2022-2023
Abadenn an 3 a viz Meurzh gant Jean Gouerec
Ouzhpenn 20 a dud a zo deuet da gendivizout gant Jean Gouerec, a oa bet pedet evit kinnig istor ar produiñ laezh hag e savioù dibaoe prantad an « Tregont Vloaz Glorius » betek an amzer a hiziv.
Ar blijadur da selaou ha komz brezhoneg a oa pennabeg ul lodenn anezho. Ouzhpenn ar re-mañ e oa deuet ivez tud sachet o evezh gant an danvez pleustret warnañ : tud war ar vicher hiziv an deiz pe tud bet gwechall labourerien-douar hag obererien kresk sebezus ha dibar ar filierenn-mañ, hag a sell dizall hiziv an emdroadurioù diwezhañ.
Peurechuet en deus Jean Gouerec e gomz gant ur sell a-dostoc’h war ar produiñ laezh bio, a zo bet ur glaoustre frouezhus betek n’eus ket pell ’zo, hag a zo bremañ war e ziskar, ha diskoulm ebet evit cheñch penn d’ar vazh.
Abadenn an 13 a viz Genver gant Thomas Moysan
Dav eo bet choukañ un tamm rak ar sal ma vezemp boas d’en em vodañ enni e oa bet divizet, d’an diwezhadoù tout (d.l.e. diouzh ar mintin krak), implijout anezhi evit un obererezh all !
En em dennet hon eus ’ta er sal vihan e-kichen hag, o verniañ an taolioù hag a bep seurt traoù all an eil re war ar re all, eo deuet a-benn ur pemzek bennak a dud da gavout ur plasig tro-dro d’an den e karg eus ar brezhoneg e tolpad kêrioù Kemper Breizh Izel : Thomas Moysan.
Displeget en deus, dirak tud mennet-tre gant dazont ar brezhoneg, petra oa e dachennoù-labour pennañ :
• plas ar brezhoneg war an holl skorioù kehentiñ ha panellerezh produet gant kêrioù an tolpad,
• al lec’hanvadurezh hag ar mod da skridaozañ ar chomlec’hioù,
• lakaat-da-vont en-dro karta "Ya d’ar brezhoneg",
• hag obererezhioù a seurt gant hon abadennoù « Kontañ kaoz » : emgavioù kinniget d’ar vrezhonegerien anvet gantañ « Flapomp ».
Un den e oa pouezus kejañ gantañ evit an dud prederiet gant dazont ar brezhoneg.
Abadenn an 18 a viz Du gant Arno Elegoët
Embann "Ar Marc’h Dall (hag a-raok "Kan ar Bed") : un hanez-veur !
An holl, pe dost, a oar petra eo un hanez-veur, evel-just.
Un heuliad a zarvoudoù dreist eo, o tennañ d’an Istor pe d’ur vojenn, ha warno liv ar gadarnded hag ar marvailh...
War-lerc’h bezañ bet o selaou Arno Elegoët o kontañ istor embann "Kan ar bed" hag "Ar Marc’h Dall" e santer o sevel ennor ar santad da vezañ bet o klevout danevell un hanez-veur.
Leun a skoilhoù eo istor krouidigezh an div bladenn-levr-mañ, skoilhoù a-wechoù dic’hortoz ha digomprenus, met ivez leun a souezhadennoù hag a gejadennoù puilh ar from hag ar bam o tiverañ diouto. Foetañ broioù a zo bet graet un tamm ivez gant ar produer hag ar c’henwerc’her pa ’z int bet betek Sofia (Bulgaria) evit enrollañ Orkestra Simfonek Bro Vulgaria, pe c’hoazh betek Enezenn Gorsika evit enrollañ ar c’hor paotred pe unkanerien ’zo...
Pegoulz ’ta e vo savet ur werzenn evit kanañ troioù-kaer ar skipailh en-deus graet war-dro fardañ seurt oberennoù ?
https://bannouheol.com/fr
Abadenn ar 7 a viz Here gant Jean-Paul Kerdranvad
Meilher eo chomet spered hag ene Jean Paul Kerdranvat, daoust dezhañ bezañ aet war e leve un toullad bloavezhioù ’zo dija.
Met, d’ar 7 a viz Here, e Oaled ar Gumun, diskouezet en deus d’an ugent bennak a dud deuet da gejañ gantañ e ouie ivez bezañ ur c’honter a-feson hag eus ar re voemusañ, ken bras e oa ar birvilh a oa gant e gomzoù hag e vigoudenneg gwriziennet don pa zegase ar gaoz war e veilh hag e vicher.
Lakaet en deus e selaouerien da veajiñ a-dreuz istor ar meilhoù e breizh, koñvers en eier hag ar modoù d’o malañ evit boueta an dud pe al loened…
Peadra a oa da zeskiñ kalz… ha da zerc’hel soñj.
2021
Abadenn ar 14 a viz Du gant Herve LOSSEC
Un gejadenn eus ar re blijusañ eo bet evit an 50 den bodet (un tammig stank, digarezit !) tro dro da Herve e Oaled ar gumun. Evit boueta ar gomz ne oa ket posubl e chomfe berr an awen d’an den-se, brezhoneger a-vihanik, bet ganet e Lesneven just war-lerc’h an Eil Brezel Bed ha pleustret gantañ div pe deir micher a-hed e vuhez micherel. Setu eo bet merdeet etre :
E labour-treiñ.
A bep seurt oberennoù e galleg a vez troet gantañ e brezhoneg :
— - bandennoù treset, evel avanturioù Jack Palmer, ar poliser amparfal, muioc’h eget un tammik berr e breder... ha na gompren ket kalz a dra en aferioù a vez fiziet dezhañ !
(Jack Palmer zo un dudenn krouet gant kreionoù Rene PETILLON, paotr Lesneven eñ ivez, bet ganet ivez e dibenn an Eil Brezel Bed !). "Palmer en Bretagne" a zo deuet da vezañ "Palmer e Breizh", anat deoc’h !
Ha "Temps de cochon en Bretagne", bet savet gant NONO ha Paul BUREL a zo deuet da vezañ "Amzer lous-pemoc’h e Breizh" !
— - romantoù bet skrivet e galleg a zo bet troet gantañ ivez, en o zouez reoù Anne GUILLOU : "Noce maudite" zo deuet da vezañ "Ar friko milliget" ha "Dommage de guerre" a zo deuet da vezañ "Koll-digoll brezel"...
— - levrioù "evit ar yaouankiz" bet skrivet gant Herve JAOUEN en deus troet e brezhoneg ivez, evel "Quelle vie de chien !" a zo deuet da vezañ "Pebezh buhez ki !", pe "Le monstre du Lac Noir" deuet da vezañ "Euzhvil al lenn Du"...
Ar c’hrennlavarioù m’eo bet ken bras e blijadur o rastellat anezho e liorzh furnez ar vrezhonegerien a-vihanik !
Ar c’hunujennoù a oar bleuniañ ken flour ha stank en hor yezh hag a zo bet kutuliet gantañ amañ hag ahont !
Hag ar brezhonegadurioù evel-just !
Ur sul goude merenn : merenn vihan neuze ‘zo bet profet gant ar C’huzul-gevellañ goude bezañ bet klevet traoù sirius ha c’hoarzhet un tamm mat ivez !
2019-2020
Abadenn an 23 a viz Here gant Anna AR BEG
Ouzhpenn an ugent a dud a zo deuet da gejañ gant Anna da-geñver an abadenn -se a zo bet posubl, a-benn ar fin, da silañ etre daou stad a evezh en abeg d’ar c’hovid.
E Kemper eo bet ganet Anna, ha desavet eo bet e brezhoneg. Goude bezañ bet o kelenn e meur a lec’h, eo distro e Kemper war he leve.
A-viskoazh he deus labouret a-youl vat e bed ar c’hevredigezhioù breizhek, en ur ober kentelioù brezhoneg, en ur aozañ stajoù berr ha stajoù hiroc’h, e Skol an Emsav, ha dreist-holl e KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien), dalc’het abaoe un nebeud bloavezhioù e Kastellin e-pad div sizhun e miz Gouere, lec’h m’en em gav ouzhpenn 120 stajiad bep sizhun.
Ouzhpenn ober war-dro aozañ stajoù, e ra ivez war-dro un ti embann bihan “Mouladurioù Hor Yezh” a embann ingal bep bloaz troidigezhioù lennegel, krouidigezhioù hag ivez adembannadurioù oberennoù skrivagnerien na c’heller ket lezel mont d’an ankounac’h.
E 2006 he deus roet lañs da “Bodad Lenn Ti ar Vro Kemper”: ingal, bep miz en em gav 15 / 20 brezhoneger bennak evit kaozeal diwar-benn ul levr, nevez pe koshoc’h, dibabet ha lennet ganto en a-raok. Diouzh an degouezh e teu ar skrivagnerien da zisplegañ o oberennoù, hag atav e vez frouezhus an eskemmoù.
Peadra ‘oa da vagañ ar gaozeadenn ha tremenet buhan-tre an amzer ganti.
Abadenn an 21 a viz C’hwevrer gant Malo BOUËSSEL DU BOURG
Tregont a dud a zo deuet da selaou Malo BOUËSSEL DU BOURG en deus displeget e yezh ar vro (ar brezhoneg) petra eo ha petra ra "Produet e Breizh", ur gevredigezh enni ouzhpenn 450 embregerezh.
A-hed an displegadennoù hag ar goulennoù eo deuet splann hag anat d’an holl e c’hell implij ar brezhoneg bezañ ur "gartenn" eus ar re bouezusañ hag efedusañ pa bleder gant ar "marketing" hag ar c’henwerzh, dre ma sach evezh, ha kamaladegezh, ar brenerien.
Re verr eo bet an amzer evit mont a-benn eus an holl draoù rakwelet er program… Malo en deus prometet dont en-dro er bloaz a zeu evit eskemm muioc’h war al lennegezh, ha dreist-holl war an haiku, an doare-se da varzhoniañ a zo tont eus Bro Japan… hag a zo ken tost da grennlavarioù a vez kavet stank e lennegezh dre gomz Bro-Vreizh.
Abadenn ar Gwener 8 a viz Du gant Jean MOALIC
Daou zen war’n ugent a oa deuet da selaou Jean MOALIC kontañ an darvoudoù pouezusañ eus ar stourm a oa bet kaset da benn, setu bremañ ouzhpenn daou ugent vloaz ’zo, a-enep raktres kreizenn nukleel e Plougoñ.
Jean MOALIC, a oa e-kreizik kreiz an darvoudoù-se, a anavez pep nerzh kuzh ha pep kevrin an afer-se en deus skoet da vat istor Kerne Izel, ma n’eo ket hini Breizh a-bezh ha zoken pelloc’h. Ha meur a hini, a oa bet test pe oberer ar stourm, a zo bet souezhet d’ober anaoudegezh gant traoù ’zo chomet dianavez gantañ beteken… E-giz-se emañ an traoù : gant an amzer o tremen e c’heller diskuliañ munudoù, bras pe brasoc’h, e oa gwelloc’h derc’hel kuzh e-kreiz an ober !
Met n’eo ket chomet ar c’homzoù peget ouzh an amzer tremenet. Kudennoù a-vremañ a zo bet staget ganto ivez, hag en o zouez, ar choaz diaes d’ober etre ar c’hefluskeriñ dre an tredan hag hini gwrezel pa ouezer e chom an nukleel ar mod brasañ da broduiñ tredan… hag e krog da vezañ mallus kenañ kaout un diskoulm d’an trubulhioù krouet gant direolennañ an hinad devouded gant ur re zistaolad a aezhenn garboneg (CO²).
Sul 20 a viz Here : gweladenniñ Meilh al Loretta e Plogoneg.
Un endervezh eus ar re blijusañ evit an 60 bennak a dud o deus respontet da bedadenn Raymond LAGADIC, perc’henner ar veilh, hag ar C’huzul Gevellañ.
Gwir eo e oa peadra d’ober ur mare plijus eus an endervezh-se : un heol brokus, ul lec’h plijus-kenañ ma red ennañ dour ar Stêr Deir e foñs un draoñienn don dindan bolzioù ur pont mein kozh, hag un ambrouger, Jean Paul Kerdranvat e anv, en deus gouiet livañ, gant e vrezhoneg bev ha yac’h, pegen kemmesk, hag ivez kevrinus, e c’hell bezañ bed ar meilhoù hag ar Veilherezh.
Chistr ha gwastilli zo bet profet e dibenn an abadenn gant Raymond LAGADIC hag ar C’huzul Gevellañ.
2018/2019 :
30 a viz Gwengolo | Andrev SEZNEG |
26 a viz Here | C’hoarioù |
16 a viz Du | Angèle JACQ |
30 a viz Du | Stefan MOAL |
14 a viz Kerzu | Bernez ROUZ |
8 a viz C’hwevrer | Aneirin KARADOG |
22 a viz C’hwevrer | Denez PICHON |
15 a viz Meurzh | C’hoarioù |
24 a viz Meurzh | Chapel Kilinen |
29 a viz Meurzh | Yannick MENGUY |
26 a viz Ebrel | * |
24 a viz Mae | Pierre BOËNNEC |
7 a viz Mezheven | Mélanie JOUITTEAU |
Gweladenniñ chapel Kilinenn (Landrevarzeg), gant Daniel KERNALEGUEN, d’ar 24 a viz Meurzh.
Abadenn an 22 a viz C’hwevrer gant Denez PICHON : rentañ-kont war ar stern!
Abadenn an 8 a viz C’hwevrer gant Aneirin KARADOG
Gwall zivalav e oa an amzer d’ar Gwener 8 a viz C’hwevrer : avel o c’hwezhañ a daolioù kreñv, hag ar glav o varraouiñ ken a rae…
O tegouezhout e Plogoneg en deus lâret Aneirin KARADOG, bet pedet da zont da gontañ kaoz ganeomp d’an deiz-se, e vije bet kenkoulz dezhañ dont gant ur vag evit gant un oto, ken stank ha puilh e oa ar glav a-hed an hent !
Peadra oa da zikalonekaat meur a hini da vountañ penn e fri er-maez, sur ! Pemzek a dud a oa deuet memestra d’e selaou ha da rannañ kaoz gantañ… hag ar re a zo deuet n’o deus ket bet keuz… Un abadenn leun a yec’hed, a virvilh hag a entan eo bet !
Aneirin en deus echuet lodenn gentañ an abadenn o tistagañ ur varzhoneg savet gantañ hag a daolenn brav tout an traoù bet lâret gantañ a-raok. Enni e kaver ar skeudenn eus petra eo "bevañ ar yezh" evitañ.
Setu amañ ar barzhoneg-se. 1 clic war pdf!
N’eo ket nemet buhez ur c’hembraeger a zo bet kontet gantañ, met buhez un den kar-ar-yezhoù, atav o klask rannañ ar garantez-se gant tud all.
Displeget en deus e oa desevel e vugale e Kembraeg ar bravañ prof a c’helle ober dezho, ha penaos en doa divizet pinvidikaat ar prof-se o tont da baseal ganto ur bloavezh e Breizh evit ma teskint Brezhoneg ivez.
Evit ar Saozneg, hervezañ, n’eus ket d’en em chalañ : desket e vez tu pe du, ken hollvezant eo er vro, dre ar velestradurezh, ar c’henwerzh, ar bruderezh… N’en deus ket Aneirin diskouezet bezañ a-enep ar Saozneg. Lâr a ra e c’hell an div yezh bevañ asambles, met lâr a ra ivez en deus ar C’hembraeg ezhomm lec’hioù evit tenañ e anal en ur vro ma vez muioc’h muiañ a saoznegerien o tont da vevañ enni !
Evit kelo-se, n’eo ket eñ evit "skarzhañ" anezho kuit. Lâr a ra er c’hontrol eo dav reiñ dezho pep tra ret evit ma paouezfent da vevañ ha da soñjal e-giz Saozon, hag evit ma c’hellfent bezañ intret gant spered, awen, ene Bro-Gembre… o teskiñ Kembraeg, da skouer…!
Bevañ ar yezh a zo ur mod da vevañ evit Aneirin KARADOG, ur mod da vevañ diazezet war kredennoù start ha sklaer evel :
"Gwelloc’h Kembraeg fall evit Saozneg e pep lec’h",
ha maget gant ur bern obererezhioù a seblant dister met a zo koulskoude efedus peogwir ez int fetis, evel "Devezh ar Shw mae", a c’heller treiñ gant "Devezh an Demat", un doare da vont krenn ha krak dre ar c’hembraeg n’eus forzh pelec’h gant n’eus forzh piv kejet gantañ dre zigouezh, anavezet pe get…
Aneirin KARADOG : ur C’hembread, barzh a vicher anezhañ, deuet da gelenn Saozneg e Breizh evit profañ ar Brezhoneg d’e vugale…. An tu hag ar paramant da gempouezañ mennerezh ha gwirvoudelezh !
Abadenn ar 14 a viz Kerzu gant Bernez ROUZ
Liesdoare en dije gallet bezañ danvez an eskemmoù etre Bernez ROUZ hag an 22 a dud deuet da gaozeal gantañ, ken ledan ha liesseurt eo tachen ar skiant prenet gantañ dre an obererezhioù pleustret gantañ e-pad bloavezhioù.
Met chomet eo ar c’homzoù hag an eskemmoù poentet war-zu un dra : ar brezhoneg ha soudarded a Vreizh e-pad ar brezel bras.
Gant ma oa armeoù Stad Bro Frañs aozet e rejimantoù enno tud un tiriad resis (Kerne Izel evit an 118 R.I. Kemper, da skouer), ez eo anat ne oa nemet brezhoneg etrezo gant ar soudarded. Met n’eus ket padet pell an dra-se. Rejimantoù Breizh Izel, kaset war linennoù kentañ an talbenn e deroù ar brezel, a zo bet diouennet buan a-walc’h, hag ar re chomet bev a zo bet strewet e rejimantoù all. Neuze, hervez Bernez, gant ma ne c’hellent ket ober bemdez gant ar brezhoneg eo bet kroget gant ar re-mañ implij o yezh dezho el lizhiri kaset d’o familh. Ur frazenn, amañ hag ahont, e-touez ar frazennoù e galleg, frazennoù e brezhoneg evit lâr an diaesañ, ar spontusañ…
Evit Bernez ROUZ, n’eus ket da vezañ souezhet gant kement-mañ rak d’ar mare-se, e-touez ar 1 300000 a vrezhonegerien a oa er vro, e oa ur bern a ouie lenn ha skrivañ.
Ur gwir labour pennaouiñ eo evit diskoachañ ar skridoù-se er miliadoù a lizhiri bet skrivet, da nebeutañ ar re n’int ket bet toalet d’ar c’houde d’al lastez pe d’an tan…
Bernez ROUZ a lâr e oa deuet da vezañ stankoc’h-stankañ ar skridoù e brezhoneg a-feur ma tremene ar mizioù ha ma tostae dibenn ar brezel.
Meneget eo bet ivez, evel-just, skridoù tud a zo anavezet bremañ evel skrivagnerien, tud evel Yann Bêr KALLOC’H, Loeiz HERRIEU, pe c’hoazh, anavezet n’eus ket pell ’zo, Yann Vari NORMAND.
Un abadenn fromus, un abadenn eus ar re n’int ket bet niverus a-walc’h er pilad lidoù-kounaat a zo bet er mareoù-mañ, hag int troet betek re da goeñviñ ar vroadelouriezh c’hall, ha ket da gomprenn dilerc’hioù drailh ar brezel evit ar Vretoned, o yezh hag o bro.
Abadenn an 30 a viz Du gant Stefan MOAL
Ur pemzek a dud a oa deuet d’an deiz-se da gontañ kaoz gant Stefan MOAL. Un abadenn eus ar re blijusañ eo bet, ken dedennus hag hegarat ar paotr.
Gant e vuhez deskard war ar brezhoneg hon eus bet tro d’ober anaoudegezh : tammoù tapet digant e dad, tammoù all desket ’barzh al levrioù, evel an holl n’eo ket bet desket ar brezhoneg ganto war barlenn ar vamm, ha tammoù all tapet digant martoloded Breizh Izel staliet er Groazig, aet di "da heul ar sardin", hag a zalc’he gant ar brezhoneg etrezo. Kontet en deus penaos e yae, ’pad dibenn-sizhunioù ’zo, gant e "c’hwil-tan" (belo dre-dan) betek ar Groazig da gejañ ganto.
Tro hon eus dreist-holl d’ober un taol-lagad ouzh bed ar brezhoneg a-vremañ p’emañ e vicher dezhañ ober war-dro kelenn ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon. Ma ’z eus tud a wel ar brezhoneg war e dalaroù, Stefan a zo, eñ, kentoc’h eus ar re a "dro ar bilig war he zu mat", da lâret eo a soñj dezho n’eo ket echu tamm ebet gant ar brezhoneg hag ez eus peadra da wezañ gwellwelour "rezonapl". Meneget en deus ur sontadur, bet graet a-ziwar ur standilhoned a 8500 den hag a embann e oa gant ouzhpenn an drederenn anezho ar c’hoant da zeskiñ brezhoneg. Etre al lavar hag an ober ez eus, evel-just islonkoù difoñs, met hervezañ kement-mañ a ziskouez e vez maget c’hoazh gant ur bern tud doujañs ha karantez evit yezh ar vro.
Un nebeud traoù a seurt-se en deus danevellet c’hoazh, evel tro-Breizh ur mignon dezhañ, o tont eus Bro-Iwerzhon, hag en deus kontet dezhañ n’en doa ket tremenet un devezh, e neblec’h, forzh pelec’h en em gave, Breizh Izel pe Breizh Uhel, hep kejañ gant ur brezhoneger yaouank pe zoken meur a hini…
Pa ’z eo deuet da gejañ ganeomp e oa o prientiñ ur veaj da Daïwan, pa oa bet pedet da vont di da gemer perzh en ur c’hollok aozet diwar-benn ar yezhoù bihan niver an dud a ra ganto. Gant difennerien an "hakka" eo aozet ar c’hollok-mañ. An "hakka" a zo unan eus ar peder yezh komzet war an enezenn hag emañ en arvar da vont da get. Stefan a zo bet pedet evit displegañ penoas eo bet hag e vez c’hoazh stourmet e Breizh evit saveteiñ ar brezhoneg.
Pa vo distroet da Vreizh e vo dav pediñ anezhañ adarre evit ma komzo eus stad ar yezhoù e Taïwan !
Abadenn ar 16 a viz Du gant Angèle JACQ
"An istor a vez kelennet deomp er skol n’eo ket hon istor".
O selaou aketus Angèle JACQ e komprenner buhan ez eo an anadenn-mañ a vez o vroudañ anezhi da skrivañ… Sekred he skrivañ ? Ar youl da gomz eus buhez an dud, ar re a gejer ganto war ar pemdez, ar c’hoant da zanevellañ, da livañ o buhez e safaroù an Istor gant un "I" bras, un Istor a ya neuze, dre he skridoù, da wiskañ livioù ar wirionez.
Ha setu penaos e ya ar romantourez da vezañ istorourez pa emañ-hi o kontañ deomp, e "Les braises de la liberté" pe "Tinaïg", an Disparc’h bras pe Impalaerded Napoleon bevet gant ar bobl e Breizh. Pe c’hoazh pa zanevell, e teir levrenn an heuliad "Les hommes libres", ar vro dindan dalc’h an Alamanted, Rezistañs ar bobl, ha troidelloù Stad ar Frañs pa oa anv da reiñ en-dro o frankiz d’ar broioù trevadennet…
An div eurvezh paseet gant Angèle JACQ, digwener diwezhañ 16 a viz Du, a zo bet gwall verr d’an ugent bennak a dud a oa deuet da gontañ kaoz ganti ha d’ober anaoudegezh gant he skridoù.
Sul 30 a viz Gwengolo : adkroget brav an traoù gant an abadennoù "Kontañ kaoz" :
Ouzhpenn un hanter-kant a dud a oa deuet d’ar Sul-se, da "straniñ" dre vourc’h Plogoneg ha selaou Andrev SEZNEG, paotr Plogoneg ha konter dispar, en deus gouiet dispakañ lod eus eus istorioù e zastumad evit brasañ plijadur an holl, bras ha bihan.
Aet e oa ar berzhidi betek Feunteun St Turiav e-lec’h ma voe kontet dezho tammoù eus buhez Patron Iliz Plogoneg. Andrev, un tamm izeloc’h war ar stêr, a lakaas e selaouerien da gridienniñ gant ur gontadenn "gannerezed an noz".
An endervezh-se a oa lodenn ziwezhañ an "Automnales" hag a zo bet ivez an abadenn adkregiñ gant an obererezh "Kontañ kaoz". Lusket eo an obererezh-mañ gant ar C’huzul Gevellañ ha digor bras eo d’an holl, brezhonegerien ampart pe diasur, a fell dezho ober gant yezh ar vro.
Deizhiadoù 2017-2018 :
29 a viz Gwengolo : adkroget eo bet trankilig o flapañ !
20 a viz Here : gweladenniñ Douarnenez gant Alexis BELBEOC’H,
10 a viz Du : Tudi CREGUER, kazetenner e RBI/O,
01 a viz Kerzu : Mélanie JOUITTEAU, yezhouriez, klaskerez(CNRS),
22 a viz Kerzu : Fanny CHAUFFIN, kazetennerez, kelennerez,
26 a viz Genver : Erell COUPIER, Kuzul Meur Penn Ar Bed,
9 a viz Meurzh : Fransez FAVEREAU, diwar-benn e levr diwhezañ,
30 a viz Meurzh : Laëtitia FITAMANT, keleierez e Radio Kerne,
20 a viz Ebrel : Yann GERVEN, skrivagner ha yezhadurour,
18 a viz Mae : C’hoariet ’eo bet !
8 a viz Mezheven : Annie COZ. skrivagnerez.
Abadenn an 8 a viz Mezheven gant Annie Coz
Gant Annie Coz eo bet klozet bloavezh 2017/2018 an abadennoù "Kontañ kaoz".
N’eo ket c’hoazh gwall fonnus hec’h oberennoù, met n’eo ket souezhus : n’eus ket ken pell-se he deus kroget da skrivañ (un dastumad danevelloù : "Bili er mor", daou romant evit ar yaouankiz : "Milio hag ar viziterien noz" ha "Nolwen, Bim hag al laer", hag un nebeud danevelloù all embannet gant kelaouenn-mañ-kelaouenn).
Ha koulskoude ez eo hi unana eus skrivagnerien vrezhonek prizietañ : meur a wech (2011, 2012 ha 2013) Priz kentañ Kevredigezh Breizh Kêr Redon, Priz kentañ Kenstrivadeg danevelloù Al Liamm 400, Priz levr faltazi FR3 (prizioù), Priz lennegel Ti-Kêr Gwened.
An dud a oa deuet da gejañ ganti d’ar Gwener 8 a viz Mezheven o doa gallet ober un tamm anaoudegezh gant bed kevrinus ar c’hrouiñ lennegel… Gant pozioù eeun ha plaen he doa displeget penaos, war-lerc’h ur remzad a gelennerez war an alamaneg, e oa aet gant ar c’hoant didrec’hus da adperc’hennañ yezh he zud… peogwir e oa lakaet en entremar gant an digempouez a oa etre an daou sevenadur e oa bet maget ganto… hag ivez penaos e oa bet adkavet ganti gerioù he bugaleaj er c’hentelioù noz ha kentelioù ar Skol Veur pa oa-hi o prientiñ an Aotreegezh war ar Brezhoneg.
Diskuliet he deus penaos e teu an awen dezhi : bep taol e krog an traoù gant un darvoudig eus ar vuhez pemdeziek a sach hec’h evezh : ur munud, un disterdra, un arabenn… Alese e krog hec’h ijin da sevel deroù un istor a zibun war-lerc’h buan-tre kerzh he c’hendarvoudoù betek an dibenn… Bez’ e c’hell chom diharz e-pad pemp eurvezh pe muioc’h dirak touchennaoueg hec’h urzhiataer evit skrivañ un danevell eus an eil penn d’egile.
Displeget he deus penaos e oa deuet dezhi mennozh ar romant "Milio hag ar viziterien noz" : poubellennoù leun betek re dirak he zi. Diwar ar munud-mañ eo diorroet un itrik polis n’he deus netra da welet, evel-just, gant ar fed e-unan…
Ur gejadenn blijus-kenañ eo bet da echuiñ program ar bloavezh… peadra da reiñ c’hoant da begañ an abretañ posubl gant an obererezh e penn kentañ ar bloavezh ’zo ’tont.
Abadenn an 20 a viz Ebrel gant Yann Gerven
Un ugent bennak a dud a zo deuet, d’ar Gwener 20 a viz Ebrel, da gejañ ouzh Yann GERVEN, romantour ha yezhadurour brudet e bed ar brezhoneg.
Ur bern goulennoù ’zo bet savet outañ, ha pep hini a zo distroet d’ar gêr gant e lodenn a respontoù.
Penaos e teu da Yann GERVEN mennozhioù e skridoù ?
Peurliesañ e-pad an devezh, e-kreiz e labourioù dorn…
Pegoulz e skriv ?
Diouzh an noz, e dibenn an endervez. War baper e skriv da gentañ, gant ur c’hreion, evel gwechall ! War-lerc’h e adskriv pep tra gant an urzhiataer… evit mont war-raok gant labour an embanner.
Penaos e ra evit skarzhañ kuit ar vioù koukoug ?
Evel al lodenn vrasañ eus ar skrivgnerien : fiziañ a ra e labour d’unan all…
Ha penaos e skriver ur romant polis ?
Ouzhpenn ijinañ tudennoù hag an darvoudoù ma kemer ar re-mañ perzh enno, eo dav kaout memor ha poell evit bezañ gouest da zibunañ, heuliadoù a c’heller reiñ kred dezho, d’ar fedoù bet kontet a-raok… Ha dav eo ivez silañ amañ hag ahont "merkoù" a c’hello lakaat al lenner war an hent da ziskoulmañ steuñvenn an istor !
Hag e kav atav ar gerioù da gontañ ar pezh a fell dezhañ ?
N’en deus ket ezhomm ijinañ gerioù. Preder ha krouiñ a ra e brezhoneg, ha gerioù a-walc’h en-deus berniet abaoe e vugaleaj…
Ha derc’hel a raio da skrivañ kentelioù yezhadur evit ar sizhunieg "Ya" ?
Ya ! Rak divent eo al labour war an dachenn-mañ, ken pounner eo levezon ar galleg war brezhonegerien an amzer a-vremañ !
Ur gejadenn ouzh un den meur eus bed ar brezhoneg, met ur gejadenn leun a eeunded !
Abadenn an 30 a viz Meurzh gant Laëtitia Fitamant
Paseal un eurvezh hanter o kontañ kaoz gant Laetitia FITAMANT a zo klevout komzoù leun a sederoni, zoken pa stager gant sujedoù "bubuik" a laka tud ’zo da abegiñ, da fuloriñ hag o imor da drenkaat…
Petra, da skouer ?
Ar pouez-mouezh ? Hervezi n’eus ket unan a vefe gwiriekoc’h evit egile. Meur a bouez-mouezh a zo e Breizh, ha kement a zoareoù-kaozeal brezhoneg hag a vrezhonegerien. Lâr a ra e cheñch-hi he fouez-mouezh (hep gouzout dezhi, peurliesañ !) hervez an hini m’emañ o kaozeal gantañ pe ganti…
"N’eo ket ar memes brezhoneg !" ? Evel-just, n’eo ket hi evit nac’hañ ez eus bet alies, hag ez eus c’hoazh, begadoù dichek a seurt-se taolet gant brezhonegerien a-vihanik d’an nevez-brezhonegerien a zo o klask mont daveto gant o brezhoneg diasur… Met lâr a ra ivez ez a tamm-ha-tamm da get seurt doareoù-bezañ ha doareoù-ober dre ma ’z a war greñvaat barregezh hag asurded an nevez-brezhonegerien, ha war vihanaat ar vezh bet sammet war chouk ar Vreizhiz, ha dreist-holl ar vrezhonegerien a-vihanik. "Gounezet o-deus un tamm fiziañs en-dro" evel ma lavar-hi.
Evit se, e nac’h ket pegen diaes e c’hell bezañ "mont war-raok" an deskidi gant ur yezh evel ar brezhoneg na vez ket klevet ken war ar pemdez el lec’hioù foran… hag e oar ivez, dre an atersadennoù a gas da benn, pegen don eo gouli troc’h treuzkas ar yezh eus ur rummad d’egile.
Neuze, eus pelec’h e teu dezhi kement a asurded dibres ? Diouzh pinvidigezh an eskemmoù a skoulm gant an dud (diniver) aterset ganti evit magañ abadennoù Radio Kerne. Lâr a ra ez eo bet, abaoe deroù he labour e Radio Kerne, hag e chom c’hoazh, ur blijadur dibaouez. Ha ma c’houlenner diganti petra eo an diaesañ en he micher e teu, war mod ar fent, respontoù dic’hortoz a-walc’h : "chom hep digalonekaat pa soñjer en niver bihanoc’h-bihanañ a dud gour a c’heller c’hoazh enrollañ hiziv an deiz", pe "chom hep treiñ da sot pa soñjer er sujedoù a ranker lezel a-gostez pa n’eus brezhoneger ebet da zegas skiant warno." N’eo ket trenk na dizesper tamm ebet seurt pozioù… Ne reont nemet livañ pegen divent eo niver ar sujedoù a c’heller mont ganto dre ar brezhoneg…
Un eurvezh hanter o kontañ kaoz gant Laetitia FITAMANT… hag ez eer gant ur spered seder war hent implij ar brezhoneg…
Abadenn an 9 a viz Meurzh gant Fransez Favereau
"N’eus tra ebet a ya da goll, n’eus tra ebet a vez krouet, treuzfurmet e vez pep tra."
Bez’ e c’heller lavarout ez eo ar c’hrennlavar-mañ (a lârer bezañ bet ijinet gant LAVOISIER) a zo bet lakaet splann gant ar brezegenn a zo bet kinniget gant Frañsez FAVEREAU d’ar Gwener 9 a viz Meurzh dirak selaouerien niverus (25 anezho), bras o evezh ha dedennet-kenañ.
Ma ! Evel-just, n’eo ket eus kimiezh, nag eus fizik, en deus-eñ komzet, met kentoc’h eus yezhoniezh, hag eus geriadoniezh evit bezañ resisoc’h.
Tem e brezegenn ? Niver stank ar gerioù galianek a vez kavet en darn vrasañ eus yezhoù Europa, ha bev pe varv e vefent…
A-drugarez da beseurt lezenn-yezh ? An eskemmoù a vez etre pobloù a ra gant yezhoù disheñvel an eil re diouzh ar re all a laka gerioù ur yezh ’zo da vezañ implijet gant ur yezh all… Kement-mañ a zigas cheñchamant da furm ha ster ar gerioù-se, evel-just, met chom a ra ganto roudoù o gwrizioù, ur seurt sichenn a orin…
Pedet en deus Frañsez FAVEREAU e selaouerien da wiriekaat talvoudegezh al lezenn-se o lakaat kichen-ha-kichen gerioù a seblant bezañ disheñvel da vat an eil re diouzh ar re all evel, da skouer, ar ger arabek "cheik" hag ar gerioù gallek ’chèque" ha "échec". Peseurt sichenn voutin a zo ganto ? Ar galloud ! Galloud an ozhac’h ("cheik"), galloud an hini en deus arc’hant (an hini a ra ar "chekenn"), ha koll ar galloud ("échec").
Diwar patrom un nebeud skouerioù kerentiezh a seurt-se etre gerioù yezhoù disheñvel, eo deuet en-dro Frañsez FAVEREAU war ar pep pouezusañ eus e brezegenn : niver stank ar gerioù galianek, pe hengeltiek, e yezhoù a bep seurt.
E-touez ur bern skouerioù all, diwar ar ger hengeltiek "camb-", a dalvez kement ha "krommenn", pe "krommell", en deus-eñ lakaet e selaouerien da raktañva ar pezh a c’hell bezañ "imram" (d.l.e. "beaj leun a zistroioù hag a avanturioù") ur ger-sichenn (pe "etimon") a-dreuz yezhoù ha danvezioù a bep seurt : eus ar ger gallek "camion" d’ar ger brezhonek "kamm" hag anvioù-lec’h evel "Cambridge" e Breizh-Veur, "Chambord" e Bro-Frañs pe, e Breizh, e Plogoneg, ar gêriadenn "Camasquel".
(-"Camion" : "Karr-samm". Hiziv evel derc’h, ur c’harr-samm a zo ur c’harbed da dreuzdougen marc’hadourezhioù. Seurt karbedoù a zo hiziv akipet gant ur c’heflusker, met n’eo ket bet atav e-giz-se, anat eo ! Er penn kentañ e veze graet gant ar ger-se evit kaozeal eus ur c’harr-dorn, gant brec’hioù-karr koad kammet. Ur "trok ster" eo (pe ul "ledanvad"), d.l.e. un doare-lavar da lakaat da gompren emeur o kaozeal eus un hollad (ar c’harbed) o venegiñ nemet un tamm, un elfenn, eus an hollad-se (brec’hioù-karr ar c’harbed). Dalc’het eo bet da implij, a-hed ar c’hantvedoù ha mont-war-raok an teknikoù, ar ger "camion" evit lavar kement hag ur c’harbed (gant pe hep brec’hioù-karr koad kammet !) da dreuzdougen marc’hadourezhioù.
"Kamm" : n’eo ket eeun, a zo aet kromm.
"Chambord" : a veneg kornblegenn, kammdroienn ar stêr a red a-dreuz an dachenn zouar a zo deuet da vezañ kumun Chambord.
"Cambridge" : ar pont war gornblegenn ar stêr.
"Camasquel" : "kammaskell". "Askell" a vefe amañ da vezañ komprenet evel "lodenn gostez un dra bennak". Neuze, "kammaskell" a dalvez kement ha "kammdroienn al lodenn gostez". Amañ e ra anv eus un dachenn zouar.)
Dre ur bern skouerioù all, evel an hini a laka kichen-ha-kichen Kêr Milan (Milano) en Italia ha Kumun Mêlan e Breizh, pe c’hoazh gerioù evel "dour" e brezhoneg, "dwr" e kembraeg ha "douve" e galleg, en deus Frañsez FAVEREAU diskouezet da vat ez omp-ni, e Breizh, gras d’ar binvioù-kompren roet deomp gant ar brezhoneg, ar re ampartañ evit lakaat splann orin ur bern gerioù implijet gant yezh-mañ-yezh en Europa.
Gwall sirius tout an traoù-se, a lârit c’hwi, ha sur-tre un tamm mat torr-penn !
Tamm ebet ! Ouzhpenn bezañ ur mailh war ar geriadoniezh ez eo ivez Frañsez FAVEREAU ur c’honter a-feson. Ha gouzout a ra penaos displegañ en un doare simpl, leun a virvilh hag a livioù, traoù a seblant dic’hras.
Abadenn ar 26 a viz Geñver gant Erell Coupier
Desket eo bet brezhoneg ganti er skol, e Bro-Dreger, met n’he doa ket soñj tamm ebet labourat un deiz evit ha gant ar brezhoneg. Goude bezañ bet paket ar vachelouriezh ganti e oa aet war studioù kêraozañ, e-pad pemp bloaz, ha war an dachenn-se he deus labouret evit ar c’humunioù e-pad un nebeud bloavezhioù. Ha bet eo bet ivez d’an estrenvro da lakaat he deskamant hag he skiant-prenet e servij poblañsoù Bro Vaoritania, da genurzhiañ ha seveniñ raktresoù a zo a-bouez evit seurt broioù : kleuziañ puñsoù, sevel skolioù, stankelloù… Abaoe 2014 emañ-hi o labourat evit Kuzul Departamant Penn-ar-Bed war ur post n’eo ket bet krouet kalz anezho gant ar velestradurezh : ober war-dro diorren ar brezhoneg. Labourat a ra ’ta gant a bep seurt tud ha kevredigezhioù a zo o vagañ raktresoù war yezh pe sevenadur ar vro : resisaat ar mennozhioù, prientiñ an dielloù melestradurel hag an doserioù da reiñ d’an dilennidi a-raok votiñ ar skoaziadoù… An dud deuet da gejañ ganti e Plogoneg o deus bet tro da zizoleiñ tachennoù pennañ ar brastres a zo bet douget gant Departamant Penn ar Bed evit diorren implij ar Brezhoneg : an divyezhegezh abred, ar c’helenn d’ar vugale koulz ha d’an dud deuet, al liammoù etre ar remziadoù… Hag ouzhpenn eo bet an degouezh da gejañ gant ur vaouez yaouank mennet gant he c’hefridi a vremañ hag a oar lakaat e damani he labour a-vremañ ar skiant bet prenet ganti diouzh he micherioù kent... Trugarez vras dezhi da vezañ deuet da baseal ur frapad amzer ganeomp!
Abadenn an 22 a viz Kerzu gant Fanny Chauffin
Ur burzhud eo Diwan". Gant ar gerioù-mañ e vez komzet a-wechoù diwar-benn an hentenn deskadurezh-mañ roet lañs dezhi daou-ugent vloaz ’zo.
Ma reer kred d’ar pezh a lavar ar geriadurioù ez eo ur burzhud un darvoud mat a greder ez eo c’hoarvezet a-drugarez d’ur skoazell dreistnatur ha na c’heller displegañ en un doare skiantek ha poellek. Koulskoude ez eo gant kalz a skiantelezh hag a boellegezh he deus Fanny CHAUFFIN komzet deomp diwar-benn skolioù an hentenn-mañ.
N’eo ket bet re ziaes dezhi diskouez ez eo bet o c’hrouidigezh, e 1977, hag o fadelezh betek bremañ un "darvoud mat" evit an dud a ra gant ar brezhoneg hag evit ar vro dre vras :
brezhonegerien a-vihanik a zo bet adarre dibaoe, hag a zo bremañ ingal, pa oa bet troc’het treuskas ar brezhoneg a gerent da vugale abaoe degadoù a vloavezhioù…
a-drugarez d’ar "skouer vat" roet evel-se (marteze e vefe hañvaloc’h ouzh ar wirionez lavar "gant an aon da goll re a skolidi"…) eo bet krouet da heul klasoù divyezhek e div hentenn "ofisiel" ar gelennadurezh : Skolioù ar Stad hag ar Skolioù Kristenn ;
un ekonomiezh a zo diwanet, gant kantadoù a implijoù, dougenet gant oberiantiz ar skolioù o-unan hag an holl ensavadurioù, kevredigezhioù, embregerezhioù, aozadurioù a bep seurt a labour tro-dro dezho pe evito…
ul lamm war-raok ramzel a zo bet lusket d’ar yezh hec’h-unan ha d’ar mod d’he c’helenn pa oa bet ret, a-hed ar bloavezhioù o vont gant o red hag ar vugale o tremen d’un eil glas d’egile, meizout danvez ar c’hentelioù.
N’eo ket bet re ziaes ivez da Fanny lakaat da gompren n’eo ket "dre vurzhud" (d.l.e. " a-drugarez d’ur skoazell dreistnatur ha na c’heller displegañ en un doare skiantek ha poellek") ez eo bet graet kement-se, met diwar labour divent an "difraosterien" : kerent ret dezho, ouzhpenn bezañ tad ha mamm, pleustriñ a-youl vat micherioù a bep seurt, kelennerien a ouie ivez bezañ arzourien…
Ha war-lerc’h ez eo bet dielfennet petra oa "danvez ar burzhud" :
disoc’hoù eus ar re wellañ en arnodennoù (dreist-holl ar vachelouriezh)…
evit ar skolidi, ur varregezh splann war an deskiñ yezhoù…
ur varregezh a c’hell ober ur foeter broioù dispont eus pep skoliad… ha niverus a-walc’h an dud bet skoliataet e Diwan hag a zo bremañ staliet en estren vro…
ur c’helenn war an danvezioù ofisiel kemmesket gant tañva an arzoù…
ha rak-se, ur c’houested da grouiñ digustum e bed ar skolioù : skrivagnerien (15 levr skrivet dindan 15 vloaz, gant 18 skrivagner dindan 18 vloaz), sonerien, aktourien, kanerien…
… ha daoust da-se, ul live yezh war ar brezhoneg na vefe ket atav eus ar re gentañ !
Muioc’h evit dielfennañ an amzer dremenet hag an amzer a-vremañ a zo bet graet gant Fanny. Displeget he deus ivez ar pep retañ evit ma kendalc’ho an traoù da vont war an ton uhel-mañ hag evit gwellaat ar pezh a zo da rebech :
labourat da vat war ha gant ar c’hleweled, ha n’eo ket hepken war ha gant al lennegezh dre-skrid...
diorren, er-maez eus ar skolioù, rouedadoù evit ober gant ar brezhoneg...
derc’hel da reiñ, er c’helenn, ur plas bras d’ar c’hrouiñ war an arzoù...
lakaat an hengoun dre gomz "en e zilhad Sul"…br>
Setu un eurvezh hanter a zo aet buhan da-benn, hag ur bern traoù a oa da zeskiñ war ur sujed e vez komzet kalz diwar e benn hag a chom koulskoude gwall zianav.
Abadenn ar c’hentañ a viz Kerzu gant Mélanie Jouitteau
Unan war’n ugent e oamp, deuet da "gontañ kaoz" gant Melanie. Eüruzamant e oa bet cheñchet sal ganeomp ! An hini omp boas d’ober ganti a vefe bet re vihan…
Ur frapad amzer blijus hon eus bevet asambles. Ha gant ma ’z eo Melanie "tik" gant a bep seurt munudoù a sell ouzh doare-mañ-doare da lavar tra-mañ-tra e lec’h-mañ-lec’h, hon eus bet, diwar goulennoù graet ganti, ar blijadur da glevout, o tont diouzh "skiant-prenet" hini pe hini ac’hanomp, hervez e gumun orin pe an hini m’emañ o chom enni, evezhiadennoù a bep seurt war droioù-lavar, doareoù da sevel frazennoù… Enskrivet he deus, war he lec’hienn "Arbres", disoc’hoù an eskemm-se hag ivez diskoulm goulennoù a oa chomet direspont ("dour tomm" pe "dour domm" ?). Bez’ e c’heller mont da sellet outo war ar chomlec’h-mañ : ARBRES
(War al lec’hienn "Arbres e c’hell pep hini krouiñ ur gont hag ouzhpennañ traoù, pe kinnig difaziañ tra-mañ-tra)
Nann, nann ! Ne oa ket torr-penn tamm ebet ! Ar c’hontrol-bev ! Un teuzac’h e oa saourañ blaz furmoù brezhonek gwriziennet don ’barzh buhez hag istor kumunioù ha teroueroù liesseurt…
Laret he deus Melanie e plijfe dezhi dont en-dro, gant ul listennad traoù resis da c’houlenn… Rakwelet ’vo an dra-mañ e penn kentañ ar bloaz a zeu (ar bloaz-skol, evel-just, d.l.e. e miz Gwengolo 2018).
Met, ’benn ar fin, ar brasañ plijadur a zo bet stadañ en em gomprene an eil re hag ar re all, forzh peseurt brezhoneg lec’h-mañ-lec’h a oa ganto… ar pezh na souezhe tamm ebet ar yezhourez Melanie, hag e tisplegas-hi ne oa netra normaloc’h pa oa ar brezhoneg ur yezh, gant furmoù liesseurt evel-just (evel an holl yezhoù !), met gant ur framm ("eskern" a blij dezhi lavar) a vez kavet en holl broioù ma komzer brezhoneg enno.
Abadenn an 10 a viz Du gant Tudi Creguer
Peadra a oa da dremen ur frapad mat a amzer blijus o trailhañ kaoz gant Tudi CREQUER a zo kazetenner e R.B.I./O. abaoe miz Genver 2016.
Ha peadra da zeskiñ ivez :
penaos, ha war peseurt danvezioù, e vez stummet an danvez kazetennerien er skolioù uhel ma vez kelennet enno ar vicher-mañ ;
petra eo buhez ur c’hazetenner dre-gomz a ginnig keleier ar mintin da 6e15, pe abretoc’h c’hoazh…
-penaos e vez prientet ur gazetenn dre-gomz…
Ha tout an traoù-se a zo bet diskuliet gant feiz gwellwelus ha seder ur brezhoneger yaouank a wel bemdez war an dachenn n’eus netra efedusoc’h evit ledanaat implij ar brezhoneg eget ober gantañ bemdez, e pep-lec’h gant ar muiañ a dud posupl.
Un testeni kalonekaus ha frealzus evit an holl dud a striv evit deskiñ yezh hor bro hag ober ganti !
Abadenn an 20 a viz Here gant Alexis Belbeoc’h
Un triwec’h den bennak, hag en o zouez "pennoù nevez", o doa heuliet Alexis BELBEOC’H a-hed straedoù, banelloù ha plasennoù Douarnenez d’ober anaoudegezh gant lec’hioù-ardamez buhez ar gêr n’eus ket pell ’zo c’hoazh...:
ar friturioù ma veze fardet enno pesked-mir,
ar stalioù a werze peadra d’ober stronk da voueta hag a bep seurt dafar da besketañ,
ar skornerezh,
an nezerezh a wee rouedoù,
ostalerioù ar porzh, a oa e gwirionez pennsezioù skipailhoù ar bigi-pesketañ, lod anezho o vezañ dalc’her kevrannoù bigi ’zo,
porzhiouigoù, a oa sko ouzh meur a di-pesketour, e-lec’h ma veze koueziet ar rouedoù hag an dilhad-labour o soubañ anezho e-barzh dour-sal lakaet da virviñ gant kachou teuzet ennañ,
Bod ar Vartoloded, skrivet war e dalbenn ar ger-stur "Doue, Enor hag ar Vro".
Sachet e oa bet ivez evezh ar valeerien war dreuzfurmadurioù graet da lec’hioù ’zo a-feur ma kreske ar gêr hag obererezh hec’h annezidi :
ur voger-harp, ma veze n’eus ket pell ’zo c’hoazh lipet he diaz gant gwagennigoù al lanvioù uhelañ… pa ’z eo bremañ hedet gant asfalt ur straed…
fraost greantel ur fritur, bet savet e-lec’h ma oa a-raok poul-kannañ pennañ ar gêr,
ur park-lec’h, ma c’heller ijinañ dindan e bavezioù traezh an aod…
iliz orin ar barrez, deuet da vezañ chapel Santez Elena, met dalc’het ganti daoust da bep-tra hec’h annezad pennañ : Santig Du !
2016-2017.
Abadenn ar 7 a viz Ebrel gant Ronan Hénaff
.
Lakaat brezhonegerien a bep seurt da gejañ ha da eskemm : setu amañ pal pennañ an abadennoù "Kontañ Kaoz".
Tapet, ha tapet mat ar pal-se e-pad an abadenn a zo bet d’ar Gwener 7 a viz Ebrel (2017). Pedet e oa bet Ronan HENAFF. Paotr Lokorn eo eñ, bet ganet ouzhpenn 80 vloaz ’zo, hag ar Brezhoneg e yezh kentañ, evel just. Soubet eo bet ar perzhidi ’barzh ar Brezhoneg evel ma oa komzet el lodenn gentañ ar c’hantved diwezhañ, ur yezh yac’h ma ouie an dud a gomze anezhi lavarout pep tra ganti ha drezhi, ur yezh ken pinvidik ma lakae aes an dud da grouiñ gerioù nevez pa veze ezhomm. Ha chomet ar binvidigezh-se gant Ronan, hag hen roet en deus sklaer da c’houzout p’en deus displeget e kave direizh klevout tud ’zo ober gant ar ger "sokial", a sone "gallek" betek re evitañ, pa ’z eus unan all : "kevredadel", krouet a-ziwar gerioù a-viskoazh : "kevre" ("unvaniezh tud"), "kevredad" (bodad lies den a laka, pe a zo ganto, traoù e boutin").
Fromus e oa ivez evit an holl e glevout kontañ penaos e oa deuet gantañ e gerioù gallek kentañ, penaos e veze degemeret ar vugale, ganto nemet ar Brezhoneg, e skol ar vourc’h, penaos e klaske pep hini en em zisober, dre flatrañ pe pechañ e vignoned, eus ar "vuoc’h" peb tro ma tischañsfe bezañ tapet o kaozeal e Brezhoneg.
Abadenn ar 17 a viz Meurzh gant Alexis.
Dedennus-tre ha divoutin eo bet abadenn Kontañ Kaoz ar 17 a viz Meurzh (2017).
Alexis BELBEOC’H en deus kinniget e zastumad priaj poblek (an hini ne gaozer kalz diwar e benn) : pezhioù krag, pri gwerniset ha failhañs (ar re-mañ ar re niverusañ a vez kavet bremañ rak ne oant ket implijet war ar pemdez – ha gant-se riskloù bemdeiz da vezañ torret - met kentoc’h diskouezhet war listrieroù d’ober brav ’barzh an tiez).
Displeget eo bet gantañ penaos e oa bet ganet, war ribl an Oded e Lokmaria, ur gwir "stil-Kemper" rak, ma oa renerien ar poderezhioù o tont eus diavaez-bro, ar vigerourien, en o zouez al livourien, a oa, int eus ar vro. Hag e c’heller lavarout emañ ar "stil-Kemper"-mañ, gant e dresoù hag an doare d’o zresañ, un testeni dibar eus estaol delvel ha faltazi Bretoned an tri c’hantved paseet.
Abadenn ar 27.01. gant Maryvonne :
Graet eo bet goulennoù outi... Perak ? Emañ-hi o vont da vezañ aterset evit ur pennad-skrid war pajenn ziwezhañ ar gelaouenn sizhuniek "YA".
Ha gant ma n’eo ket hi boas da respont evls-se war ar prim da c’houlennoù a vefe graet outi, e fell dezhi "pleustriñ" un tammik a-raok.
An dud a lenn "YA" a anavez mat ar bajenn-mañ.
Kinniget ’vez warni, pep sizhun, ur Vrezhonegerez pe ur Brezhoneger.
Goulennoù a-bep seurt a vez graet outi/outañ.
Evel-just, ez eo dre benn abegoù resis e vez kinniget tud ’zo war ar bajenn-mañ,
peogwir e vez sevennet ganto un obererezh heverk bennak,
peogwir an obererezh-mañ en deus un dra bennak da welet gant ar brezhoneg...
Aterset e vo Maryvonne peogwir e kemer perzh e labour "Levraoueg Komzet" Kemper, a zo ur gevredigezh a enroll levrioù evit an dud na c’hellont ket lenn (peogwir int dall pe teñval o gweled).
Evel-se eo deuet dezhi ar mennozh da enrollañ levrioù skrivet e Brezhoneg, n’eo ket epken evit tud na welont ket pe a wel fall,
met dreist-holl evit an holl Vrezhonegerezed ha Brezhonegerien,
ganto ar Brezhongeg o yezh gentañ met na ouzont ket lenn en o yezh vamm.
Setu : traoù dedennus-tre da c’houlenn outi... ha da zeskiñ diganti.
Un nebeut skouerioù eus ar goulennoù graet d’an dud aterset gant "YA" :
Nv 604, 06 a viz Genver 2017. Paotr aterset : Erwan Ar Berr, Rener nevez Skolaj Diwan Kemper.
Penaos e teuer de rener skolak ? Comment devient-on directeur de collège ?
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit hoc’h unan ?
Peseurt bro ’pije c’hoant da weladenniñ ?
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
Peseurt meuz a rit p’en em lakait de geginañ ?
Petra eo ar c’hennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
Da biv e kasfec’h ul lizher klemm ha perak ’ta ?
Hag ul lizher gourc’hemennoù ?
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale hiziv an deiz ?
Petra ’zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket, ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn Mab-Den ?
Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Da beseurt goulenn ’ho pije c’hoant da respont "Ya" ?
Nv 601, 16 a viz Kerzu 2016. Plac’h aterset : Maiwen Mercier, studierez, o prientiñ un D.U.T. "Carrières Sociales", c’hoant ganti labourat gant ar vugale, ar grennarded, an dud ampechet, ar re gozh, an dud dilojeiz...
Penaos e tro ar studioù ganeoc’h ?
Perak ho peus c’hoant labourat gant bugale, krennarded, tud ampechet, tud kozh, tud dilojeiz... ?
Gouzout brezhoneg ha gouzout seniñ a dalvezo deoc’h evit al labour-se ?
Petra ho peus c’hoant da zegas d’ar re-se ?
E pelec’h e vo an dazont evidoc’h ? E bannlev ur gêr vras ? En ur vro all ? E breizh ?
Peseurt lec’h ho pije c’hoant da reiñ da anvezout d’ar re all ?
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù goude ur frapad labour tenn ?
Bon ! N’eo nemet skouerioù ! Deomp-ni da ijinañ goulennoù a bep seurt... a denno d’al levrioù mouezhiet... pe get...
Evit kaout soñj :
abadenn ar 16 a viz Kerzu ! Gabi n’eus kinniget selaou, en ur lenn, ur pezhig skrivet gant Youenn BRUSK : "Teñzor Kêr Is".
d’ar 25 a viz Du eo bet c’hoariet gant unan eus a c’hoarioù ijinet gant Sten CHARBONNEAU : Klask ar ger.
d’ar 4 a viz Du, eo bet lakaet gant Gabi un dek bennak a dud da selaou enrolladurioù eus pezhioù teatr bet skrivet gant P.J. HELIAS.
hag e miz Here e oa bet un abadenn dedennus etrezomp ivez!
Abadenn an 23 a viz Gwengolo gant Fañch DUROS.
Biskoazh ne oa deuet kement a dud d’un abadenn ‘’Kontañ Kaoz’’. Dav eo lavarout e oa brav an amzer… hag e oa bet rakwelet un abadenn ‘’er-maez’’, da heuliañ Fañch DUROS a-dreuz parkeier ha klask hag anaout plant gouez ar vro, hag ivez menegiñ o ferzhioù evit a sell an apotikouriezh.
A bep seurt perzhidi a oa : tud hag a ouie dija kalz a draoù war an danvez, ha tud na ouie tra… Met evit an holl ez eus bet traoù nevez da zeskiñ.
Meneget eo bet da skouer “Damkaniezh (pe ‘’teori’’) ar sinadurioù” a ginnig e embann ar plant, mod pe vod, ha pa vefe dre o furmoù, o c’hwezh, o blaz… pe un dezverk bennak all, peseurt talvoudegezh a c’hellont kaout evit louzaouiñ ha pareañ kleñved-mañ kleñved, gouli-mañ-gouli… pe dont a-benn eus kudenn-mañ-kudenn. Evel-se e vez lavaret ez eo mat “louzaouenn ar gwenilied” (“Chelidonium majus” e latin) evit louzaouiñ an avuad… peogwir eo melen he sun…
Merzet eo bet ivez pegen divent e oa, hag e chom c’hoazh, ijin ha barzhelezh ar vrezhonegerien pa ‘z eo meno da envel ar plant, ken stank ha liesseurt an anvioù a c’heller ober eus ur blantenn hervez an doare ma seller outi ! Setu penaos e vez graet “aour he zal” eus ar “c’hamamailh” (“Matricaria chamomillia” e latin) gant an dud a zo techet da welout kentoc’h stumm ha liv he bleunioù. Met graet ‘vez “louzaouenn St Yann” gant an dud a zalc’h stad eus mare barr he bleuñv, “tro-heol” gant ar re a arsell he emzalc’h e-kerzh an deiz, “louzaouenn ar mammoù” gant an dud a sell ouzh he ferzhioù kurañ, pe c’hoazh “fanul-gon” dre heñvelder he zrolinenn ouzh ur blantenn all…
Hag echuet eo bet an abadenn gant ur banne rak, tout an dud a oar an dra-se, kerzout en ur brederiañ ha deskiñ a zisec’h ar gourlanchenn !
DEIZHIADOÙ 2015-2016.
20 a viz Du | Mélanie Jouitteau |
04 a viz Kerzu | Lou Millour, Loïg Jade (Radio Kerne) |
08 a viz Geñver | Abadenn lipous ! |
26 a viz C’hwevrer | Pauline Kerscaven (R.B.I.) |
23 a viz C’hwevrer | Gweladenniñ Radio Kerne (5 eur noz) |
11 a viz Meurzh | Fransez Favereau |
01 a viz Ebrel | Lukian Kergoat |
13 a viz Mae | Marivonig Gouerou (Diwan) |
10 a viz Mezheven | Sten Charbonneau |
Abadenn an 10 a viz Mezheven gant Sten Charbonneau
Ne oa ket ar wech kentañ da Sten CHARBONNEAU dont da ‘’Gontañ Kaoz’’ e Plogoneg. Ar bloaz paseet e oa deuet dija da ginnig unan eus ar c’hoarioù bet krouet e Brezhoneg gantañ : ‘’Din an dorn’’. Ar bloaz-mañ ez eo ‘’Klask ar ger’’ a zo bet kinniget gantañ. Reolennù simpl tre : pal ar jeu a zo lakaat e genc’hoarierien da gavout ur ger resis… met, evel just, evit luziañ un tammig an afer, ez eus gerioù a zo difennet implij anezho !
Un dek bennak a dud, hag en o zouez bugale a zo bet peurliesañ barrekoc’h evit an dud deuet, o deus lakaet da dalvezout o ampartiz war ar Brezhoneg evit lakaat tud o skipailh da zivinout ar ger da zizoloiñ. Un endervezhiad a zo bet gwall blijus !
Abadenn an 13 a viz Mae gant Marivonig JEGOU
Morse c’hoazh ne oa bet ur seurt "kur yaouankaat" gant hon abadennoù Kontañ Kaoz. Nikolas, 10 vloaz, o chom e Gwengad, en doa fellet dezhañ dont da ?eilañ? e skolaerez da vuheziñ abadenn-se. Marivonig GOUEROU, a zo skolaerez e Skol Diwan Kerfeunteun e Kemper, eo a oa bet pedet da livañ berr-ha-berr petra eo ar vuhez pemdeziek en ur Skol Diwan. Sikouret gant Nikolas, a gemere laouen ar gomz, he deus kinniget Marivonig petra eo labour ar skolaerien hag ar skoazellerien, penaos e vez aet gant ar brezhoneg pe ar galleg gant ar vugale hervez ar c’hendivizer emaint o kaozeal gantañ. Komzet eo bet ivez eus ar programmoù hag an ?obererezhioù pedagogel ouzhpenn?, diskouezhet eo bet ar levrioù a vez implijet evit ar c’hentelioù istor, douaroniezh, jedoniezh… Traoù sirius-tre, neketa ? Met n’eo ket ar siriusted digembez gant ar blijadur. Ha plijadur ‘zo bet.
Abadenn ar 1añ a viz Ebrel gant Lukian KERGOAT
A-viskoazh eo bet c’hwezhet, ’barzh penn lodenn vrasañ an dud, tan ar c’hoant gouzout hiroc’h diwar-benn anvioù hor c’humunioù,
hor c’heriadennoù hag an holl lec’hioù a zarempreder bemdez...
Ha n’eo ket niver an dud deuet da selaou Lukian KERGOAT e sal vras Oaled ar Gumun a lakao da soñjal ar c’hontrol.
Niverus e oant, ha lod anezho a zeue evit ar wech kentañ.
Re verr eo bet an amzer evit dic’hoantañ kuriusted ar berzhidi...
Amzer a-walc’h zo bet memestra gant Lukian KERGOAT da gelaouiñ e selaouerien diwar-benn anvioù-lec’h pennañ ar gumun, "Plogoneg" o vezañ an hini kentañ !
Evit gouzout muioc’h klikit war ar pdf-mañ
Abadenn an 11 a viz Meurzh gant Fransez FAVEREAU
Muioc’h eget 20 a dud o doa en em gouchet e sal vihan Oaled ar Gumun evit selaou Fransez FAVEREAU deuet a-ratozh-kaer eus Gwengamp da gejañ gant perzhidi boas an abadennoù ‘’Kontañ Kaoz’’.
Ha n’eo ket bet dipitet ar re-mañ. Ouzhpenn da vezañ un den gouiziek war ar brezhoneg dre vras, hag peurgetken war ar c’heriadurouriezh ez eo Fransez FAVEREAU ur c’honter a feson a oar livañ traoù a seblant luziet evel ma vefent ken eeun ha didro hag an istorioù a vez kontet da zeskiñ ar vugale. Ur mailh a zen hag un abadenn eus ar re blijusañ ha dedennusañ !
Kelenner war ar Saozneg e Lise Karaez eo bet ha war-lerc’h war ar Brezhoneg e Skolajoù Gwengamp.
Hag e dibenn ar bloavezhioù 1980 ez eas da Skol Veur Roazhon 2 da gelenn war ar yezh hag al lennegezh vrezhonek evel rener an Unvez Klask ‘’Brezhoneg-Keltieg’’.
Diaes eo e renkañ en ur rummenn resis ken liesseurt ha disheñvel eo an temoù hag an danvezioù eo boas d’o fleustriñ. .
Romantoù en deus skrivet, hag ivez ur bern levrioù all : skridoù-arnod ha skridoù-studi
o tennañ d’ar yezhoniezh, d’ar sokiologiezh, d’ar bedagogiezh ha da istor al lennegezh…
Savet eo bet ivez gantañ un dorn-levr da zeskiñ Brezhoneg.
Met e oberenn bennañ a denn d’ar c’heriadurouriezh.
Gouiet en deus tennañ e vad eus ar mare ma oa o labourat evel kelenner e Karaez, e Bro ar Poher, a zo kroazhent gwirion ar broioù ma vez komzet Brezhoneg, evit tañvouesa, diwar komzoù ar Vrezhonegerien, geriaoueg ar yezh pemdeziek.
Disoc’h al labour-mañ a zo ur mell geriadur, “Geriadur ar Brezhoneg a-Vremañ”, a zo bet embannet e 1992 hag adembannet meur a wech dibaoe…, ennañ un 50000 penn-ger el lodenn Brezhoneg/Galleg,
hag un 40000 el lodenn Galleg/Brezhoneg.
Hag evit mont pelloc’h war an dachenn-mañ en deus kaset da benn un oberenn all : “Ar Geriadur Meur”, a zlefe bezañ bet embannet war baper hag el linenn un nebeut bloavezhioù ‘zo dija.
Met skoilhoù zo bet… dreist-holl kudennoù teknik.
Dav ‘vo ‘ta gortoz un tammik c’hoazh a-raok gallout sellout ennañ !
Da c’hortoz e vo embannet a-raok pell, e Ti Skol Vreizh, ur geriadur bihanoc’h, “Geriadur Bihan ar Brezhoneg Eeun”, ennañ un 10000 penn-ger, ar pep retañ da zeskerien ar skolioù, ha d’ar re all,
evit brezhonegañ war ar pemdez (ha sul-gouel ivez !).
Ur geriadur nevez eo, adgraet gantañ penn da benn, eus A da Z, a-ziwar e skiant prenet evel kuzulier TES (Ti-Embann ar Skolioù) ha rener skiantel an OPaB (Ofis Publik ar Brezhoneg).
Abadenn an 23 a viz Chwevrer gant Pauline KERSCAVEN
N’eo ket c’hoazh gwall gozh anezhi, met n’eo ket evit an dra-se eo chomet berr ar gaozeadenn ganti. Kant dra war’n ugent a zo bet graet ganti dija. Kelaouennerez eo bet, hag ez eo c’hoazh hiziv an deiz, e Radio Breizh Izel, ur vicher ma ‘z eus unan ma kejer un toullad tud, temoù ha degouezhioù disheñvel o pleustriñ warni !
Bet eo bet ivez, e-pad daou vloaz, kenurzhierez ar gwezhiad ‘’Klaskerien ha Treizherien sonjoù’’.
Met muioc’h a draoù n’eus bet da gontañ c’hoazh diwar-benn ar veaj a eizh miz bet graet
ganti a-dreuz (‘’Treuziñ’’ eo an anv roet ganti d’an abadenn-veajiñ-mañ) Amerika ar c’hreisteiz etre
miz Gwengolo 2011 ha miz Mae 2012, diouzh an Arc’hantina er Su (ha dreist-holl ar Patagonia e-
lec’h ma vev, abaoe an XIXvet kantved, ur bern Kembreiz dalc’het mort o yezh ganto ) betek ar Vro
Golombia er Norzh. Evit ober anaoudegezh gant diventelezh ha diseurtelezh ar bed, a larit-c’hwi !
Sur tre ! Met n’eo ket tout ! Ober anaoudegezh gant broioù, pobloù, sevenadurioù, ha kement ‘zo, evit treuzkas tout ar pinvidigezhioù-se da skolidi klasoù divyezhek a felle dezhi ober. Ha setu, a-hed eizh miz he beaj eo chomet e darempred gant skolidi seizh skol divyezhek, o kas dezho filmoù, fotoioù, skridoù, ha zoken o kontañ kaoz ganto ‘’war eeun’’ dre internet. Prantadoù berr tre, ha n’eo ket diaes komprenn perak : an eur e Breizh n’eo ket tre ar memes hini hag e broioù evel Chile, Bolivia, Perou, Ecuador… An ‘’dilec’hiadur-eur’’ a vez graet eus se !
Ur gwir gannadourez, war gevandir Amerika ar C’hreisteiz, evit yaouankizoù divyezhek Breizh e oa bet
Pauline KERSCAVEN. Un dudi eo bet selaou anezhi o kontañ he beaj hag ober anaoudegezh gant gweledvaoù ar c’hevandir-se dre ar fotoioù diniver bet tennet ganti…
Peadra da reiñ c’hoant da veur a berzhiad d’ober kement all ha da vont ivez da foetañ broioù tramor…
Abadenn ar 4 a viz Kerzu gant Radio Kerne : Lou Millour ha Loïg Jade
Evel just ne oa ket ken stank an dud deuet d’an abadenn “Kontañ Kaoz” eget ar re aet da zañsal gant Raymond LE LANN un tammig pelloc’h er Sal Sokiosevenadurel (un tregont bennak). Met n’eo ket bet kollet o amzer ganto. Zoken ar re a zo boas da selaou ouzh Radio Kerne o deus desket ur bern traoù digant Lou MILLOUR, Renerez, ha Loïg JADE, Prezidant ar gevredigezh a vez o verañ ar media-mañ. Ar radio-mañ a zo, pell ‘zo dija, unan eus radioioù pennañ korn-bro Kemper. Gant tri bann talmoù e c’hell skignañ hec’h abadennoù war un dachenn ken ledan hag hini Mervent penn Breizh, d.l.e. diouzh rakkêrioù Brest betek re An Oriant.
Ur souezhadenn all ‘zo bet ivez evit ar berzhidi : estreget brezhonegerien a vez o selaou ingal ouzh Radio Kerne. Tud ‘zo a selaou outi abalamour d’ar sonerezh skignet, ar pezh a laka anezho da zaremprediñ gant ar Brezhoneg, ur yezh ne ouifent ket mod all, marteze, ez eus anezhi…
Un dek bennak a dud a ra war-dro mont-endro a radio, c’hwec’h anezho gant ur gevrat didermen he fadelezh, hag ar re all o labourat a youl vat, d.l.e. evel “youlidi keodedel”.
Bez e c’heller lavarout emañ Radio Kerne unan eus ar re bouezhusañ e Breizh. Ezel eo ivez eus ur rouedad a radioioù (peder etre tout). Ha gant ma ‘z eus ur c’hazetenner o labourat evit pep hini anezho, al labour kelaouiñ (dastum hag embann keleier) kaset a-stroll ganto a ziskouez bemdez bezañ ledanoc’h, klokoc’h hag efedusoc’h eget hini ar radioioù lec’hel all…
Evit peurlipat anaoudegezh ar mont-endro eo bet pedet ar berzhidi da vont betek Ploneiz da weladenniñ ar studioioù. Ar vizit-mañ zo bet deiziadet d’an 23 a viz C’hwevrer 2016, hag an holl a fello dezho kemer perzh a vo degemeret mat !
Abadenn an 20 a viz Du gant Mélanie Jouitteau
Plac’h An Naoned eo-hi, o chom bremañ e Lokorn abaoe un nebeut bloavezhioù. Un douzennad a dud a oa deuet da gejañ ganti. Graet o deus anaoudegezh gant al labour ramzel bet boulc’het ganti. War-lerc’h un dezenn war yezhadur ar Brezhoneg keñveriet gant yezhoù all ar bed, emañ-hi o labourat evit ar C.N.R.S. (Imbourc’hva IKER) da vont pelloc’h war an dachenn-mañ. Deskrivañ a ra penaos e ya en-dro ar Brezhoneg diwar an doare ma vez komzet gant an dud m’emañ ar yezh-mañ o yezh c’henidik. Al labour-mañ ez eus tu sellout outañ, ha zoken kemer perzh evit e welaat pe e glokaat, war ul lec’hienn internet anvet ‘’ARBRES’’. Kouviet eo bet perzhidi an abadenn da weladenniñ al lec’hienn. Lavarout a ra Melanie diwar e benn ez eo ‘’gwelloc’h eget dec’h, ha kalz gwasoc’h eget warc’hoazh’’. Ha termeniñ a ra he labour evel hini sevel ur pont etre ar vrezhonegerien, an holl anezho, brezhonegerien dec’h, hiziv ha warc’hoazh, ha klaskerien ar bed war ar yezhoniezh.
Gellout a rit taoler ur sell war al lec’hienn ARBRES
pe war he lec’hienn micherel:
DIELLOÙ
2014-2015
14 a viz Du | Yann Fulup Dupuy |
28 a viz Du | Gabi Bizien |
12 a viz Kerzu | Lukian Kergoat |
06 a viz C’hwevrer | Sten Charbonneau |
06 a viz Meurzh | Gwenole Guevel |
20 a viz Meurzh | Loïg Jade |
03 a viz Ebrel | Gi Ar C’horr |
17 a viz Ebrel | Martial Menard |
22 a viz Mae | Goulwena An Henaff |
11 a viz Mezheven | Strilherezh ar Meinhir) |
Abadenn ar 6 a viz C’hwevrer gant Sten Charbonneau :
Kinniget n’eus Sten ar c’hoarioù bet savet gantañ diwar ar skiant-prenet en deus berniet pa oa-eñ kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg. Daou c’hoari a zo bet ijinet gantañ : "Klask ar Ger" ha "Din an Dorn". Pal ar c’hoarioù-mañ (hag a zo skignet ha dasparzhet gant ar gevredigezh "Aplud") a zo lakaat an dud a oar brezhoneg (un tamm bras pe bihan)... da gaozeal.. hep gouzout dezho... daoust ma ne gredont, pe ma soñj dezho n’int ket gouest d’hen ober...
Eus Bro Gemper ez eo Sten. Anavezet mat eo gant selaouerien R.B.I./O. pa ’z e oa, ur pemzek bloaz ’zo, unan eus ar re a gase en-dro an abadennoù brezhonek war gwagennoù ar radio-se.
Abadenn an 12 a viz Kerzu gant Lukian KERGOAT :
-Un ugent bennak a dud a oa deuet, d’ar Gwener 12 a viz Kerzu, da selaou Lukian KERGOAT « kontañ kaoz » war Istor ar Brezhoneg. Ha n’int ket bet dipitet da vezañ deuet, ken dic’hortoz, ha pinvidik, eo istor hor yezh a chom c’hoazh, hiriv an deiz, kazimant dianav da lodenn vrasañ ar Vreizhiz… ur yezh a gaver, da skouer, skridoù anezhi war dornskridoù ken lozh ha re ar Grennamzer Uhelañ…
Komzet eo bet evel-se eus un dornskrid bet skrivet e dibenn an VIIIvet kantved hag a zo miret bremañ e levraoueg Skol Veur Leiden (Izelvroioù). Emichañs emañ o tont eus Abati Sant Gwenole Landevenneg, met ne vezer ket sur. Peder folennad skrid a ya d’ober an dornskrid-mañ, a zo un darn eus un dornlevr mezegiezh anvet « Praecepta medica ». Un dornskrid e latin eo, hag e kaver ennañ gerioù henvrezhoneg end-eeun e korf an destenn, ha n’eo ket evel spisadennoù skrivet e marzoù ar skrid, evel ma c’hoarvez aliesik a-walc’h war dornskridoù ma ‘z eus bet kloer pe venec’h a Vreizh o pleustriñ warno…
Komzet eo bet ivez eus ar skrivagner brezhoneg kentañ a anavezer e anv : Ivonet OMNES, a skrivas, e XIVvet kantvet, evit aveliñ e benn ha diskuizhañ e spered sur a-walc’h, ar gwerzennoù-mañ war varz un dornskrid ma oa o labourat warnañ :
« Me am eus un amourig
Joliig
Dindan an del(ioù)
M’he gwelas »
He ya ! Ar venec’h a zo tud ivez !
Baleet en deus evel-se Lukian KERGOAT e selaouerien a-hed an amzer betek XIXvet kantved an IIIde Republik evit reiñ da anavezout stad-mañ-stad eus emdroadur ar yezh, pe penaos eo bet graet outi (ha graet fall, evit lavarout gwir !) gant kargidi melestradurezh ar Stad, pe gant politikourien ‘zo…
Re verr eo bet an amzer, evel just, evit disec’hiñ un danvez ken ledan. Hag e chomfe sur-tre peadra da vouetañ c’hoazh un abadenn all, ma n’eo ket div pe muioc’h… Da welout !
28 a viz Du : abadenn diwar-benn brezhoneg Douarnenez.
Abadenn ar 14 a viz Du 2014, gant Yann-Fulup DUPUY :
plijet bras eo bet ar pemzek bennak a dud deuet d’e selaou d’ober anaoudegezh gant ur skrivagner p