2015.05. 10-17 Beaj an arzourien

Kentañ beaj arzourien Bro Blogoneg da Llandysul a’r Fro, kontet gant Marie-Paule Morin
- War-lerc’h un nebeut taolioù-esae c’hwitet, hag a-drugarez skoazell divrall ar C’huzul Gevellañ, omp deuet a-benn da strollañ ur bagadig a bemp livour ha daou zen all ouzhpenn. An eil a zo bet hon heñcherez pa oamp o “verdeiñ” e milendall henchoù bihan Bro-Gembre. Hag eben, ouzhpenn dezhi bezañ bet ur jubennourez eus ar c’hentañ, a zo bet hor merourez, kuit deomp d’ober war-dro ar c’hontoù. Trugarez vras dezho ho div evit bezañ graet war-dro ar pourvezañ, evit bezañ ergerzhet ivez an traoù dedennus da weladenniñ e-lec’h ma oamp o livañ, ha graet deomp ur rentañ-kont diouzh an noz da vare koan...
- Loc’het hor boa diouzh Plogoneg d’ar Sul 10 a viz Mae, lestret e Rosko, dilestret e Plymouth hag aet gant hon daou garr-tan davet Llandysul e-lec’h ma oamp gortozet gant ur strolladig izili Kuzul Gevellañ Llandysul. Heñchet omp bet ganto betek Waunifor, ur greizenn-vod dibar war ar maez. Ha setu-ni annezet evit an nozvezh gentañ !
- Bep mintin, daou vignon eus ar vro, livourien anezho peurliesañ, a zeue d’hor c’haout evit hon ambroug davet lec’hioù brav eston, ha pep gwech disheñvel an eil diouzh egile. Enno e kavemp bep ur patrom da livañ. Merenn-bik-nik, prientet a-raok kuitaat an annez, ha debret peurliesañ e-harz ar marc’h-livañ. Diouzh an noz, fest ar meuzioù fardet a bep eil gant pep hini ac’hanomp diwar ar boued prientet ha degaset ganti.
- Lun 11 : Castell Newydd Emlyn : dismantroù ur c’hastell-kreñv meurdezus war un uhelenn o valirañ a-us un dremmvro rouflus.
- Meurzh 12 : Bizitet eo bet Palier arz HUW BEVAN JONES e Caerfyrddin, bet krouet gantañ evit skoazellañ pareañ ar re glañv. Ambrouget omp bet eno gant e wreg Wenna. Oberennoù eus an dibab. Darempredoù dedennus. Palieroù all a zo bet bizitet war-lerc’h, pep hini hervez he c’hoant, ha war-lerc’h omp aet kuit davet Cenarth da zebriñ merenn en ur pub, ha goude bec’h d’al livañ e-pad un nebeut eurvezhioù.
- Merc’her 13 : Talacharn (Laugharne e saozneg) : ur marc’hallac’h bihan, ur c’hastell-kreñv bras ha rivinet war aber ar Stêr Tâf. Livañ dindan un heol splann...
- Yaou 14 : Aberaeron, war beg ar Stêr Aeron, a zo bet ledanaet da grouiñ ur porzhig gronnet gant tiez glas-pers, damruz, melen, ruz-malv... Ur wrez dek derez izeloc’h eget an derc’hent... hag un oabl izel brav meurbet da livañ, etre barradoù glav ha kaouadoù avel. Marzh diouzh an noz : pedet omp da goaniañ e Talardd Arms (pub John hag Anne Jones) gant Kuzul Gevellañ Llandysul ! Tamm boued ebet da fardañ fenoz. Darempredoù plijus, kanaouennoù, dañsoù...
- Gwener 15 : Diouzh ar mintin, skourrañ hon oberennoù en ur palierig-arz e Llandysul, war ribl ar Stêr Teifi. Ur salig ‘zo bet lakaet en hor c’herz. Eurvezhioù diwezhañ kaset o livañ diwar ar patrom e bourc’h Llandysul. E dibenn an endervezh, gwernisañ an diskouezadeg dirak un toullad mat a izili Kuzul Gevellañ Llandysul bodet tro-dro d’o frezidant, ha ni tro-dro d’hon hini... Digoradur war an ton bras gant ur gavotenn sonet gant Claude war e akordeoñs, banne a enor, prezegennoù... Pep tra a faote, keta ?... Diskourrañ an oberennoù, distro da Waunifor, koan diwezhañ (koñfiz-houad bet dalc’het evit ar pred diwezhañ).
- Sadorn 16 : “Blues” o kemer al lein ziwezhañ. Kempenn an ti, kargañ ar c’hirri-tan. Pik-nik, fardet gant tout ar restachoù, dindan ar gwez bras. Loc’hañ. Pep oto a ya gant e hent. An eil a yelo war-eeun davet Plymoouth, egile a raio un ehan e Wells da weladenniñ an Iliz Veur. An holl en em gav en-dro e Plymouth a-raok al lestrañ. Nozvezh sioul war ar vag. Fotoioù diwhezañ e porzh-mor Rosko. Distro e Blogoneg. Pep hini a stag da rod-stur he c’harr-tan... Kenavo, d’ar c’hentañ tro d’an holl a fello dezho dont ganeomp...

JPEG - 178.5 ke
JPEG - 269 ke
JPEG - 280.7 ke
JPEG - 180.1 ke
JPEG - 214.8 ke
JPEG - 235.3 ke
JPEG - 236.3 ke
JPEG - 406.8 ke
JPEG - 336.5 ke
JPEG - 245.8 ke
JPEG - 316.2 ke
JPEG - 420.2 ke
JPEG - 160.2 ke
JPEG - 195.2 ke
JPEG - 241.4 ke
JPEG - 264.9 ke


JPEG - 257.1 ke
JPEG - 362.8 ke
JPEG - 351.8 ke
JPEG - 300 ke
JPEG - 265.7 ke
JPEG - 249.8 ke
JPEG - 314.2 ke
JPEG - 331 ke
JPEG - 257.5 ke
JPEG - 219.3 ke
JPEG - 204.7 ke
JPEG - 209.3 ke
JPEG - 200 ke
JPEG - 222.6 ke
JPEG - 280 ke
JPEG - 291.4 ke
JPEG - 209.4 ke
JPEG - 187.2 ke
JPEG - 219.7 ke
JPEG - 318.2 ke


JPEG - 297.5 ke
JPEG - 210.7 ke
JPEG - 205.4 ke
JPEG - 194.1 ke
JPEG - 218 ke
JPEG - 254.1 ke
JPEG - 276.8 ke
JPEG - 281.3 ke
JPEG - 290.8 ke
JPEG - 312 ke
JPEG - 240.9 ke
JPEG - 313.2 ke
JPEG - 197.2 ke
JPEG - 186.9 ke
JPEG - 193.8 ke
JPEG - 230.7 ke
JPEG - 405.6 ke
JPEG - 367.7 ke
JPEG - 306.1 ke
JPEG - 303.8 ke
BMP - 428.9 ke


- Diskouezet e oa bet an oberennoù bet livet e-pad ar sizhunvezh-se e stern ar Fest aozet gant Plogo Anim e bourc’h Plogoneg d’ar 4 ha d’ar 5 a viz Gouere 2015.

JPEG - 203.4 ke
JPEG - 195.9 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0