Traoù sevenet

JPEG - 79.7 ke

Deuet da vezañ ofisiel ar gevellañ etre Llandysul ha Plogoneg dre m’eo bet sinet ar garta d’ar 16 a viz Gouere 1988 ha d’an 20 a viz eost 1989. A-benn lakaat ar gevellañ war wel eo bet staliet panelloù e Plogoneg e 1989 hag e Llandysul e 1992. Anv Plasenn Llandysul a zo bet roet d’ur park otoioù dizanv e Plogoneg da-geñver sinadur ar feur-emglev.

JPEG - 38.4 ke
Panneau de jumelage
JPEG - 39.8 ke
Llandysul

E 1987 o deus kroget an eskemmoù etre an dud en oad, ha kement-se a vloaz da vloaz. Da vare dibenn-sizhun Fask ez a ar Blogonegiz da Llandysul, pa ya ar Gembreiz da Blogoneg da geñver fest-noz ar c’homite gevellañ d’ar sadorn diwezhañ a viz Eost, pe da vare vakañsoù an Holl Sent. Bep daou vloaz vez graet ar veaj.

JPEG - 39.5 ke
Gweladenniñ Ti Henaff 2003

Bep taol e vez savet roll an oberiantiz diwar un tem : diorren an armerzh, an endro, ar yezh, sevel Europa hag all… Evel-se o deus bet tro ar Gembreiz da vizitañ, e Plogoneg pe en trowardroioù, un tiegezh bihan, ur formajerezh, koc’hu pesked ar Gelveneg, labouradeg HENAFF, Mirva Louzawouriezh Brest, da vont da brezegennoù ha diskouezadegoù diwar-benn ar yezhoù nebeut komzet, ar Yaouankiz hag an Europ, "Graet e Breizh"…

JPEG - 56.1 ke
El liorzh louzoù 2000

Tud Plogoneg o deus bet tro da vont da greizenn energiezh dre adneveziñ e Machynlleth, d’an Eisteddfod vroadel hag a zo ur gwir rakstal war sevenadur Kembre, da levraoueg vroadel Kembre, d’al liorzh louzoù, d’ar stal-labour bravigoù aour hag arc’hant, en embregerezhioù Llandysul (labouradeg Tregroes Waffles, moulerien hag embannerien Gwasg Gomer). Selaou prezegennoù e-leizh o deus bet tro ivez, war an diorren padus hag ar programmoù Leader, Antur Teifi, Bodadeg Vroadel Kembre, Cymni Iaith Cyf (Ajañs broudañ an embregerezhioù da ober gant ar c’hembraeg).

Ma kendalc’h tud zo da gemer perzh adalek ar penn kentañ ez eo peogwir ez eus liammoù gwirion a vignoniezh a zo bet skoulmet etre an div gumun hag ar familhoù. Hag an dra-se a vroud tud nevez da gemer perzh er gevellañ. Mignoned dreist-holl hag a-raok pep tra eo ar "« c’hendirvi keltiek », laouen d’en em gavet bep bloaz a-benn eskemm, lakaat o sevenadurioù da vezañ anavezet gant ar re all, hag ober ar fest evel-just !

JPEG - 37.8 ke
Stajidi 1995

Abaoe an deroù e vez lakaet yaouankiz an div gumun da emellet er gevellañ. E miz C’hwevrer 1988 e teu 12 Kembreadez yaouank da dremen ur sizhunvezh e Plogoneg. Ha daou viz goude e oa o zro da zegemer o c’henseurt-ez-ed plogonegat. Ar bloavezhioù war-lerc’h e kendalc’ho an eskemmoù-se etre ar grennarded. E-barzh ar jeu en em lak ivez skolaj-lise kembraek Llandysul o kinnig d’ar re a zo o teskiñ galleg mont da ober stajoù e stalioù ha skolioù Plogoneg.

E 1998 ha 1999, gant skoazell an ULAMIR (Unvaniezh Lec’hel evit an Animañ war ar Maez) ha Kreizenn Yaouankiz Ceredigion ez aozas ar c’homiteoù gevellañ daou chanter evit ar re yaouank en div gumun. Evel-se e tesk ar re yaouank labourat a-stroll gant tud yaouank eus ur vro all. Servij ar gumuniezh e reont war un dro.Da skouer eo bet savet a-drugarez d’ar c’hampoù chanter-se un hent MTB (Marc’h-houarn Treuz Bro) ha kempennet un dachenn-c’hoari e Plogoneg, hag hentoù da vont war droad ha bankoù a zo bet aozet e Llandysul. Evel-just er beajoù-se o deus bet d’anavezet ar gêr c’hevellet gant o hini, ha da gaout dudi !

JPEG - 37.3 ke
Kamp-chantier e Plogoneg 1998
JPEG - 45.4 ke
Kamp-chantier e Llandysul 1999


Eus tu ar re yaouank zo bet kalz beajoù neuze, met un tamm muioc’h a amzer zo bet ezhomm evit sevel eskemmoù etre ar vugale. E miz Even 1991 zo deuet skolidi deus Llandysul da dremen un nebeud devezhioù e skolioù kentañ derez Plogoneg. Met ret e vo gortoz 10 vloaz c’hoazh a-raok e vije savet an eskemm da vat. 26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes a zeu da Blogoneg e miz Even 2001 hag bloaz war-lerc’h eo 24 bugel eus skolioù Sant-Egoneg ha Sant-Albin az aio e miz Mae da Llandysul evit ar wezh kentañ. Seblant a ra bezañ stabil an eskemm da neuze hag e miz Even 2003 e teu en-dro skolidi Kembre da Blogoneg, pa’z a re Blogoneg e miz Even 2004 d’ober un tamm gwel da re Llandysul ha Tregroes.

JPEG - 36.4 ke
Skolidi Llandysul 2001
JPEG - 44.7 ke
Skolidi Plogoneg 2002
JPEG - 48.5 ke
Skolidi Llandysul 2003
JPEG - 42.1 ke
Skolidi Plogoneg e Llandysul 2004


JPEG - 46.7 ke
C’hoarierien fobal Plogoneg ha Llandysul 1995

N’eo ket ar skolioù hag ar re yaouank hepken a zo dedennet gant ar pezh a c’heller ober gant ar gevellañ. Ar sport a zo war wel ivez. E miz Mae 1990 eo e tiegezhioù Plogoneg e vo roet bod d’ar c’hoarierien mell-droad yaouank eus Llandysul deuet da gemer perzh d’ar "Mondial Pupilles" e Ploveilh. D’ar memes mare ez a skipailh mell-droad Plogoneg d’un tournamant e Llandysul. War e roudoù ez aio ur skipailh all e 1994 a-raok degemer ar Gembreiz e 1995. An disoc’hoù : trec’h zo bet eus a bep tu, ha sur eo zo bet abadennoù bravoc’h goude ar matchoù !

JPEG - 36.5 ke
Rhidian o c’houren

Graet eo bet ur c’hammed war-raok e 2001, gant ar Servij Europat a Youl vat (SVE) : Rhidian Jones, ur paotr eus Caerfyrddin, a zo chomet 10 miz e Plogoneg. Kemer a ra perzh e buhez ar vro, kinnig a ra bro Gembre d’ar Blogonegiz, deskiñ a ra Gouren… E-kerzh e raktres deus roet kentelioù saozneg d’ar skolidi, labouret gant an ULAMIR hag e kreizenn buheziñ Gwengad.

JPEG - 16.2 ke
Katell o resev he zesteni kembraeg e-pad an Eisteddfod

E 2003-2004 eo aet Katell Pennaneac’h, ur plac’h eus Plogoneg, da dremen 10 miz e Llandysul e-ser un SVE. En he fal e oa da grouiñ ul lec’hienn (an hini emaoc’h o vizitiñ). A-benn anavezet gwelloc’h sevenadur, hengoun ha doare-bevañ Kembre, eo en em lakaet e-barzh buhez skolioù kentañ derez Llandysul a’r Fro, Kreizenn Yaouankiz Ceredigion ha burev « Llandysul a Phont-Tyweli ymlaen ». Desket he deus ivez Kembraeg hag a vez boaziet gant ar muianiver e Ceredigion, tapet ganti un A en arnodenn vroadel Kembraeg.

A-hed ar bloavezhioù-se, evit aesaat an darempredoù, eo bet savet gant an daou gomite kentelioù dañs digor d’an holl, ha kentelioù yezh ivez : saozneg hag un tamm kembraeg e Plogoneg, galleg hag un tamm brezhoneg e Llandysul. Evit arc’hantaouiñ an eskemmoù eo bet aozet a bep seurt darvoudoù : c’hoari loto, marc’had traoù kozh, nozvezhioù krampouezh, festoù-noz, nozvezhioù gwin ha formaj, kartennoù hetoù pederyezhek…

Abaoe 1992 e vez sikouret mat an eskemmoù etre an dud deuet gant an Europ. Abaoe an deroù e resev komite Plogoneg ur skoaziad arc’hant bloaziek gant an ti-kêr. Gant Kuzul Kumuniezh Llandysul ivez e vez roet arc’hant evit ar gevellañ. Un tamm startijenn ouzhpenn a vez degaset da vuhez sevenadurel ar c’humunioù gant tout an oberiantizoù-se. Krouet e vez liammoù etre an annezidi ha kevredigezhioù ’zo, ha dre-se e kejer gant tud nevez, en e gumuniezh ken koulz hag en hini gevellet ganti.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0