Amañ e kavot an holl oberiantizoù kaset da benn e-ser ar gevellañ, diouzh an deroù betek 2004. Eskemmoù adalek 2005 :sellit ouzh ar rubrikenn-se !
80’s
1983 : ur c’homite da c’hortoz a zo savet e Llandysul a-benn lakaat war-sav ur gevellañ gant Breizh... Prezidant : Huw Bevan-Jones (betek 2001) Sekretour : Philip Ainsworth Teñzorerez : Eileen Curry
1985: darempredoù kentañ etre Llandysul ha Plogoneg.
1986
4 a viz Ebrel:
Sevel a ra Kuzul-kêr Plogoneg a-du gant ar gevellañ.
17 a viz Ebrel:
« Emvod-meur » kentañ gant an dud dedennet gant ar raktres. Un dregont bennak a dud a zo war al lec’h.
Gant un daouzek den bennak eo bet savet un teuliad a-benn kinnig Plogoneg da Llandysul. Diwar-se e vo embannet ur studiadenn arc’hantet gant ar skoaziad arc’hant kentañ a vo roet gant an ti-kêr.
1987
Miz Ebrel:
Teuliad Llandysul kaset da dud Plogoneg.
Miz Mae:
Kinniget eo bet Llandysul d’ar c’huzul-kêr ha d’ar Blogonegiz.
26 a viz Mae:
Ofisiel e teu da vezañ komite gevellañ Plogoneg.
Prezidantez : Jaklin Pennaneac’h
Bez-prezidant : Denis Bernard
Sekretour : Marie-Isabelle Marzin, eil-sekretourez : Geneviève Le Bras
Teñzorerez : Monique le Bellac, eil-deñzorerez : Annick Bolou
10-12 a viz Gouere:
Beaj kentañ 30 Plogonegad da Llandysul.
Fin miz Here:
Tro ar Gembreiz eo da zont e-pad un dibenn-sizhun hir e Plogoneg.
Gant ar beajoù kentañ eo bet roet tro da bep hini da anavezet un tamm eus an div vro, hag un digarez d’ober eskemmoù sevenadurel gwirion : gavotenn ha dañs ar botoù-koad (clog dance e saozneg), laz-kanañ eus Kembre ha kan-ha-diskan, krampouezh ha kouignoù Kembre (Welshcake), levenez hag aergelc’h plijus… Lañset mat eo ar gevellañ war an hent!
1988
Adal m’eo bet krouet ar gevellañ eo bet don e soñj an daou gomite e oa ret broudañ an eskemmoù etre ar re yaouank. Kaset da benn e vo er bloaz-se.
Miz C’hwevrer:
Kentañ beaj 12 Kembreadez yaouank e Plogoneg ur sizhunvezh-pad.
Miz Ebrel :
An distro : 16 Plogonegad yaouank a ya da Llandysul.
16 a viz Gouere:
Un deiziad a bouez evit ar gevellañ : kentañ darn karta ar c’homite gevellañ sinet e Llandysul. War al lec’h edo maer Plogoneg ha prezidant kuzul kumuniezh Llandysul, e-kerz ur veaj 3 devezh gant un daou-ugent Plogonegad bennak.
Adalek ar bloaz-mañ e vo graet kentelioù saozneg e Plogoneg evit aesaat an darempredoù en eskemmoù o tont.
1989
11-18 a viz C’hwevrer:
15 Kembread yaouank e Plogoneg.
Ebrel:
14 Plogonegad yaouank e Llandysul.
20 a viz Eost:
Un deiziad all a bouez : an deiz-mañ eo bet sinet eil darn ar garta e Plogoneg. Maer Plogoneg ha prezidant kuzul kumuniezh Llandysul a oa war al lec’h, a-gevret gant 75 Kembread deuet evit an abadenn. Un dervenn a Gembre a zo bet plantet en ur parklec’h e Plogoneg a oa paouez bezañ badezet "Parklec’h Llandysul", evel arouezenn al liammoù-se. War vord hent Kemper, p’emeur o vont-tre e Plogoneg, eo bet staliet ur panell a-benn diskouez eo gevellet Plogoneg ha Llandysul a’r Fro.
90’s
Miz Mae :
Ur miz troet war ar sport : ur skipailh mell-droad, ar veteranted hag o mignoned (51 den en holl) a ya da gemer perzh en un tournamant e Llandysul. An disoc’h : 10-3 evit ar Vretoned, dav e vo distreiñ ur wezh all !
Degemeret e tiegezhioù Plogoneg eo bet ar Gembreiz yaouank da gemer perzh er Mondial Pupilles. Razhed koad Plogoneg (kleub mell-droad) ha komite gevellañ eo hag o deus graet war-dro
1991
Kenderc’hel a ra ar c’homiteoù da vroudañ an eskemmoù etre yaouankiz an div gumun, hag er bloaz-se e teuio evit ar wezh kentañ skolidi deus Kembre e Plogoneg.
1-8 a viz Mae:
25 den yaouank eus Plogoneg ha Plonevez-Porzhe a ya da Llandysul.
1-2 a viz Even:
Skolidi Llandysul a zeu da weladenniñ Plogoneg.
22-26 a viz Here:
Da heul beaj miz Mae eo tro da 48 Kembread yaouank d’ober anaoudegezh gant Plogoneg ha tro-dro.
1992
Miz Gouere:
Daou banell, unan a bep tu deus kêr-Llandysul, a zo bet staliet evit diskouez eo liammet Llandysul a’r Fro ha Plogoneg. Unan a zo war hent Caerfyrddin, an hini all war hent Cei Newydd.
30 a viz Gouere -3 a viz Eost:
Un tri-ugent Plogonegad bennak a ya da Llandysul hag ez eont d’ober un dro e Eisteddfod Vroadel Kembre en Aberystwyth.
24-27 a viz Here:
Daou-ugent Kembread a dremen un dibenn-sizhun e Plogoneg.
1993
Er bloaz-se e vo staget gant ar c’hentelioù dañsoù Breizh e Plogoneg.
Ebrel:
Div Gembreadez yaouank a zeu d’ober ur staj ur sizhun pad e Plogoneg.
1994
7-16 a viz Ebrel:
An taol-mañ eo 8 stajiadez eus Kembre a zo deuet da Plogoneg. Labourat er skolioù hag er stalioù kenwerzh.
28 a viz Ebrel 5 a viz Mae:
14 krennard eus Plogoneg a ya da chom ur sizhunvezh-pad e Llandysul.
12-15 a viz Mae :
33 sportour eus Plogoneg a chom ur pennadig e Llandysul.
1995
Fin miz Eost:
75 Kembread, 20 c’hoarier mell-droad en-o-zouesk, a chom e Plogoneg e-pad un dibenn-sizhun hir. An taol-mañ e vo trec’h ar Gembreiz war ar Vretoned, div wezh da heul (6-2 ha 4-2).
Stajoù zo e Plogoneg atav hag ar bloaz-mañ e teu dek Kembreadez.
1996
5-8 a viz Gouere
53 Blogonegad a gemer perzh er festival a zo bep bloaz e Llandysul. Dibunañ e dilhad breton o deus graet e straedoù Llandysul, evel en un eured.
1997
31 a viz Eost-4 a viz Gwengolo: An eskemmoù a gendalc’h o red hag eo tro da 50 Kembread da zont da Blogoneg, gweladenniñ an trowardroioù, bourrañ ar fest-noz, ar c’hrampouezh ha kement zo...
1998
Miz Mae :
Evit lidañ 10 vloaz ar gevellañ gant o mignoned eus Kembre e ya 82 Blogonegad da Llandysul.
27 a viz Gouere - 10 a viz Eost:
Gant skoazell ULAMIR e Bro Glazik (Unvaniezh Lec’hel an Animañ war ar Maez) ha Kreizenn Yaouankiz Ceredigion eo bet aozet ur c’hamp chanter gant komite gevellañ Plogoneg. A-gevret e vo kempennet un hent MTB (Marc’hoù-houarn Treuz Bro) ha kempennet un dachenn c’hoarioù e Plogoneg gant 9 Kembread yaouank ha 12 Breizhad yaouank.
1999
Miz Eost:
Ur c’hamp chanter all a zo bet aozet gant skoazell Kreizenn Yaouankiz Ceredigion hag an ULAMIR, e Llandysul ar wezh-mañ. 10 Plogonegad yaouank a zo aet da labourat gant 14 Kembread a-benn kempenn hentoù bale ha sevel bankoù koad, war vord ar stêr e Llandysul.
Fin miz Eost:
75 Kembread a zeu da lidañ 10 vloaz ar gevellañ e Plogoneg.
2000’s
Miz Even:
Ur strollad Plogonegiz e Llandysul.
2001
Ur bloavezh leun a labour evit ar gevellañ. Ar bloaz-se eo e vo krouet ar Servij Europat a youl vat (SVE) e Plogoneg
Miz Even:
26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes a zeu da weladenniñ Plogoneg.
Miz Gouere:
Plogonegiz zo bet pedet gant Llandysul da gemer perzh e festival ar boued evit fardañ krampouezh. Berzh o deus graet, kement hag int chomet peget ouzh o filligoù hep sellet ouzh peurrest ar fest !
Miz Gwengolo:
Kroget SVE Rhidian Jones evit ur bloavezh e Plogoneg. Labour gant an ULAMIR, ar skolioù kentañ derez, kreizenn buheziñ Gwengad ha prezegennoù diwar-benn Kembre evit tud Plogoneg.
Fin miz Eost:
Ar Gembreiz e Plogoneg.
2002
28 a viz Ebrel - 5 a viz Mae:
Evit ar wezh kentañ e ya 24 skoliad eus Plogoneg d’ober anaoudegezh gant bro-Gembre.
8-11 a viz Mae:
Da heul ar vugale eo aet 55 Plogonegad da Llandysul.
28 a viz Here:
Laz-kanañ « Mouezh Paotred Breizh » e iliz Plogoneg gant kor paotred Kembre «A’r Ol Tri». 250 den bamet.
2003
Miz Even:
Ur sizhun e Plogoneg 26 skoliad eus Llandysul ha Tregroes.
Miz Gwengolo:
Un SVE all, e Llandysul an taol-mañ, gant ar pal krouiñ ul lec’hienn Internet diwar-benn ar gevellañ hag an div gumun (’maoc’h warni, dres !). Evit mont war-du ar pal e chomo 10 miz Katell Pennaneac’h o kemer perzh er vuhez mod Kembre pa vefe er skolioù, er burevioù pe c’hoazh er c’hoariva, e Kreizenn Yaouankiz Ceredigion hag o komz diwar-benn Breizh da dud Llandysul a’r Fro.
24-28 a viz Here:
Un hanter-kant Kembread bennak e Plogoneg.
2004
Dalc’hmat war al lañs, ha leun ha startijenn!
20-23 a viz Mae:
Un dri-ugent Plogonegad bennak e Llandysul, lod anezho evit ar wezh kentañ.
20-25 a viz Even:
45 skoliad eus Plogoneg, 30 eus skol Sant-Egoneg ha 15 eus Sant-Albin, d’ober troioù e Llandysul hag e Kreizenn ar Yaouankiz (Gwersyll yr Urdd) e Llangrannog.