Arvest ar bloaz-mañ "Erminig" n’eus sachet tud c’hoazh davet an Arpej. Krampouezh lipous a oa kinniget gant ar C’horriganed ha kafe-gwastilli gant ar grennarded a ya da Vro Gembre e miz Ebrel. Bugale ar C’helc’h o deus graet berzh evel just! Un abadenn simpa.
03.06.2018. Arvest "Kejadenn"
Ouzhpenn ur 120 bennak a dud deuet da sellet (ha saouriñ) ouzh arvestoù nevez savet gant Korriganed ar Meilhoù Glas.
Ar C’huzul Gevellañ en doa pedet Kelc’h Korriganed ar Meilhoù Glas da zont d’an deiz-se da ginnig ar c’horollerezhioù nevez savet ganto evit bezañ diskouezet amañ hag ahont e Breizh e-pad an hañv.
Da 2e30 g.m. rik en doa kroget an arvest, ha padet betek 3e30.
Ar c’horollerezh kentañ a zo bet kinniget gant ar vugale (18 int ’barzh ar C’helc’h) : "Diduadenn" e anv.
An eil a zo bet kinniget gant "re vras" ar C’helc’h : "Koef pe dok", un istor e-lec’h ma weler ne c’heller reoliñ nag ar garantez nag… ouzh piv e vager karantez !.
Abadenn gentañ an daou gorollerezh e oa. Un dro a-feson eo bet evit lakaat da gejañ an eil ouzh egile daou rummad tud (izili ar c’helc’hioù ha perzhidi festoù-noz) a zo troet war dañsoù ar vro met n’o deus ket alies an okasion da gaozeal asambles diwar-benn an diduamant a zo boutin dezho.
Ha perzhidi ar festoù-noz o deus bet ouzhpenn an dro d’ober anaoudegezh gant un dachenn all m’emañ ar c’helc’hioù o pleustriñ warni : an dilhad hengounel. D’an neb a gare eo bet diskouezet penaos perlezenniñ, brodañ, sevel, patromoù… ha zoken koefañ.
Ha kement-se gant ur banne kafe, te pe bier da lakaat da ziskenn un tamm gwastell… rak un ostaleri a oa bet digoret war-lerc’h ar c’horollerezhioù, da bep hini da vont da flapañ gant e nesañ diwar-benn an arvestoù bet gwelet… pe liv an amzer ha spered an dud…