Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Dañsoù Breizh : un abadenn bep miz e 2016-2017, gant Raymond Le (...)

Dañsoù Breizh : un abadenn bep miz e 2016-2017, gant Raymond Le Lann.

Gant Raymond Le Lann a-hed ar bloaz. Unan a oar reiñ lusk ha buhez d’an abadennoù kaset da benn gantañ ! Etre ugent ha tregont den a zarampred ingal pep abadenn zañs.

2016-2017 :
- Gwener 30 a viz Gwengolo : dañs glazig
- Gwener 28 a viz Here : dañs rouzig (Kastellin)
- Gwener 25 a viz Du : dérobée de guingamp
- Gwener 23 a viz Kerzu : dañs a vro Vigoudenn
- Gwener 27 a viz Geñver : Breizh Uhel (lodenn gentañ)
- Gwener 24 a viz C’hwevrer :dañs Leon
- Gwener 7 a viz Ebrel : Breizh Uhel (eil lodenn)
- Gwener 28 a viz Ebrel : gavotenn ar menez
- Gwener 2 a viz Mezheven : dañs an aven

2015-2016
- Abadenn divoutin d’an 18 a viz Meurzh pa z’eo bet pleustret war dañsoù BRO LIMOUSIN. Kaset eo bet an traoù da benn gant ar strollad BALANDRANE. Studiet eo bet ur voureen trifred hag ar "sautière". Hag evit an "tamm-kreiz" eo bet sonet ganto un nebeut a bezhioù sonerezh o bro. Sonerien ampart !

2015-2016 :
- Gwener 2 a viz Here : dañs glazig (Kemper)
- Gwener 6 a viz Du : Breizh-Uhel (lodenn gentañ)
- Gwener 4 a viz Kerzu : dañs a vro Vigoudenn (Pont ’n Abad)
- Gwener 8 a viz Geñver : Breizh-Uhel (eil lodenn)
- Gwener 5 a viz C’hwevrer : dañs Rouzig (Kastellin)
- Gwener 4 a viz Meurzh : Naoned
- Gwener 1 a viz Ebrel : Bro ar C’hab (kas pep hini un torch, gwir eo)
- Gwener 13 a viz Mae : Gwened.

- Digor eo an abadennoù d’an holl, met gwelloc’h eo gouzout dañsal un tamm dija. Evit pep abadenn e vez goulennet 3 € digant pep perzhiad.N’eo ket dav en em enskrivañ en araok.

- DIELLOÙ

2014-2015 :
- E miz Geñver eo bet Raymond Le lann ar "c’helenner meur", hag e miz C’hwevrer ha Meurzh Jeannot Le Coz. Raymond ’zo deuet endro evit abadennoù Ebrel ha Mae.

9 a viz Geñnver Dañsoù Bro Leon
6 a viz C’hwevrer Kost ar C’hoad
6 a viz Meurzh Dañs Fisel
3 a viz Ebrel da zivizout
1 a viz Mae da zivizout

- Un ugent a dud bennak ’zo bet da bep abadenn gant Raymond Le Lann e miz Here, Du ha Kerzu.

2013-2014

ABADENN DIWEZHAÑ D’AN 2 A VIZ MAE : Dañsoù Bro Naoned (Rond Sautron, Veuze, Galop Naoned).

D’ar 7 a viz Meurzh, ur 25 bennak a dud a oa deuet da bleustriñ war dañsoù ar Vro C’hlazik (gavotenn, bal a zaou ha bal a bevar, jabadao), dindan renerezh Raymond Le Lann, un den leun a basianted hag a fent en deus gouezet heñchañ ar berzhidi d’o lakaat da vestroniañ pazioù pep hini eus an dañsoù-mañ. Ha da vestroniañ gwelloc’h c’hoazh, d’ar 4 a viz Ebrel !

Abadenn an 8 a viz Du. Poaniet o deus ar berzhidi war soutilderioù... ha kevrinoù pazioù ar C’host ar Choad. Eüruzamant e oa deuet a-ratozh-kaer eus Rostren an hudour Jeannot Le Coz en-deus diluziet pep tra ha lakaet an holl da vrochennat pazioù an dañs-mañ ken brav ha n’eus forzh piv bet ganet e Gwareg, Pellan, Perred pe Berc’hed (parrezioù a Gerne Uhel hag a zo bro orin ar C’host ar C’hoad). Na petra ’ta !

JPEG - 218.8 ke
JPEG - 173.2 ke
JPEG - 207.6 ke
JPEG - 202.3 ke


Titouroù ouzhpenn d’an 02 98 91 74 14

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0