Skouerioù

Ar c’heltieg eo orin ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Met cheñch a ra ar yezhoù a-hed ar c’hantvedoù. Aloubadegoù, gwaskerezh, yezhoù all boaziet tro-dro dezho, meur a abeg zo evit e cheñcho stumm ar yezhoù. Tu zo displegañ emdroadur ar c’hembraeg hag ar brezhoneg evel-se :

- An orinoù keltiek Henvrezhoneg hag hengembraeg : adalek ar 5vet kantved.
- Krennvrezhoneg ha krenngembraeg : adalek an 11vet kantved. -Brezhoneg ha kembraeg modern : adalek fin ar 16vet kantved. -Brezhoneg ha kembraeg a-vremañ : abaoe an 20vet kantved.

Bevet o deus ar brezhoneg hag ar c’hembraeg dreist ha daoust d’ar c’hantvedoù. N’o laoskomp ket mervel!

Div yezh eo ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, da bep hini he ferzhioù dibar. Traoù heñvel a zo e pep hini anezho, e keñver yezhadur pe e keñver geriaoueg.

Un tamm skouerioù: Kembraeg Brezhoneg Galleg Dw i’n darllen y llyfr. Me zo o lenn ul levr. Je lis un livre. Pwy sy’n canu ? Piv zo o kanañ ? Qui est-ce qui chante?

Kembraeg Brezhoneg
Dw i’n darllen y llyfr. Me zo o lenn ul levr.
Pwy sy’n canu ? Piv zo o kanañ ?

Un tamm geriaoueg:

Ar sizhun

Kembraeg Brezhoneg
Llun Lun
Mawrth Meurzh
Mercher Merc’her
Iau Yaou
Gwener Gwener
Sadwrn Sadorn
Sul Sul

An niverennoù:

Kembraeg Brezhoneg
1 Un Unan
2 Dau Daou
3 Tri Tri
4 Pedwar Pevar
5 Pump Pemp
6 Chwech C’hwec’h
7 Saith Seizh
8 Wyth Eizh
9 Naw Nav
10 Deg Dek

Al livoù:

Kembraeg Brezhoneg
Gwyn Gwenn
Du Du
Glas Glas
Melyn Melen
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0