Div vro, ur c’han

« Hen Wlad fy Nadhau », « Bro Gozh va Zadoù », sed amañ daou anv a zo tost-heñvel evit ober eus kan-broadel ar Gembreiz hag ar Vreizhiz.

Daou anv tost heñvel e div yezh na oant nemet unan gwechal hag a chom hiziv tost-tre daoust da sistem-skrivañ pep-hini anezho a lak da soñjal ez int disheñvel-tre... Ur c’han broadel a zo boutin d’an div bobl hag a lid perzhioù mat an denelezh, ar garantez evit ar vro, hag ar varzhoniezh a oa meuliñ kened an eil hag eben... Ma’z eo brudet mat “Hen Wlad fy Nadhau” e-touez ar Gembreiz a oar e ganañ bep wech ma c’hoarvez un darvoud bennak, ha bras (evel krogad diwezhañ Tournamant Rugby ar Pemp Broad) pe bihan e vefe, eo dav anzav e chom ar “Bro Gozh” dianavezet a-walc’h e Breizh.

Er bloavezhioù paseet ez eus bet tud o reiñ lañs da intruduoù ‘zo evit e vrudañ. Kenurzhiet eo bremañ an intruduoù-se gant “Poellgor Bro Gozh Va Zadoù”, a zo ur gevredigezh a oa bet krouet e dibenn 2010 gant “Skol-Uhel ar Vro”, “Kanomp Breizh”, a zo ur c’hevredad a stroll al lazoù-kanañ a ra gant ar brezhoneg, ha “Breizh-Kembre”, ur c’hevredad a labour da ziorren al liammoù etre an div vro. Savet eo bet gantañ ur film war istor ar c’han-mañ. Krouet eo bet ivez ur priz da c’haredonañ an den pe ar strollad (kevredigezh, embregerezh...) en deus labouret ar gwellañ evit luskañ ar “Bro Gozh”. Da Alan STIVELL eo bet roet ar priz e 2011, ha da Nolwenn LEROY e 2012.

Aozañ a ra ivez a bep seurt darvoud evit lakaat ar “Bro Gozh” da vezañ anavezet ha kanet : abadennoù pleustriñ e-pad gouelioù Breizh, prezegennoù, kanadegoù...

Evit gouzout hiroc’h, kit da welout lec’hienn ar gevredigezh, pe ar blog : Lec’hienn : http://brogozhmazadou.com/www/brogo... Blog : http://pbgmz.wordpress.com/

Evit deskiñ kanañ ar “Bro Gozh”, un hentenn efedus dre ur smartphone : QR Code war www.edubreizh.com

NB : Ar c’han-mañ a zo ivez kan-broadel ar Gerneveuriz hag ar Ghasied (unan eus pobloù ar Meghalaya, unan eus stadoù an Unvaniezh Indian, lec’hiet e biz an Unvaniezh-mañ, e hanternoz ar Bangladesh.

| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0