Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2005.5. 26-30 C’hoarierien mell-droad e Llangranog

2005.5. 26-30 C’hoarierien mell-droad e Llangranog

Brav kaer e oa an amzer pa oa erruet an 21 Kembread (15 c’hoarier, 5 ambrouger hag ar bleinier) ‘ba Kemper d’ar Gwener 26 a viz Mae. Bet e oant bet da weladenniñ Kemper e-pad an devezh (pe da ziskuizhañ… Dija?) a-raok mont da zebriñ diouzh an noz, er Relais du Nevet ‘ba Plogoneg, gant tud ar c’huzul gevellañ. Goude ur pred a feson e oant bet asambles en davarn « Le Baladin » evit echuiñ an noz.

- War an draezhenn e oant bet d’ar Sadorn mintin. Pas kalonek (pe sot) a-walc’h evit mont da neuial e oant bet o redek memes tra. Bet e oant bet o pourmenn ‘barzh streadoù Douarnenez a-raok dont en-dro da Blogoneg evit ar match kentañ, da 5 eur abardeiz, a-enep c’hoarierien mell-droad « Kizhier-koad » Plogoneg.

JPEG - 63.2 ke
JPEG - 36.4 ke
JPEG - 39.7 ke


- Daoust bezañ un nebeud tud o c’halonekaat anezho ne oa ket aet ar maout gant tud Llangrannog. 2-0 e oa kont ar poeñchoù evit Plogoneg. A-drugarez d’ar c’hont-se e oa aet ar maout gant tud barrek kenañ war ar fobal ( ;-) ) evit konkour “pronostikoù”. Un nebeud banneoù bier war-lerc’h e oa bet kinniget ur pred digor d’an holl gant ar c’huzul gevellañ, er sal sosial-ha-kulturel.

JPEG - 32.9 ke
JPEG - 33.2 ke
JPEG - 31.5 ke
JPEG - 30.9 ke
JPEG - 34.2 ke



Profoù a oa bet roet da bep skipailh...

JPEG - 33.2 ke
JPEG - 28.2 ke

... ha ho pizioù d’an dud diouganet mat ganto disoc’h ar c’hrogad (en o zouez ur c’hoarierien eus skipailh mell-droad Llangrannog… realism pe ziouer a fiziañs ?). Goude ur pred fonnus ar boued koulz hag ar blijadur o doa gallet Delphine ha Johann Baladin servij pintadoù bier all ‘barzh gwerennoù bet prenet a-ratozh-kaer evit en degouezh.

- Goude bezañ bet o weladenniñ Lokorn e oa yac’h-pesk ( ???) ar C’kembreiz evit c’hoari en-dro enep Kizhier-koad Plogoneg.

JPEG - 50.4 ke
JPEG - 27.4 ke
JPEG - 29.8 ke
JPEG - 31.2 ke
JPEG - 25.8 ke
JPEG - 30.5 ke
JPEG - 32.2 ke
JPEG - 27 ke
JPEG - 30.7 ke
JPEG - 26.6 ke
JPEG - 2.6 ke
JPEG - 19.2 ke
JPEG - 23.9 ke
JPEG - 22 ke


JPEG - 23.9 ke

- Ne oant ket deuet a-benn da c’hounit, maleürusamant evito, ha kollet o doa 2-1 daoust bezañ bet tutaet Mickaël Bolou un nebeud munutennoù a-raok ar match evit erlec’hiañ Aled a oa bet gloazet.

Goude bezañ bet er Baladin...

JPEG - 23.3 ke
JPEG - 26.4 ke
JPEG - 23.6 ke
JPEG - 26 ke
JPEG - 22.7 ke
JPEG - 22.8 ke
JPEG - 28 ke


.... e oa bet kinniget ur « barbekiou » e Lopeo gant ar Gizhier-koad evit reiñ boued d’an dud-se naon du ganto. Goude ur pred mat e oa bet embannet resultajoù eil konkour « pronostikoù » hag ivez konkour ar « string » bravañ (Brav Richard !).

- Ar c’harr-boutin bihan en doa kaset ar c’hoarierien da gendalc’h gant an noz er Baladin e-lec’h ma oa bet eskemmet profoù.

JPEG - 41.9 ke
JPEG - 22.9 ke


- Peurechuet e oa bet an nozvezh gant an holl (nemet gant ar paotr gloazet hag ar re e oa skuizhder warno) er voest-noz « ar Veilh ».

JPEG - 22.1 ke
JPEG - 18.7 ke


-Aet e oant kuit d’ar gêr d’al Lun goude merenn goude un nozvezh re verr, unan ouzhpenn, hag un nebeud prennadennoù. Laouen e oant, met erruet skuizh marv…

- Gant kalz a blijadur e oa tremenet ar chomadenn. Ar vignoniezh a zo er gevellañ-mañ a oa aze ivez e-pad an dibenn-sizhun. Ar C’hembreiz a oa plijet tre gant an degemer ha tud Plogoneg a oa laouen degemer tud ken mat o imor ha ken dichistroù.

JPEG - 31.8 ke

- An holl a zo plijet gant an dibenn-sizhun war a-seblant. Met c’hoarierien mell-droad Plogoneg ne oant ket bet gwellet kalz estreget war an dachenn-fobal, siwazh ! Ar C’hembreiz a c’hortoz anezho e Llangrannog e 2006 laouen memes tra.

Ar re o doa lakaet ar vell da vont e-barzh ar buk :

D’ar Sadorn : Nicolas Bozec et Pricilien Faveaux

D’ar Sul : Florian Coustan evit Plogonec ha Chris Pulman (pe Gari Pwyll hervez an dud ;-) ) evit Llangrannog.

Un nebeud trugarekadennoù :

  • Da dud stalioù Plogoneg ha Kemper a zo bet brokus : Gant ar profoù roet ganto eo bet posupl aozañ ur c’honkour « pronostikoù » evit pep match.
  • Da z/Delphine ha Johann Baladin evit an degemer a wir galon graet ganto d’ar C’hembreiz hag ivez evit bezañ o ambrouget betek goulou-deiz, war henchoù breskenn an noz.
  • Da Annik ha Jean-Pierre Bolou evit bezañ oambrouger da weladenniñ ar c’horn-bro e-pad an devezh
  • D’an holl tud hag a zo deuet da galonekaat ar c’hoarierien, da sikour evit ar predoù, hag a zo deuet … ha tra ken.
JPEG - 27.8 ke
JPEG - 29.3 ke
JPEG - 34.2 ke


Komzoù an eil hag egile : :

Johann, paotr e c’hwitell evit an eil match :

JPEG - 31.7 ke

Spered mat a oa gant ar c’hoarierien. Amiapl eo chomet ar match daoust m’eo bet kaletoc’h un tamm c’hoari ar Gembreiz. Spontet vezent bet a-wechoù pa vezen o c’hwitellañ peogwir n’eo ket ken strik ar reolennoù c’hoari du-se.

Ian ap-Dewi, kadoriad kleub mell-droad Llangrannog :

JPEG - 30.5 ke

Plijus kenañ eo bet ar veaj evit an holl daoust deomp chom hep bezañ gounezet match ebet. Dleet o dije ar Gembreiz bezañ lakaet aliesoc’h ar vell ‘barzh ar buk, met skuizh-marv e oant ! An degemer a oa fiskal. An akiperezh evit ar sportoù a zo mat kenañ ‘ba Plogoneg ! Plijout a rafe deomp degemer strollad mell-droad Plogoneg er bloaz a zeu. Ar wech-se e vo hor c’hoarierien gwellañ ganeomp. N’int ket deuet a-benn da zont da Blogoneg er bloaz-mañ. :-)

C’hoarierien mell-droad Plogoneg :

JPEG - 29.2 ke

Chichant tre e oa. Mat e vefe ober traoù e-giz-se aliesoc’h. Laouen omp da vezañ c’hoariet ha prest omp da vont du-se. Gwelloc’h e oamp sur a-walc’h war an kaderezh, met kreñvoc’h ar startijenn gant ar Gembreiz. Evit an eil match e oa un hanter eus skipailh Plogoneg n’en doa ket c’hoariet d’ar Sadorn.

C’hoarierien mell-droad Llangrannog :

JPEG - 33.9 ke

Laouen kenañ omp. Plijadur e-leizh hon eus bet met skuizh-marv omp bremañ ! Marteze ez eus bet re a vanneoù bier…;-). An akiperezh evit ar sportoù a zo kalz gwelloc’h ‘ba Plogoneg ! Disheñvel eo c’hoari amañ, n’omp ket boazet da vezañ gant un treedeg ken strikt. Met mat e oa pep tra. Prest omp da zont en-dro. N’eo ket bet kalz a eskemmoù etre an daou skipailh, siwazh ! An degemer a oa fiskal, koulz hag ar boued, ar bier hag ar gwin ! Deuet omp amañ e vakañsoù, etre mignoned.

Un evezhiadenn ouzhpenn gant Aled, ar paotr gloazet :

Servijoù ar prederiañ zo efedus-tre e Bro C’hall !

Bleinier ar c’harr-boutin bihan :

Paotred vat int, sioul a-walc’h int er c’harr-boutin. Gwelet e vez diouzhtu int mignoned. Amiapl int.

Tud ar c’huzul gevellañ :

Plijadur a zo bet e-pad an dibenn-sizhun a-bezh. Pep tra a zo bet tremenet mat. Siwazh, n’eo kt bet gwelet nemet ar re a zo e karg eus kleub mell-droad Plogoneg e-pad an abadennoù-noz, ha ket ar c’hoarierien. Met prest omp d’aozañ ur « veaj-distro » e 2006 memes tra.

Tud e karg eus Kizhier-koad Plogoneg :

Tremenet mat ar gejadeg. War ar memes live e oa an daou strollad. Div wech eo aet ar maout gant Plogoneg, met kenkoulz e vefe aet gant Llangrannog. Dipitus eo un tammig pas bezañ gwelet c’hoarierien Plogoneg e-pad an abadennoù noz. Prest int memes tra da vont du-se ha ni ivez. Ne chom nemet da zibab un deiziad.

Neuze, paotred ! Skuizh marv e oac’h war a-seblant. Kerzhit da ziskuizañ bremañ ha ken ar wech all, e Llangrannog e 2006 !

Pob hwyl ! Kenavo !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0