Plogoneg

Ur gumun war ar maez eo Plogoneg, 2806 den o chom enni (hervez niveradeg 1999), 54 km2 he gorread. E traoñ departamant Penn-ar-Bed emañ, e kornaoueg Breizh, etre Kemper (13 km ac’hann) ha Douarnenez (10 km ac’hann). Plogoneg, anv brezhonek, a dalv kement ha « parrez (ploe) de Sant-Koneg » (pe Sant-Egoneg).

Teir zachennad bevañ a gaver enni dreist-tout : ar vorc’h, ar C’hroezoù war hent Kemper ha Sant-Albin war hent Kemeneven.

JPEG - 30.7 ke
Ar vourc’h
JPEG - 40.8 ke
Ar C’hroezioù
JPEG - 33.5 ke
St-Alc’houen


- Kalz tud a labour er c’hêrioù tro-dro, met kavet a reont gwelloc’h chom ba’ Plogoneg evit profitañ eus ar vuhez war ar maez. Arabat soñjal koulskoude ne raer nemet kousket e Plogoneg. Peadra zo evit bevañ war ar pemdez. Ar stalioù ha ar servijoù a ro tro da reiñ labour d’an dud, hag en teir skol kentañ derez zo un tammig nebeutoc’h evit 300 skoliad etre-tout.

Ar servijoù:

JPEG - 48.6 ke
An Ti-kêr

- Evel en holl gumunioù e talv an ti-kêr kement ha « Community Council » Llandysul, met gant kiriegezhioù a denn eus « County Council » Ceredigion. Gantañ e vez dileuriet ar Stad war al lec’h. Ober a ra war-dro teuliadoù evel re ar merañ annezadur, ar stad sivil, an heñchoù… Dilennet eo ar guzulierien-gêr evit c’hwec’h bloaz gant an annezidi. Emellet int war dachennoù an deskadurezh, ar servijoù sokial, ar sevenadur, an touristerezh, an treuzdougen publik, ar sportoù… Ha n’eo nemet un diverradenn eus kefridioù an ti-kêr a zo displeget amañ.

- E Plogoneg zo ul levraoueg e c’heller mont war Internet enni, ur sal sport, tachennoù mell-droad, ur sal sokio-sevenadurel evit ar c’hevredigezhioù, oaled ar gumun, ur sal evit ar gouelioù… Abaoe n’eus ket pell ’zo ur c’harr-boutin a ra an hent etre Plogoneg ha Kemper.

JPEG - 47.1 ke
Al levraoueg
JPEG - 33 ke
Oaled ar c’humun
JPEG - 33.3 ke
Sal ar sportoù


- Peadra a zo ivez evit ober war-dro yec’hed an dud Bez ’zo ivez medisined, un dentour, ul leuñvour, iñfirmourezed, un apotikerdi met ivez servijoù all evel tier-bank, ti un noter, ur medisin evit al loened…

Ar stalioù-konwerzh :

N’eo ket dav mont bepred er c’hêrioù tro-dro evit mont da brenañ traoù peogwir e vez kavet pep tra zo ezhomm bemdez gant stalioù hag artizaned Plogoneg. Abaoe meur a vloavezh zo ur gourmarc’had, baraerdioù, ur c’higer, ul leti-ha-preti, un ti krampouezh, kriberien blev, tavarnioù, ur stal dilhad, karrdioù, ur gevelouri labourerien-douar, ur greizenn kezekañ, tredanerien ha kalvezourien ha kement zo c’hoazh.

Ar skolioù : (bloavezh 2003-2004)

- Teir skol kentañ derez a zo er gumun : div bublik hag unan prevez.

Er vorc’h emañ skol kentañ derez publik Paul Gauguin. Tro-dro da 150 skoliad a zo enni. E karter Sant Albin emañ ar skol bublik all, 36 bugel skoliataet enni. Skol Sant Egoneg eo an hini prevez. Skol goshañ ar gumun an hini eo. E borc’h Plogoneg emañ ivez hag enni zo skoliataet un tammig nebeutoc’h a 100 bugel. Gant sizhunvezhioù 4 devezh e ra an teir skol.

JPEG - 35.3 ke
Skol Paul Gauguin
JPEG - 37 ke
Skol St-Egoneg
JPEG - 35.7 ke
Skol St-Alc’houen


- Ur gumun a ra he mad eus braventez ha sioulded ar maezioù eo Plogoneg, un dek kilometr bennak eus traezhennoù bae Douarnenez. Kalz touristed a vez desachet er vro, hag e Plogoneg pe en trowardroioù e kavont tro da vezañ lojet en ul leti, e kambreier degemer pe e chedoù. Dre m’eo bet savet ur bodad-tier nevez just p’emaer o vont kuit eus ar vorc’h war hent Sant Albin zo moaien d’an dud nevez-erruet, koulz tud yaouank ha tud n’int ket, da vont da chom ba’r gumun ha da gemer perzh en he buhez.

JPEG - 28.8 ke
Gwel war Blogoneg
JPEG - 26.9 ke
Bae Douarnenez
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0