2007.4. 4-11 Beaj ar c’hennarded

Ur sizhunvezh o deus tremenet 12 krenard e Llandysul gant Katell Pennaneac’h ha Maëlle Ar Floc’h.

Ar veaj kontet gant Soazig :

Treuzet hon eus Mor Breizh diouzh an noz evit bezañ e Llandysul goude kreisteiz. Deuet eo un strolladig tud da zegemer ac’hanomp. Un nebeud anezho o deus drebet koan ganeomp. E-pad ar pred ez eus bet tro d’ober anaoudegezh an eil re gant ar re all. Ar merc’hed a oa Celia, Cindy, Claire, Lena, Maeva, Marion ha Soazig hag ar baotred Adrien, Alain, Geoffrey, Sylvain ha Valentin . Ur c’hoari evit dizoleiñ ar geriadenn zo bet kinniget deomp an deiz warlerc’h. Bet omp bet o weladenniñ mirdi ar c’horacle ha c’hoariet hon eus melldroad gant ar re yaouank distro eus ar menezioù. Ur prantad karting farsus kenañ en deus lakaet ac’hanomp da gavout berr an amzer. Evel-just bep a bep eil eo bet graet war-dro an ti hag ar boued. Deuet eo ivez Rhidian Jones, anavezet mat e plogoneg, da welout ac’hanomp gant yaouankiz ar vro, un digarez da ganañ ha da seniñ gitar. En ur zont en dro omp chomet a-sav e mirdi Sant Fragan e-kichen Kerdiz. Tremenet eo buhan ar sizhunezh, re vuhan zoken. Plijout a rafe deomp degemer re yaouank Llandysul bremañ. Trugarez vras da gKatell ha Maëlle.

JPEG - 60.7 ke
JPEG - 50.3 ke
JPEG - 56 ke
JPEG - 39.9 ke
JPEG - 32.7 ke
JPEG - 42.3 ke
JPEG - 43.5 ke
JPEG - 34.1 ke
JPEG - 39.2 ke
JPEG - 39.6 ke
JPEG - 59.8 ke
JPEG - 47.7 ke
JPEG - 36.1 ke
JPEG - 39.4 ke
JPEG - 32.3 ke
JPEG - 42.1 ke
JPEG - 64.4 ke
JPEG - 61.4 ke
JPEG - 35.7 ke
JPEG - 27.6 ke


Pob hwyl ! Kenavo !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0