Llandysul a’r Fro

E Llandysul a’r Fro emañ Llandysul hag ar c’hêriadennoù tro-dro. Tamm pe damm zo kement a annezidi evit e Plogoneg. E Ceredigion emañ Llandysul, e kornaoueg Kembre, war-hed ar stêr-Teifi, dre vras zo 25 Km evit mont betek Caerfyrddin ha 55 Km evit mont betek Aberystwyth. Talvez a ra Llandysul « iliz (Llan) Sant-Tysul ».

JPEG - 35.5 ke
Stêr Teifi
JPEG - 39.7 ke
Pont-Tyweli

Harz etre kontelezh Ceredigion hag hini Caerfyrddyn eo ar stêr-Teifi a ya he red e-biou da Llandysul. Evit-se emañ Llandysul e Ceredigion ha Pont-Tyweli e Carmarthenshire, pa ya an div gêriadenn da ober unan hepken. E Llandysul ha Pont-Tyweli asambles zo dre vras 1300 annezad.

- Gant Kuzul ar Gumuniezh ha Kuzul ar Gontelezh eo meret ar vuhez foran. Gant an dud e vez anvet ar guzulierien, da bep hini un dachenn resis, evit 4 bloaz. Muioc’h a c’halloud en deus kuzul ar gontelezh evit kuzul ar gumuniezh, o vezañ ma ra war-dro al lodenn vrasañ eus an arc’hantaouiñ. Ober a ra war-dro an aozañ kêr, ar servijoù sokial ha reoù ar yec’hed, an touristerezh, an deskadurezh, ar sportoù, ar servijoù treuzdougen publik… E karg eus ar vuhez pemdeziek eo Kuzul ar Gumuniezh : gouleier er straedoù, bleunioù da ginklañ ar c’hêriadennoù…

JPEG - 38.2 ke
Al levraoueg

Bez zo e Llandysul a’r Fro ur sal-sport, ur poull-neuial, ur sal-gouelioù, ul levraoueg a ro tro da vont war Internet evit netra, tachennoù sport, ur greizenn evit ar c’hanoe, hag all… Kavet vo ivez notered, tier-bank, kreizennoù mezegiezh, apotikerezhioù, mezeged evit al loened, ur c’hourater madoù, ur gevrenn paotred an tan, un ti poliserien…

JPEG - 33.3 ke
Sal ar gouelioù
JPEG - 38.3 ke
Ti ar bomperien
JPEG - 28.1 ke
Sal ar sportoù
JPEG - 38.3 ke
Ar c’hreizenn canoë


- Tro-dro zo kêriadennoù bihan ha neuze emañ Landysul brasañ kumun an trowardroioù. Daoust m’emañ war ar maez, fred a zo da gaout. Meur a stal koñvers a zo, ha tu zo prenañ dilhad, c’hoarielloù, pezhioù arrebeuri, traoù kozh… Kavet vo ivez karrdioù, ispisirioù, kigerezhioù, bouloñjerezhioù, tavarnioù, letioù, pretioù…

JPEG - 36 ke
Ti moulerezh Gomer

Ouzhpenn ar stalioù gwerzhañ ez eus labouradeg « Tregroes Waffles » e Pont-Tyweli. A-orin eus an Izelvroioù, ar bispidennoù-se a zo anavezet-mat dre holl Gembre hiviziken. Ur bemzek den bennak zo implijet e-barzh al labouradeg.

JPEG - 30.8 ke
Tregroes Waffles

En ti-moulañ Gwasg Gomer emañ un daou-ugent bennak a dud o labourat. Savet eo bet gant John David lewis e 1892, hag anavezet-meurbet eo e Kembre evit bezañ embannet leun a levrioù e kembraeg hag e saozneg. O paouez dilojañ emañ an ti-embann en ul lec’h ec’honoc’h war harzoù Llandysul.

- Ur raktres all a zo war ar stern er mare-mañ, hini ur greizenn e vo savet telennoù enni, Telynau Teifi Cyf hec’h anv. Fardañ a ra Allan Shiers telennoù keltiek ha telennoù klasel abaoe 30 bloaz, e Capel Dewi an dek vloaz diwezhañ. Spi en deus treuzkas e skiant-prenet war ar sevel telennoù a-drugarez d’ar greizenn-mañ e vo 8 den eus ar vro da labourat enni. Sañset e vo kroget da sevel telennoù enni e miz Mae 2005. Ul lodenn eus arc’hant ar raktres a zo bet dastumet dre ar steuñv Objectif 1.

- A-fet deskadurezh eo liammet skol kentañ derez Llandysul (tro-dro 150 bugel) gant teir skol kentañ derez all ar c’hêriadennoù tro-dro : Capel Dewi (30 skoliad), Pont Sian (56 skoliad), Tregroes (24 skoliad). Ur skol gembraek eo skolaj-lise Dyffryn Teifi (tro-dro 600 skoliad). E Newcastel Emlyn, ur gêr a zo 15 km eus Llandysul, zo ur skolaj-lise (tro-dro 800 skoliad) e-lec’h ma vez kelennet e saozneg.

JPEG - 34.8 ke
Skol "Pont Sian"
JPEG - 26.1 ke
Skol "Capel Dewi"
JPEG - 35.6 ke
Skol "Tregroes"
JPEG - 35.8 ke
Skol ar vourc’h
JPEG - 29.7 ke
Skolaj "Dyffryn Teifi"

- 
Leun a douristed a ya da weladenniñ Llandysul a’r Fro. Deus Breizh-Veur e teu al lodenn vrasañ anezho a-benn profitañ eus ar maezioù hag eus ar mor (ur bemzek kilometrad ac’hann). Evit degemer anezho zo letioù, chedoù ha kambreier degemer a zo ivez. .

JPEG - 38.7 ke
Gwel war Llandysul
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0