2018.11.23 : Emvod-meur

480 € a vo kaset da Guzul Gevellañ Llandysul, dezho da reiñ anezho d’ar c’hevredigezhioùa zo bet skoet gant an darvoudoù-se, ar "Padlers" (Klub kanoe-kayak) pe ar Pwerdy (Kreizenn arzoù) da skouer, hon eus bet tro da genober ganto.
E bilañs an obererezhioù eo bet kontet an traoù a zo bet graet e-pad ar bloavezh paseet… hag a zo bet danevellet dre ar vunud war al lec’hienn-mañ a-feur ma ’z int bet sevenet.

Raktresoù evit 2019 :
- ur pemvet beaj da Vro Gembre evit liseidi Brizeux,
- Gouel Divi evit an trede gwech e penn kentañ miz Meurzh,
- ur staj "krampouezh" e Lopeo,
- ur gerzhadeg e Bro Gembre e miz Ebrel,
- hag un neudig traoù ouzhpenn a chom c’hoazh da gadarnaat….


JPEG - 191.8 ke
JPEG - 161.8 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0