Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Eskemmoù abaoe 2005 > 2011.10 20-26 Beaj ar re yaouank da Llandysul

2011.10 20-26 Beaj ar re yaouank da Llandysul

Entanet !

Aozet e oa bet gant ar C’huzul Gevellañ ur veaj da Llandysul evit ar re yaouank etre an 20 hag ar 26 a viz Here 2011. 14 krennard o deus kemeret perzh enni, 8 plac’h ha 6 paotr anezho. Gaïdig Le Roux ha Catherine Allain o deus graet war o zro, hep disoñjal Bruno, levier ar c’harr-boutin a ouie ober e lod e mont en-dro buhez ar pemdez... Soñjit ‘ta : eñ ha Laelia a oa ar re nemeto a ouie c’hwezhañ prop hag efedus an tan e fornigell ar ched !

Deuet eo brav pep tra, hag eus ar re wellañ eo bet an darempredoù etre ar berzhidi. Degemeret war an ton bras ha hegarat tre int bet gant hor mignoned a Vro Gembre :
- Wendy he deus o heñchet betek Long Barn (an annez-boutin feurmet gant ar C’huzul Gevellañ) hag ivez o ambrouget da vont da Llangranog ;
- Wenna a zo bet aozet ganti gweladenniñ al labouradeg a fard ar gwastilli “Waffles” hag an embregerezh “Telynau Teifi” a ra telennoù ;
- Ann ha John o deus degemeret tout ar skipailh en o “pub” e-lec’h m’o deus gallet an holl tañva – ha priziañ – un nebeud meuzioù a Vro Gembre. Ur c’haer a frapad o deus bevet eno, asambles gant un nebeud izili eus Kuzul Gevellañ Llandysul hag ur strollad kouerien yaouank a blijfe dezho treuziñ mor da zont d’ober anaoudegezh gant Breizh. A-benn o zrugarekaat int bet pedet holl gant ar Vretoned, d’ar merc’her noz, derc’hent al loc’hañ, da vlasaat krampouz ha fourmaj kig “Henaff”.

Liesseurt e oa an oberiadennoù :
- bale e Aberteifi ha war “Poppies Beach” d’ar sul enderv,
- kanoë d’al lun mintin, ha pourmenadenn betek Meilh Drefach,
- krimpañ, koulz ar reier hag ar gwez,
- c’hoari “mell-droad-diabarzh” e Llangranog, e-lec’h int bet pedet da zebriñ en ur “self”. Lod ‘zo zoken o deus graet war-dro deñved an atant int bet annezet ennañ (hini Long Barn). Dalc’het ‘vo soñj gant an holl eus ar bommoù plijadur o deus bet eno :
- taolioù-arnod keginañ (ha lod brasañ anezho a zo bet kaset d’ur penn enorabl-tre !),
- krogadoù bilhard,
- abadennoù c’hoari a-stroll, an “Den-Bleiz” an hini brudetañ anezho,
- c’hoari-mim,
- c’hoarzhadegoù... Bet ‘zo bet zoken un abadenn “kas-war-lec’h-an-teñzor”, d’ober evit ur valeadenn a oa bet nulet...

Hent an distro a zo bet ivez leun a oberiadennoù ha darvoudoù a-bep seurt :
- gweladenniñ Mirdi milvrudet St Fragan e Kerdiz,
- abadenn-noz e Annez ar Yaouankiz en Exeter,
- ha, war ar “ferry”, “shopping”, dorlo-daouarn, c’hoari “klask-roudoù”, ha zoken dañsoù... Eñvorennoù kaer ‘ta, ha netra ken ! Ha ken brav an darempredoù skoulmet etre ar grennarded hag o deus dalc’het d’en em welout :
- en abadenn “Distro ar Fest-Noz” aozet gant ar C’huzul Gevellañ,
- dirak tud yaouank all bodet gant an ULAMIR evit kinnig dezho un diaporama savet diwar-benn ar veaj,
- ha n’eus ket pell ‘zo c’hoazh e Sal Penn ar Vern.

D’ar c’hentañ tro !

(Skrivet hervez testenn Catherine fr)

JPEG - 141.7 ke
JPEG - 99.6 ke
JPEG - 189.5 ke
JPEG - 128 ke
JPEG - 106.4 ke
JPEG - 133.1 ke
JPEG - 126.3 ke
JPEG - 122.7 ke
JPEG - 74.4 ke
JPEG - 89.4 ke
JPEG - 77.9 ke
JPEG - 82.6 ke
JPEG - 66.1 ke
JPEG - 90.4 ke
JPEG - 95.2 ke
JPEG - 97.2 ke
JPEG - 181.6 ke
JPEG - 82.1 ke
JPEG - 115.8 ke
JPEG - 105.2 ke
JPEG - 92.3 ke
JPEG - 194.2 ke
JPEG - 66.3 ke
JPEG - 69.1 ke
JPEG - 167.7 ke
JPEG - 79.4 ke
JPEG - 65.5 ke
JPEG - 107.1 ke
JPEG - 93.5 ke
JPEG - 71.4 ke
JPEG - 72.6 ke
JPEG - 150.4 ke
JPEG - 172.8 ke
JPEG - 85.5 ke
JPEG - 124.6 ke
JPEG - 63.3 ke
JPEG - 112.6 ke
JPEG - 92.5 ke
JPEG - 103 ke
JPEG - 148.3 ke
JPEG - 109.5 ke
JPEG - 136.9 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0