Kevredigezhioù

Baleadennoù, kevredigezhioù, relijion… peadra da gontantiñ tout an dud en div gumun pe en trowardroioù. Setu da heul un nebeud skouerioù deus ar pezh a c’heller ober :

E Llandysul a’r Fro...

- E Llandysul a’r Fro, kemer perzh en ur gevredigezh a zo kement ha bezañ part eus kumuniezh an dud. Alies-mat eo emellet an dud e meur a gevredigezh, meur a emvod da vont enne e-kerz ar sizhun pe n’eo ket meur a emvod er memes nozvezh evit lod. Un daou-ugent kevredigezh bennak a zo evito, lod o vont en-dro e kembraeg, lod all e saozneg.

- Kevredigezhioù zo evit ar merc’hed nemetken, lod all evit ar baotred, re all c’hoazh a zo digor d’an holl. Ganto o deus moaien an dud d’en em welet, d’aozañ kaozeadennoù pe frikoioù da skouer. Bez ’zo ur c’homite gevellañ, kevredigezhioù war ar sport (poull-neuial, mell-droad, basket-ball, kanoe…), kleub ar re gozh, bod ar re yaouank, kleub bilhard, ur gevredigezh pesketa, kevredigezhioù al labourerien-douar yaouank, ha kement zo c’hoazh…

JPEG - 44.7 ke
Skolidi Plogoneg e Kreizenn dudi Llangrannog

- E Llangrannog war an aod zo ur c’hamp gant Kevre kembreat ar yaouankiz (Urdd Gobaith Cymru), Gwersyll yr Urdd e anv. Ar muiañ a draoù a c’heller ober a vez graet e kembraeg. Ar re yaouank a c’hell ober a bep seurt traoù : neuial, rollañ, kezekañ, ski war hent kenaozet, hag ur bern traoù all c’hoazh, ha dreist-holl strivañ war o c’hembraeg. Bep bloaz e ya du-hont evit ur sizhunvezh dre vras strolladoù skol eus tout bro Gembre ha deus lec’h all ivez, re Blogoneg en o zouez.

- E-barzh ar vro gembraek emañ Llandysul ha neuze eo pouezus-kenañ kas war-raok ha difenn ar yezh. Posupl eo d’an dud heuliañ kentelioù kembraeg d’an daoulamm. Evit ar re o deus divizet hen deskiñ e vez aozet kejadennoù etre ar re a zo o teskiñ hag ar re a gomz ingal, anvet CYD. Bez’zo dioute e Llandysul, e Llangrannog hag e kalz kêriadennoù all. Reiñ a reont tro d’an dud tapet fiziañs enne ha d’ober gant ar yezh e-maez eus ar c’hentelioù. Da gejañ gant tud all ivez, ha pa vefent o kregiñ pe get.

- Bep bloaz zo ur marc’had da goulz Nedeleg, ur festival diwar-benn ar boued, ha meurlarjez vez graet e-pad an hañv. Gant an tri darvoud-se e vez desachet tud er vro e meur a goulz er bloaz.

JPEG - 29.6 ke
Stalioù
JPEG - 30.8 ke
Skolidi e Gouel ar Boued
JPEG - 31.2 ke
Danserien "Carreg Las Morris"


JPEG - 37.1 ke

- E fin an 19vet kantved e veze gwriet gloan e pep korn ar vro ha deus ar mare-se eo chomet kalz meilhoù. Ar c’halz anezho n’int ket meilhoù evit ar gloan ken. Unan anezho zo deuet da vezañ mirdi ar gloan (Dre-fach Felindre). N’eus nemet unan bremañ a ya en-dro gant nerzh an dour (Rock Mills e Capel Dewi). Interesant eo d’o bizitiñ a-benn deskiñ penaos e vez treuzfurmet ar gloan ha penaos gwriat anezhañ. Digoust eo mont e-barzh ar mirdi, evel en holl virdioù broadel e Kembre.

JPEG - 36.2 ke
Iliz Tysul -Anglikaned
JPEG - 31.9 ke
Chapel "Seion" Indepandanted

- Evit a sell a relijion zo a bep seurt emsavioù. E 1536 eo bet krouet an Iliz Anglikan dre m’eo en em zispartiet Herri VIII eus Iliz Roma. Diwezhatoc’h en em zispartio disivouderien all eus an Iliz Anglikan. Ilizoù lec’hel a zo savet ganto ha dont a reont da vezañ an Indepandanted. E 1639 e vo savet kentañ chapel an Indepandanted e Kembre. Ne gredont ket en un Iliz renkadet, meret e vez buhez ar « chapel » (an ti m’en em vod ar barrezianiz ennañ) gant ar barrezianiz o-unan (an « iliz »).

JPEG - 33.7 ke
Chapel "Penybont" -Badezourien
JPEG - 41 ke
Chapel "Graig" -Unitariened

- Dispartioù all a vo etrezo. Lod a gred er badez pa’z erru an dud d’an oad gour, ha graet e vez Badezourien diouto. Lod all a gred eo Doue ur framm e-unan ha neket en Dreinded e kredont. Graet e vez Unitarianed diouto neuze. An Indepandanted, an Unitarianed hag ar Vadezourien a ya d’ober strollad an Emdennerien.

- E 1812 eo en em zisrannet ur strollad all eus an Iliz Anglikan a-benn sevel an Iliz Vetodist. E 1820, lod eus ar Vetodisted a sav a-du gant mennozhioù John Wesley ha graet e vez diouto neuze Metodisted Wesley. Heuliañ a reont kelennadurezh ar Bibl en un doare all. Hiziv-an-deiz e kemer perzh an daou luskad-se en Hengoun Emdennat ivez.

- En em gav a raer neuze gant c’hwec’h luskad relijiel disheñvel tamm pe damm an eil eus egile : an Iliz Anglikan hag an Emdennerien a gaver en o zouez an Indepandanted, an Unitarianed, ar Vadezourien, ar Vetodisted ha Metodisted Wesley. Ouzhpenn eus an diforc’hioù-se e vez graet ar servij relijiel e kembraeg e chapelioù zo hag e saozneg e chapelioù all. En iliz Llandysul e vez graet ar servij relijiel e kembraeg hag e saozneg da eurioù disheñvel. Indepandanted ha Badezourien Llandysul a zo o frezeg e kembraeg. N’eus ket eus an holl luskadoù-se e Llandysul a’r Fro d’an deiz a-vremañ, met bez ’zo bet eus outo betek n’eus ket pell zo.

E Plogoneg

JPEG - 35.9 ke
Sal ar sportoù

- E Plogoneg e c’hell an dud kemer perzh en un tregont bennak a gevredigezhioù a bep seurt. Bez ’zo ivez kevredigezhioù war ar sport (kleub bale, belo, mell-droad, panervell, tennis taol, embregerezh korf…), kleub ar re gozh, kleub ar stourmerien gozh, bod ar re yaouank, kevredigezhioù chaseourien, kalz reoù all c’hoazh.

JPEG - 4.4 ke

-Emellet eo ivez ULAMIR e Bro Glazik (Unvaniezh Lec’hel an Animañ war ar Maez) e buhez ar gumun. Ur gevredigezh etre kumunioù eo, bet savet e 1982. Oberiant eo war bemp kumun stok ouzh Kemper : Ploveilh, Plugüen, Gwengad, Ploneiz ha Plogoneg. Da balioù he deus da sikour ar c’hevredigezhioù en o c’hefridi animañ, studial an ezhommoù war an dachenn sokio-deskadurel ha kelaouiñ ar servijoù publik war an traoù a rankfe bezañ sevenet, aozañ ha kas war-raok hec’h-unan oberiantizoù sokio-deskadurel war he zachennad.

- Lod eus an oberiantizoù a vez aozet war ar bemp kumun, lod war unan hepken, met digor d’an holl int. Da heul, sed amañ un nebeud skouerioù deus an oberiantizoù aozet gant an ULAMIR e Plogoneg : kleub urzhiataerezh, yoga, kleub natur, kleub glad, prezegennoù …

- Oberiantizoù a vez graet espres-kaer evit ar re yaouank, e-pad ar vakañsoù-skol pergen : poull-rikla, chanterioù labour, sportoù …

- Evit a sell ouzh sevenadur Breizh e vez aozet bep bloaz gant ar c’homite gevellañ ur pred gant krampouezh hag ur fest-noz d’e heul. Un digarez vrav evit an dud a heul kentelioù dañsoù Breizh e Plogoneg da bleustriñ war an dachenn.

Abadenn krampouezh Fest-noz

- Ur glad relijiel pinvidik-kenañ a zo e Plogoneg. Seizh chapel ha kalz kalvarioù ha kroazioù a zo war ar gumun. Ar c’halz anezho a zo bet savet etre ar 15vet hag ar 17vet kantved, ur mare ma oa ar gumun e-kreiz he bar. Chapelioù an Iliz Gatolik int holl. Hiziv an deiz ne vez graet ar servij relijiel nemet en iliz parrez Sant Turien. Dediet eo pep chapel d’he sant, hag e pep hini anezho zo ur pardon bep bloaz. Graet e vez war-dro bep chapel gant ur gevredigezh da bep hini, ha ganti e vez aozet ar pardon.

JPEG - 36.5 ke
Chapel Seneg
JPEG - 36.7 ke
Chapel St-Pêr
JPEG - 34.6 ke
Chapel St-Alc’houen
JPEG - 43.5 ke
Chapel St-Telo
JPEG - 34.2 ke
Chapel Itron Varia Loretta
JPEG - 42.9 ke
Chapel St-Egoneg
JPEG - 29.9 ke
Iliz St-Turien


- Anavezet-meurbet eo pardon Sant Ronan e Lokorn. Bep c’hwec’h bloaz e vez graet tro vras ar Vinic’hi. 12 km a hent a zo a-dreuz kumunioù Lokorn, Plonevez-Porzhe, Kemeneven ha Plogoneg. A-wezhioù ez aer gant hentoù, a-wezhioù ez aer dre ar parkeier. A-hed sizhun tro ar vinic’hi zo moaien da vont gant an hent-se, noz ha deiz, pe da goulz ar brosesion vras a zo d’ar sul, e penn-kentañ pe e dibenn ar sizhun. Sañset e oa an hentad graet bep sizhun gant Sant Ronan. Lochennoù bihan a zo a-hed an hent, a ra dave eus chapelioù ar c’humunioù. Ar pemp bloavezh all e vez graet un dro vihan a 4 km, e koun an hentad a rae bemdez Sant Ronan.

- Evit ar re a blij dezho mont da bourmen zo kalz rabinoù e koad an Neved. Adal chapel Sant Telo zo moaien da vont a-dreuz koad an Dug betek ar Voudenn (lec’h uhelañ ar gumun). Ac’hann zo moaien da vourrañ bae Douarnenez, hag en ur ziskenn dre an hent e vez gwelet borc’h Plogoneg war ar braz.

JPEG - 26.9 ke


| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0