Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Gouel Divi/Gwyl Dewi 2018 : berzh bras evit an eil taol.

Gouel Divi/Gwyl Dewi 2018 : berzh bras evit an eil taol.

Ur brezegenn war an divyezhegezh, un "abadenn-enklask", ur pred "kig ha fars", ur Fest-Deiz gant dañsoù Breizh ha Bro-Gembre : sed amañ petra oa program eil Gouel Vroadel Bro-Gembre aozet gant Kuzulioù Gevellañ Kerne Izel ha Ti ar Vro Kemper. Tud e-leizh, plijadur hag imor vat, tud a-youl vat niverus hag efedus, hag ur c’henurzhiañ direbech etre ar c’huzulioù…. Petra lâr, ma n’eo ket : "DREIST" !

- Sadorn, 2e30 g.m., e Plogoneg : prezegenn Cefin CAMPBELL, dilennad e Kuzul Konte Caerfyrddyn, ezel ar Burev Erounit, e karg eus ar C’humunioù hag an Aferioù Maeziat. Digoret eo bet ar brezegenn gant Lena LOUARN, Besprezidantez Kuzul Rannvro Breizh, e karg eus yezhoù Breizh. Dirak ur c’hant bennak a selaouerien en deus Cefin CAMPBELL displeget ar raktres nevez divizet gant Gouarnamant Bro-Gembre evit tizhout, da vare 2050, ur milion a Gembraegerien.

JPEG - 297.2 ke
JPEG - 206.3 ke
JPEG - 258.2 ke
JPEG - 319.3 ke


JPEG - 78.2 ke
JPEG - 66.9 ke
JPEG - 266.3 ke
JPEG - 233.8 ke


Mersi bras da Gefin ha Mari CAMPBELL da vezañ deuet betek Plogoneg daoust d’an amzer fall spontus a rae e Bro-Gembre ha Su Bro-Saoz : barradoù erc’h stank, riell ha stankoù amañ hag ahont war ar gourhent… Diolch yn fawr!

JPEG - 372.1 ke

Sinañ Karta "Ya d’ar brezhoneg" (live 1) a oa bet divizet a-unvouezh gant Kuzul Ti-Kêr Plogoneg e miz Kerzu tremenet (2017). Gant ma oa bet rakwelet e teufe Lena LOUARN da Blogoneg evit kejañ gant Cefin CAMPBELL, eo bet divizet gant an Ti-Kêr sinañ ar Garta d’an 3 a viz Meurzh, war-lerc’h ar brezegenn.

- Sadorn, 8e noz, e Pluguën : abadenn-enklask "Ur bleiz e-mesk e zeñved". Un hanter-kant bennak a zanvez-poliser o deus furchet evit gouzout gant piv e oa bet drouklazhet ur mesaer, e gi ha meur a zañvad da zeiz foar vras al labour-douar e Llanymddyfri. Eürusamant eo bet kavet an torfedour… Skipailhoù, 5 den e pep hini anezho, o deus aterset ar re a oa an diskred warno evit dont a-benn da zirouestlañ un itrik bet ijinet gant "Immersive Game".

JPEG - 106.3 ke
JPEG - 186.3 ke
JPEG - 106.2 ke
JPEG - 152.4 ke


JPEG - 101.4 ke
JPEG - 116.4 ke
JPEG - 109.4 ke
JPEG - 166.9 ke


- Sul, kreisteiz, e Plogoneg, ur c’hig ha fars saourus ha fonnus evit 230 kouviad !

JPEG - 254.3 ke
JPEG - 267 ke
JPEG - 320.6 ke
JPEG - 236.3 ke


JPEG - 278.8 ke
JPEG - 333.8 ke
JPEG - 252.2 ke
JPEG - 308.1 ke


- Ha da heul, evit kas ar boued d’an traoñ, dañsoù a Vro-Gembre gant Twm Twp, hag a Vreizh gant Jakez GUILLOU hag Alain WECKENMANN.

JPEG - 70.9 ke
JPEG - 73.8 ke
JPEG - 323.3 ke
JPEG - 260.2 ke


JPEG - 71.8 ke
JPEG - 284.5 ke
JPEG - 77.2 ke
JPEG - 74.6 ke


JPEG - 63.7 ke
JPEG - 79.3 ke
JPEG - 186.2 ke
JPEG - 71.5 ke


JPEG - 331.9 ke
JPEG - 62 ke
JPEG - 63.5 ke
JPEG - 61.1 ke


PNG - 315.1 ke
JPEG - 323.2 ke
JPEG - 311 ke
JPEG - 76.6 ke


JPEG - 288.7 ke
JPEG - 358.9 ke
JPEG - 228.3 ke
JPEG - 275.3 ke
JPEG - 242.8 ke
JPEG - 350 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0