Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Beaj liseidi Brizeux da Vro Gembre. Kanadeg Gospel : deuet eo ganeomp (...)

Beaj liseidi Brizeux da Vro Gembre. Kanadeg Gospel : deuet eo ganeomp !

Leun ar sal ha plijadur e leizh ! Ha n’eo ket bet an dud evit chom azezet difiñv bep war e gador… ken entanus ma oa lusk ha ton ar c’hanaouennoù kinniget gant koridi Gospel’Yz Peadra da reiñ kalon da liseidi Brizeux da zerc’hel da vont gant prientiñ o beaj da vro Gembre (11-19 a viz Meurzh) o werzhañ krampouzh war marc’had Kemper bep sadorn mintin.

JPEG - 230.5 ke
JPEG - 193.5 ke
JPEG - 244.8 ke


JPEG - 136.6 ke
JPEG - 150.5 ke
JPEG - 578.9 ke


Hollad an arc’hant dastumet a vo implijet evit arc’hantiñ ar veaj-mañ. Daou zevezh a vo tremenet ganto e Lise nevez-flamm Llandysul, gant liseidi "Ysgol Dyffryn Teifi".

2016
Troiad 42 lisead (klasoù termen al Lise Brizeux) e Bro Gembre etre an 12 hag an 20 a viz Meurzh.

Kejadennoù hag eskemmoù frouezhus gant liseidi Llandysul a zo bet, dreist evel ma oa bet graet ur bloaz ’zo dija gant skolidi ar c’hlasoù brezhoneg. Er greizenn "Urdd", e Llangrannog, a zo bremañ anavezet mat gant kalz a Blogoniz, int bet lojet keit ma oent o chom e Llandysul a’r Fro (korn Bro Llandysul), a-raok mont davet Borth ha gweladenniñ kreizenn an "energiezhoù adnevezadus" e Marchynlleth. Ur gaer a sizhunvezh dindan an heol ! An 42 skoliad hag ar 4 ambrouger a oa ganto a zo bet plijet kenañ gant o chomadeg eno hag an degemer tomm a zo bet roet dezho gant ar Gembreiz, dreist-holl e Lise Llandysul.

Al lankadoù pennañ :

- Sadorn 12 : Loc’hañ diouzh Kemper da 3e enderv. Treuzet Mor Breizh e-pad an noz eus St Malo da Bortsmouth.

- Sul 13 : War an hent eus Portsmouth da Llangranog (war Aod Kornog Bro Gembre), un tammig arsav e Talacharn da weladenniñ ar “Boathouse”, ti Dylan THOMAS, brudetañ skrivagner Bro Gembre. Soubet raktal al liseidi e “spered al lec’h” dre gejañ gant tud ar vro… Diouzh an abardaez, annezadeg e Kreizenn Herberc’hiañ “Gwersyll Yr Urdd” e Llangranog.

JPEG - 300.8 ke
JPEG - 240.6 ke
JPEG - 325.7 ke
JPEG - 288.3 ke
JPEG - 296.3 ke
JPEG - 329 ke
JPEG - 268.5 ke
JPEG - 315.4 ke


- Lun 14 ha Meurzh 15 : Lise “Dyffrin Teifi” e Llandysul. Degemeret hag ambrouget liseidi Brizeux gant liseidi Llandysul. Graet anaoudegezh kenetrezo. Eskemmoù, c’hoarioù “respont d’ar goulenn”, c’hoarioù mell, dañsoù, “speed dating” e kembraeg… Bizit chanter al lise nevez (tost echu), ambrouget gant R. JENKINS, ar rener nevez. Un droiadig gant treñ bihan an “Teifi Valley Railway”… D’ar meurzh abardaez, loc’hañ davet an Norzh. Arzav war an hent evit gweladenniñ “Penlon Farm-Brewery”. Annezadeg e Herberc’h Yaouankiz Borth, a-dal d’ar mor. Ur gentel Kembraeg gant Nikolas AN DAVALAN (an hini en deus savet an hentenn “Oulpan” da zeskiñ Brezhoneg).

JPEG - 261.7 ke
JPEG - 242.9 ke
JPEG - 269.3 ke
JPEG - 276.5 ke
JPEG - 266.8 ke
JPEG - 248 ke
JPEG - 244.7 ke
JPEG - 263.4 ke
JPEG - 251.9 ke
JPEG - 255.6 ke
JPEG - 304.8 ke
JPEG - 270.9 ke
JPEG - 276.7 ke
JPEG - 235.9 ke
JPEG - 306.8 ke
JPEG - 293.2 ke
JPEG - 258.2 ke
JPEG - 294.1 ke
JPEG - 311 ke
JPEG - 287 ke
JPEG - 275.6 ke
JPEG - 288.1 ke
JPEG - 228.6 ke
JPEG - 168.4 ke
JPEG - 335.8 ke
JPEG - 231.4 ke
JPEG - 254.5 ke
JPEG - 329.6 ke
JPEG - 284.9 ke
JPEG - 321.1 ke
JPEG - 277.1 ke
JPEG - 326 ke
JPEG - 190.8 ke
JPEG - 191.2 ke
JPEG - 196.8 ke
JPEG - 243 ke
JPEG - 187.7 ke
JPEG - 223.8 ke
JPEG - 244 ke
JPEG - 269.3 ke
JPEG - 255.4 ke
JPEG - 180.2 ke
JPEG - 216.3 ke
JPEG - 269.9 ke
JPEG - 294.1 ke
JPEG - 317.1 ke
JPEG - 327.9 ke
JPEG - 309.8 ke
JPEG - 223.4 ke
JPEG - 198.9 ke
JPEG - 186.3 ke
JPEG - 200.4 ke
JPEG - 276.2 ke
JPEG - 276.8 ke
JPEG - 300.3 ke
JPEG - 295.9 ke
JPEG - 292.6 ke
JPEG - 356.2 ke
JPEG - 270.4 ke
JPEG - 233.5 ke
JPEG - 250.3 ke
JPEG - 299 ke
JPEG - 237.8 ke
JPEG - 258.1 ke
JPEG - 281.8 ke
JPEG - 196.2 ke
JPEG - 242.8 ke
JPEG - 244.4 ke


- Merc’her 16 : Devezh a-bezh e Machynlleth, e Kreizenn an Teknologiezhoù Padus (un tem e-kreizig-kreiz arnodoù ar vachelouriezh evit liseidi ‘zo !). Abardaevezh e Aberystwyth, er Pub “The Academy” a zo lec’h meur emgavioù ha kejadennoù ar studierien.

JPEG - 180.2 ke
JPEG - 193.8 ke
JPEG - 240.1 ke
JPEG - 214 ke
JPEG - 240.6 ke
JPEG - 229 ke
JPEG - 350.1 ke
JPEG - 359.2 ke
JPEG - 297.2 ke
JPEG - 240.1 ke
JPEG - 302.8 ke
JPEG - 334.8 ke
JPEG - 298.6 ke
JPEG - 313 ke
JPEG - 282.6 ke
JPEG - 304.8 ke
JPEG - 300.6 ke
JPEG - 196.1 ke
JPEG - 260.3 ke
JPEG - 223.5 ke
JPEG - 237.9 ke
JPEG - 221.9 ke
JPEG - 277.7 ke
JPEG - 270.5 ke
JPEG - 290.4 ke
JPEG - 263.6 ke
JPEG - 182.5 ke
JPEG - 296.5 ke
JPEG - 241 ke
JPEG - 268.6 ke
JPEG - 241.2 ke
JPEG - 157.9 ke


- Yaou 17 : Loc’hañ diouzh Borth. “Krapadeg” (war droad, evel just !) gant “Craig-Lais” (“Constitution Hill”) evit saouriñ arvest Kêr Aberystwyth. Un eurvezh dibres da stranañ un tammik dre ar staedoù… ha dao en hent davet Caerdydd. Annezadeg e Herberc’h Yaouankiz “River-House”, a-dal d’ar “Stadiwm y Mileniwm” (pe “Stadiwm Principality”, evel ma vez graet bremañ !). Gouel Sant Patrig (“St Patrick’s Day”) eo ar 17 a viz Meurzh, un dra da lidañ gant un abadenn sonerezh en “O’Neill’s Pub” ! E digor an noz, baleadeg “tasmantel” e Mirdi Sain Ffagan (St Fagans) gant Jim COWAN, ur marvailher eus ar re wellañ…

JPEG - 265.5 ke
JPEG - 239.5 ke
JPEG - 288.7 ke
JPEG - 280.7 ke
JPEG - 266.3 ke
JPEG - 207.2 ke
JPEG - 255.2 ke
JPEG - 268.1 ke
JPEG - 260.5 ke
JPEG - 272.6 ke
JPEG - 264.3 ke
JPEG - 199.7 ke


- Gwener 18 : Ambrouget adarre gant Jim COWAN, ur valeadeg e kreizkêr Caerdydd , lakaet dodennoù anezhi da glotañ gant program ar vachelouriezh. Bizit “Castel Goch”. Ha diouzh an abardaez, sonadeg gant ar “Stranglers” e Sal “Student’s Union” Skol Veur Caerdydd.

JPEG - 319.3 ke
JPEG - 280.8 ke
JPEG - 325.8 ke
JPEG - 288.3 ke
JPEG - 206.4 ke
JPEG - 251 ke
JPEG - 301.1 ke
JPEG - 281.3 ke
JPEG - 236.2 ke
JPEG - 210.2 ke
JPEG - 208.1 ke
JPEG - 250.8 ke


- Sadorn 19 : An devezh nemetañ gant un heol mouzet ! Bageadeg e Bae Caerdydd, gant Steve. Bizit ar “Senedd” (Ti Bodadenn Vroadel Kembre), ha “Canolfan Mileniwm Cymru” (“Millenium Arts Centre”). Prantad dibres. Krogad rugbi Kembre/Italia war skramm bras. Abardaevezh diwezhañ en Herberc’h Yaouankiz… berr tre rak…

JPEG - 191.4 ke
JPEG - 294.8 ke
JPEG - 266.3 ke
JPEG - 299.3 ke
JPEG - 239.4 ke
JPEG - 287.9 ke
JPEG - 216 ke
JPEG - 212.7 ke


- Sul 20 : Dihunet an holl da 3e vintin… a-benn degouezhout e Portsmouth da 6e15 ! Kalet ar vuhez ! Treuzet Mor Breizh war vourzh ar “Menez mikael” (“Mont St Michel”). Degouezh e Caen-Ouistream da 3e enderv (bag ebet d’an deiz-se davet Rosko pe St Malo, siwazh !). Degouezh e Kemper da 8e30 noz. Skuizh marv, evel just… met gant kement a draoù da gontañ !

JPEG - 202 ke
JPEG - 209.4 ke
JPEG - 241.6 ke
JPEG - 277.5 ke
JPEG - 243.8 ke
JPEG - 175 ke
JPEG - 271 ke
JPEG - 264.7 ke


Met a-raok, evit ac’hantaouiñ tout an traoù-mañ, eo bet dav… gwerzhañ krampouezh bep sadorn mintin war ar marc’had e Kemper…

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0