz Lopeo a zo ken plijus ? Etre daou soñj e chome hon tri-ugentad a vignoned...
- Arvestet o deus an abadenn bodet holl asamblez dirak al leurenn, bep gant un talgen-selaou rak e oa bet troet pep tra e kembraeg evito. Sevenet eo bet an droidigezh gant Jacqueline Gibson, prezidantez ar “Gevredigezh Breizh-Kembre” hag e gwaz Richard. Un druez ez eus bet un nebeudig a gudennoù teknik..., marteze ne oa ket bet reizhet mat an talm war mekanikoù ‘zo... Ma... Hor seizh gwellañ hon eus graet hag an holl a zo bet fromet gant meurded an abadenn ha gant istor Telo, un haroz a zo stag ouzh an div bobl a hiziv na oant nemet unan d’ar mare-se. An holl a zo bet fromet ivez gant kevrinded an dilhadoù, tommder ar mouezhioù, en o zouez hini Lleuwen Steffan..
- Bez’ez eus tud hag a embann uhel, lod anezho o kanañ, e c’hell ar plant hag ar gwez tridal gant fromoù ha trivliadoù, koulz ha n’eus forzh peseurt boud bev... Ma ‘z emañ ar gwir ganto ez eus unan a zo bet loc’h ruz enni da vezañ war al leurenn d’ar sadorn noz ha da vezañ adc’hoarier en arvest : ar wezenn avaloù a Enezenn Enlli profet d’ar Blogoniz e-pad lid ofisiel an derc’hent...

JPEG - 60.2 ke
JPEG - 56 ke
JPEG - 70 ke
JPEG - 85.8 ke
JPEG - 47 ke
JPEG - 53.1 ke
JPEG - 53.4 ke
JPEG - 57.8 ke
JPEG - 47.6 ke
JPEG - 76.8 ke
JPEG - 38.9 ke


SUL 30 Mintinvezh ha lein kreisteiz gant ar familhoù... Loc’hañ davet Rosko...

Kenavo ‘benn ar bloaz a zeu !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0