2015.08. 22-25 Degemer ar Gembreiz

Degemer ar Gembreiz ha Gouel an Ognon e Rosko, asambles ganto.
- Pell ‘zo dija e komze deomp hor mignoned a Vro Gembre eus ar Joniged, al Leoniz-se a dreuze Mor Breizh da vont da Vreizh Veur da werzhañ, a di da di, o zrevad ognon (pe drevad kouerien all).
- Gant ar Gembreiz eo omp bet kelaouet e oa, e Rosko, « Ti ar Joniged », ur mirdi bihan gouestlet d’ar gounit ognon ha d’ar Joniged.
- Ha den ebet anezho, na den ebet ac’hanomp, ne ouie, pa ’z eo bet kinniget ganto dont da weladenniñ ac’hanomp etre an 22 hag ar 25 a viz Eost, e klote dreist devezh o dilestrañ e Rosko gant devezh kentañ Gouel an Ognon... e Rosko ivez, war kaeoù ar porzh kozh.
- N’omp ket chomet da dortañ ha graet hor soñj ganeomp da vont da Rosko da ziambroug hor mignoned a Vro Gembre ha tremen ganto an devezh a-bezh e Bro ar Joniged. Setu : fredet ur c’harr-boutin ganeomp, ha n’eus ket bet evit pell evit e leuniañ !
- Peurrest an aozañ a zo bet... un tammik (!) luzietoc’h... dre faot Ti-Kêr Rosko (pennaozour ar Gouel) a zo chomet e-pad mizioù (3 miz evit bezañ resis) hep reiñ tamm respont ebet d’hor goulennoù war munudoù pleustrek : plasoù war ar park-lec’h sko ouzh lec’h ar Gouel evit ar c’hirri-boutin (hini ar Gembreiz hag hini ar Blogoniz), pe da nebeutañ an tostañ posubl, program an devezh, digeriñ evidomp Ti ar Joniged un eurvezh a-raok an eur ofisiel... Respont ebet, ha n’eo ket peogwir omp chomet da sorc’henniñ pe da hunvreal... Meur a wech eo bet lakaet ganeomp ar poentoù-mañ war stern Ti-Kêr Rosko, dre bellgomz pe dre skrid.
- Ma ! Daoust da se omp deuet a-benn d’aozañ propik mont en-dro an devezh ha plijadur zo bet gant an holl. Hag ouzhpenn da se eo bet brav an amzer !
- Dilestret o deus ar Gembreiz da 7e mintin ha debret o lein en “Accostage”, kafedi Porzh ar Bloskon. Trugarez vras d’an dalc’herien o deus digoret ez-ispisial ur sal evito. Evel-se o deus gallet ar Gembreiz kemer amzer da zijuniñ sioulik hag ober anaoudegezh gant program an devezh hag an devezhioù war-lerc’h a zo bet displeget dezho gant an daou “ziaraoger” eus Plogoneg aet betek ar Gar-Mor d’o degemer ha reiñ dezho, evel boas, paperioù kelaouiñ ha titouriñ diwar-benn ar vro ha darvoudoù an dibenn-sizhun.
- War-lerc’h an dijuni, penn d’ar Porzh Kozh, gant ar c’harr-boutin. Hini Plogoneg a zo degouezhet eno d’an eur rakgwelet : 9e30. Fou ! Kuit da chom a-sav pell diouzh lec’h ar Gouel ha da gemer ar c’hirri-bulzuniñ ! Ar re en em anavez en em adkav... hag ar re nevez en em ginnig...
- War an diwezhat (2 zevezh a-raok !) e oa bet lakaet ur sal en hor c’herz gant Ti-Kêr Rosko, ar pezh en deus aesaet un tamm an aozañ ha servijet dreist-holl evit sanailhañ an traou prenet e-pad an devezh (ognon evel just, met ivez bier...).
- Tremenet eo bet ar mintinvezh war lec’hienn ar Gouel, kejet eo bet gant tud e karg eus an A.O.G. (Anvadur Orin Gwarezet), tanvaet boued hag evaj fardet gant ognon, sellet ouzh an doare da blezhañ an ognon...
- Da greisteiz e pign an holl dud ‘barzh ar c’hirri-boutin da vont davet Kastell-Paol da zebriñ merenn e Kerisnel.
- War-lerc’h, div eurvezh c’hoazh war lerc’hienn ar Gouel e Rosko.
- Da 4e30 endervezh e pign an holl ‘barzh ar c’hirri-boutin, bep gant e sammad ognon pe chalotez (plezhennadoù pe sac’hadoù), pe c’hoazh bier-ognon.
- Nozvezh “’bar’r gêr” evit an holl, ostizien hag ostizidi.
- Sulvezh gant ar familhoù degemer.
- Diouzh al lun mintin eo bet bizitet strilherezh ar Menhir e Ploveilh. Gouiet en deus Gi Le Lay sachañ evezh ha dudi an holl gant e zisplegadennoù leun a vuhez hag a fent (an droidigezh a zo bet graet a-daol-dak gant Brigitte Martin). Tanvaet eo bet ar whisky, evel just, met gant moder evel just ivez ! Ha lod eus ar berzhidi o deus prenet ! E-keit-se e oa un dornad a dud yaouank (Bretoned ha Kembreiz) o teskiñ c’hoari golf e Kerbernez, ket pell alese.
- Pik-nik kreisteiz e Ti ar Vro Kemper e-lec’h omp bet degemeret e kembraeg, mar plij !, (ha war-lerc’h e brezhoneg hag e galleg ivez) gant Gweltaz Ar Fur, Prezidant Kevredigezh merañ Ti ar Vro.
- Da 2e30 endervezh e oa un emgav gant Claude Fily, a zo orin a Blogoneg, hag a zo ezel eus ar SPREV (ur gevredigezh a ra war-dro ar glad relijiel). Gantañ eo bet renet bizit an Iliz Veur. Un tanva saourus eus bravañ Iliz Veur Breizh, kinniget gant un heñcher entanet... hag entanus.
- War-lerc’h eo bet redet un tammig ar stalioù gant lod... a-raok en em gavout an holl asambles (Kembreiz, ostizien, izili ar C’huzul Gevellañ ha tud all c’hoant ganto kejañ gant ar Gembreiz evit abeg-mañ-abeg - Raktresoù a bep seurt a zo bet ijinet an nozvezh-se !) e Lopeo evit ur “barbecue dichistroù”. Ar blijadur hon eus bet ivez da welout tud eus Llandysul a’r Fro na oant ket deuet gant ar re all met a oa dija er vro o vakañsiñ abaoe un nebeud devezhioù... Sonerezh, kanaouennoù... Plijadur ‘zo bet ! E penn kentañ an nozvezh hon eus enoret ivez Mair, hini goshañ strollad ar Gembreiz, hag a zo deuet da Blogoneg bep wech nemet unan. Ur profig a zo bet roet dezhi gant Pol, hini yaouankañ hor skipailh...
- Emgav antronoz vintin da 11e war ar park-lec’h, a-dreñv d’ar Sal Sosiosevenadurel, evit ar c’himiadiñ. Glav war ar vro ha dour en daoulagadoù. Ar c’himiadiñ-se a verke dibenn un dra... dibenn an “eskemmoù familh” dre ziouer a nerzhioù nevez en eil Guzul koulz hag en egile...
- Met derc’hel da vont a raio ar Gevellañ, gant obererezhioù nevez ha kejadegoù diazezet war raktresoù all.

JPEG - 337.6 ke
JPEG - 362.1 ke
JPEG - 332.2 ke
JPEG - 366.7 ke


JPEG - 339.6 ke
JPEG - 315.9 ke
JPEG - 413.6 ke
JPEG - 338 ke


JPEG - 375.9 ke
JPEG - 328.4 ke
JPEG - 318.2 ke
JPEG - 402.4 ke


JPEG - 376.3 ke
JPEG - 328.1 ke
JPEG - 387.2 ke
JPEG - 347 ke


JPEG - 303.8 ke
JPEG - 355.3 ke
JPEG - 341 ke
JPEG - 347.6 ke


JPEG - 325.4 ke
JPEG - 369.1 ke
JPEG - 385.2 ke
JPEG - 360.8 ke


JPEG - 364.8 ke
JPEG - 320 ke
JPEG - 381.9 ke
JPEG - 375.9 ke


JPEG - 320.1 ke
JPEG - 298.5 ke
JPEG - 360.5 ke
JPEG - 373 ke


JPEG - 343.1 ke
JPEG - 359.8 ke
JPEG - 345.8 ke
JPEG - 366.2 ke


JPEG - 310.2 ke
JPEG - 327.1 ke
JPEG - 342.6 ke
JPEG - 308 ke


JPEG - 337.1 ke
JPEG - 314.3 ke
JPEG - 311.7 ke
JPEG - 408.4 ke


JPEG - 299.7 ke
JPEG - 335.6 ke
JPEG - 354.5 ke
JPEG - 322.1 ke


JPEG - 322.4 ke
JPEG - 310.7 ke
JPEG - 333.3 ke
JPEG - 316.1 ke


JPEG - 323.4 ke
JPEG - 332.3 ke
JPEG - 348.7 ke
JPEG - 313.7 ke


JPEG - 327.9 ke
JPEG - 329.7 ke
JPEG - 338 ke
JPEG - 307.6 ke


JPEG - 355.7 ke
JPEG - 322.8 ke
JPEG - 340.6 ke
JPEG - 406.3 ke


JPEG - 283.8 ke
JPEG - 351.4 ke
JPEG - 282.6 ke
JPEG - 335.2 ke


HWYL ! KENAVO !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0