Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > 10-17 a viz Ebrel 2022 : beaj yaouankizoù Plogoneg da Llandysul.

10-17 a viz Ebrel 2022 : beaj yaouankizoù Plogoneg da Llandysul.

un ugent bennak anezho a chom prest da vont !

Kenaozet e vo ar veaj-mañ gant Kevrenn Yaouankiz an U.L.A.Mi.R ha Kuzul Gevellañ Plogoneg/Llandysul, asambles gant Ieuenctid Tysul Youth, a zo ur gevredigezh a ginnig obererezhioù da re yaouank Llandysul a ’r Fro. Herbec’hiet ’vo ar Vretoned e Long Barn.

O kenskrivañ an eil gant egile emañ krennarded Plogoneg ha Llandysul abaoe an distro-skol, e-mail hag a bep seurt doare all a vez kavet bremañ (facebook, instagram...) evit sevel program ar chomadenn.

Hag amañ e vez kaset da benn obererezhioù a bep seurt evit arc’hantaouiñ ar veaj :

- d’an 8 a viz Mezheven, e-doug abadenn-ginnig arvest nevez Korriganed ar Meilhoù Glas, eo bet dalc’het ar bar gant tud ar C’huzul Gevellañ hag ar re yaouank.
- d’ar 7 a viz Eost, e-doug an devezh "Priñsed eo ar vugale e miz Eost", eo bet kinniget d’an dud ur "banerad da bouezañ", ha dalc’het un "dinell" "Kafe & Gwastilli".
- ur Fest-Noz a zo bet graet d’an 28 a viz Gwengolo m’eo bet gounezet ouzhpenn 600€ a-drugarez d’ar ganerien ha sonerien a oa deut a-youl vat.
- ar re yaouank o deus roet un taol sikour evit servijañ ar c’hrampouezh e-doug an nozvezh aozet gant Kuzul Gevellañ Pluguën d’ar 5 a viz Here. Trugarez evit ar chekenn a 120€ a zo bet roet.
- d’ar 24 a viz Du e vo aozet ur "Foar al Laou" e Sal Sokiosevenadurel ar vourc’h. Titouroù : 06 80 01 38 94.

Ha traoù all ’zo war ar stern :
- gwerzhet e vo chokolad da vare Gouelioù dibenn ar bloaz...
- ur c’hoari-sac’h (tombola) a vo aozet ivez e penn kentañ ar bloaz ’zo ’tont.

Ar Fest-Noz

JPEG - 183.2 ke
JPEG - 88.5 ke
JPEG - 201.1 ke
JPEG - 381.7 ke
PNG - 371 ke

Pred krampouezh Kuzul gevellañ Plugüen

Devezh "Priñsed eo ar vugale e miz Eost

Un emvod prientiñ ar veaj gant an Ulamir, ar c’huzul gevellañ ha lod eus ar grennarded

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0