Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2005.6. 19-22 Bugale Llandysul e Plogoneg

2005.6. 19-22 Bugale Llandysul e Plogoneg

Bugale Llandysul ha Tregroes e Plogoneg :
Ma’z e oa dav dibab daou c’her evit displegañ ar beaj e vefe sur a-walc’h joaius ha heoliet. "Adarre?" emezoc’h... Ya ’vat. Mat e oa an darempredoù etre bugale an div vro ha dibabet en deus an heol bezañ ’barzh ar jeu evit pep beaj war a-seblant. Gwell a-se, plijusoc’h e vez ar beajoù e giz-se. Greomp bizig-krogig evit fin miz Eost...

- Petra a zo bet graet gant ar vandennad bugale-se (22 o tont eus Llandysul ha 2 eus Tregroes hag o 7 ambrouger ’ba Plogoneg e-pad pevar devezh? Respont: Ur bern traoù!

- Goude bezañ bet erruet diwezhat d’an derc’hent ha kousket gwall nebeut ’ta o doa kanet d’ar Sul mintin ’barzh iliz Plogoneg, a-raok ha goude an oferenn, evit brasañ plijadur ar barrezianiz a oa aze.

JPEG - 41.5 ke


- Degemeret e oant bet da c’houde ‘ba Lopeo gant tud kuzul gevellañ Plogoneg o deus graet krampouezh dezho. Gant tommder an heol hag ar piligoù e oa plijus an aezhennig d’ar gamprouzherien. Bet e oant bet e “Odet Loisirs” goude merenn: pont ar marmouzed, frammadur-c’hwezh, beloioù, mil-hent-dall... Pep a blijadur.

JPEG - 35.3 ke
JPEG - 36.6 ke
JPEG - 34.2 ke
JPEG - 40.7 ke
JPEG - 30.5 ke


- Bet e oant bet en-dro e Mahalon neuze, e-lec’h ma oant o chom e-pad ar pevar devezh.

- En em gavet asambles o doa bugale Plogoneg ha re Vro Gembre d’al Lun, re Dregroes gant re Sant-Alc’houen ha re Llandysul gant re ar vourc’h.

JPEG - 29.2 ke
JPEG - 34.1 ke
JPEG - 34.2 ke


- A-bep seurt traoù o deus graet asambles a-hed an devezh: fardañ boued (krampouezh, kouign-avaloù, meskaj-frouezh, “krumbles”)...

JPEG - 19.8 ke


... ha c’hoari (loto, “tek”, redadegoù a bep eil...),

JPEG - 27.5 ke
JPEG - 34.3 ke
JPEG - 45.6 ke


... peadra d’ober anaoudegezh gwelloc’h ha da greñvaat an darempredoù etrezo. Ur gwir plijadur e oa gwelet ar strolladoù o veskañ hag ar vugale o klask komz an eil gant egile.

JPEG - 34.2 ke


- Un devezh war ar maez e oa bet ar Meurzh evit an div skol. Bugale Tregroes a oa bet ‘ba Kemper gant re Sant-Alc’houen o tizoloiñ un tamm eus istor ar gêr. Bugale Llandysul o doa adkavet re skol Sant-Egoneg ‘ba Douarnenez.

- Stank ha fonnus eo bet an traoù graet ganto: gweladenniñ mirdi ar bagoù hag un nebeud bagoù,

JPEG - 38.4 ke
JPEG - 32.1 ke
JPEG - 29.5 ke
JPEG - 33.5 ke


... pik-nik e park dudi ar Plomarc’h,

JPEG - 33 ke


JPEG - 40.9 ke
JPEG - 42.8 ke
JPEG - 43.5 ke


...baleadenn war an aod ha c’hoarioù ha distenn war draezhenn ar Ris. Plijet eo bet ar vugale koulz hag an ambrougerien gant an devezh kaer-se dindan an heol.

JPEG - 29 ke
JPEG - 34.8 ke


- Ha diouzh an noz e oa bet profet ur pred d’an holl gant kerent skolidi Sant-Egoneg ha tud ar c’huzul gevellañ. A-raok e oa bet kinniget un abadennig gant ar vugale ha diouzhtu war-lerc’h e oa bet roet profoù gant skol Sant-Egoneg hag ar c’huzul gevellañ da g/Karol ha Wat a-benn lidañ bloavezh diwezhañ o c’harg renerezh skolioù kentañ derez Tregroes ha Llandysul. Trugarekaet e oant bet ivez evit al labour o deus graet a-benn seveniñ ar beajoù-skol etre an div gêriadenn.

JPEG - 34.5 ke
JPEG - 26.3 ke
JPEG - 29.1 ke
JPEG - 28.7 ke


- An holl tud a oa bet o tebriñ war-lerc’h: digor-kalon, “salades variées”, kig moc’h ha gwastilli c’hwek an eil gwelloc’h eget egile war a-selant... Peadra da cheradiñ! Met pa oa poent mont kuit e oa un tammig trist ar vugale. Ar mare diwezhañ asambles e oa evito ar bloaz-mañ...

- D’ar Merc’her vintin e oa bet ar Gembreiz oc’h ober prennadennoù ‘ba Kemper. Er Gelveneg e oant bet goude merenn evit gweladenniñ kreizenn Haliotika hag ar c’hoc’hu pesked. Displeget e oa bet dezho doareoù disheñvel da besketañ er Gelveneg gant un heñcher, hag ivez diskouezhet meur a vag hag a besk disheñvel... Tro o doa bet da welet ar bagoù o tont en-dro er porzh hag o tiskargañ ar pesked. Displeget e oa bet dezho petra a oa ar c’hoc’hu pesked, da betra e servije ha penaos ez ae en-dro.

JPEG - 44 ke
JPEG - 36.4 ke


- Bet e oant bet en-dro e Kreizenn Mahalon e-lec’h m’o doa paket o malizenn goude bezañ debret ur pred a-feson. Dav e oa dezho bezañ prest da vont kuit an deiz war-lerc’h da c’houlou-deiz.

JPEG - 50.1 ke


- Plijet eo bet ar gembreiz gant ar veaj. Dizoloet o deus ar c’horn-bro hag o deus bet tro da gejañ bep gant e ziskriver eus Plogoneg. Ha bugale Plogoneg a zo bet laouen-tre ivez d’o anavezout. Ha pa vefent eus amañ pe eus a-hont eo bet seven ha plijus-tre an holl skolidi: strivoù o deus graet evit daremprediñ an eil gant egile. Ken gwir hag e oa diaes a-wechoù gouzout piv a oa deus Bro Gembre ha piv a oa deus Plogoneg! O welout bugale Plogoneg o redek war-lerc’h karr-boutin ar Gembreiz a-benn d’o c’himiadiñ c’hoazh e komprener splann n’eo ket bet ar yezh ur gudenn: deuet int a-benn da dremen a-us hag ur vignonezh a wir galon zo bet ganet etrezo!

- Dav e vo gortoz daou vloaz bremañ a-raok n’ez aio bugale skol Plogoneg da Vro Gembre. Marteze o do tro un nebeud anezho da welet en-dro hini pe hini e-pad beajoù an dud “en oad”.

Pob hwyl ! Kenavo !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0