Accueil du site > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2013.08. 23-27 : degemer ar Gembreiz

2013.08. 23-27 : degemer ar Gembreiz

Ar wech-mañ ne oent ket ken niverus eget kustum. Met en o zouez e oa ar re a zo boazet d’hor gweladenniñ abaoe derou ar gevellañ etre hon div gumun.

- Dilestret o doa e Rosko d’ar gwener mintin, 23 a viz Eost, ha chomet e oant da straniñ war an heñchoù ha d’ober anaoudegezh gant ar vro (Montroulez, Cairn Barnenez, Landerne, Sant Divy ha Dirinon...

- E Plogoneg int digouezhet da 7eur noz.
- Aozet ganto o-unan implij-amzer devezh ar sadorn 24. En em gavet asambles ganto da 7e noz e Lopeo evit ar pred-krampouezh hag ar Fest-Noz, evel just !

- Devezh ar sul tremenet gant ar familhoù-degemer, hervez intrudu ha kentod pep hini... Diskuizhañ... pourmen dre ar vro...

- D’al lun 26 omp aet, tud Llandysul ha tud Plogoneg, da weladenniñ An Oriant ha Porzh-Loeiz. Feurmet e oa bet ur c’harr-boutin bras gant ar C’huzul Gevellañ evit un tri-ugent bennak a dud.
Setu amañ tenor an devezh :

  • diouzh ar mintin, e Kambr Genwerzh ha Greanterezh An Oriant, eo bet selaouet ur brezegennig diwar-benn an eskemmoù ekonomikel etre Breizh ha Kembre, ha dreist-holl etre An Oriant ha Kerdiz, e dibenn an XIXvet kantved hag e-pad hanterenn gentañ an XXvet, hag an delanvadoù war diorroadur An Oriant.
  • treuzet war-lerc’h morlenn An Oriant da vont da bik-nikañ war Porzh Lokmalo, e Porzh-Loeiz, e Sal ar Gouelioù.
  • war-lerc’h ar pik-nik eo bet gweladennet ar Wikadell ha Mirdi Kompagnunezh an Indez.
  • e Plogoneg omp erruet en-dro da 6e noz evit digeriñ es-ofisiel Park Llandysul. Goude ur banne digor-kalon profet gant an Ti-Kêr eo bet debret Koan er Sal Sokio-Sevenadurel.

- Antronoz vintin eo aet kuit hor mignoned da vont davet Rosko da zistreiñ d’ar gêr...

JPEG - 533.4 ko
JPEG - 308.9 ko
JPEG - 317.1 ko
JPEG - 402.6 ko
JPEG - 285 ko
JPEG - 378.1 ko
JPEG - 330.3 ko
JPEG - 325 ko
JPEG - 233.6 ko
JPEG - 355.4 ko
JPEG - 276.8 ko
JPEG - 306.6 ko
JPEG - 141.7 ko
JPEG - 265.8 ko


JPEG - 375.9 ko
JPEG - 319.3 ko
JPEG - 287.9 ko
JPEG - 153.1 ko
JPEG - 248.6 ko
JPEG - 176.5 ko
JPEG - 294.8 ko
JPEG - 334.3 ko
JPEG - 332.2 ko
JPEG - 346.3 ko
JPEG - 314.3 ko
JPEG - 143.4 ko
JPEG - 211.7 ko
JPEG - 262.6 ko
JPEG - 257.6 ko
JPEG - 294.4 ko
JPEG - 197.4 ko
JPEG - 231.3 ko
JPEG - 233.3 ko
JPEG - 200.2 ko
JPEG - 130.6 ko
JPEG - 281.1 ko
JPEG - 217.8 ko
JPEG - 321.6 ko
JPEG - 259.7 ko
JPEG - 346.1 ko
JPEG - 307.1 ko
JPEG - 313.2 ko
JPEG - 397.4 ko
JPEG - 480.7 ko
JPEG - 388.3 ko
JPEG - 512.5 ko
JPEG - 317 ko
JPEG - 319.2 ko
JPEG - 286.3 ko
JPEG - 171 ko
JPEG - 185.9 ko
JPEG - 113.4 ko
JPEG - 296.6 ko
JPEG - 278.9 ko

Kenavo, d’ar c’heñtan ! Hwyl !

| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0