Istor

Istor Llandysul Istor Plogoneg

Mersi da z/Dr. John Davies ha d’André Bozec o deus roet an aotre evit implijout o labourioù.

Istor Llandysul a Fro diwar labourioù an Dr. John Davies, istorour ar vro

Interesant-kenañ eo istor Llandysul a’r Fro. Ma zo darvoudoù ne sellont nemet eus ar c’horn-bro, darvoudoù all a zo bet pouezus evit istor broadel Kembre.

Er 5vet kantved goude J.-K. e voe kaset Vortigern, roue kentañ o vezañ roet tro d’ar Saozon da ober annez e Preden, etrezek kornaoueg ar vro gant Germanus hag a zegouezhas tro-dro ar bloaz 400. Repu e kavas Vortigern en un draoñienn vagoariek, anvet Craig Gwrtheyrn abaoe. War ar run e stumm ur vrennigenn en tu all eus ar stêr-Teifi, e parrez Llanfihangel-ar-arth. Lâr a ra an nen e reas yun Germanus e-pad tri devezh ha teir nozvezh. E-kreiz an trede nozvezh e voe tanfoeltret ar c’histilli dre an neñvoù. Mervel a reas Vortigern hag e holl wragez.

Kozh-kenañ eo ar gontadenn boblek-mañ, arouezius-tre eus kontadennoù bro Gembre, dre m’eo bet skrivet gant eus kentañ istorourien Breizh-Veur, Nennius, en 8vet kantved.

Ur vrav ha kozh a iliz eo hini Llandysul, Sant Tysul hec’h anv. Koshañ ti ar gumun eo. En 13vet kantved eo bet savet diwar diazezoù kozh, savet gant Sant Tysul er 6vet kantved. Hemañ a oa mab Corun, mab Ceredig, a roas e anv d’ar rouantelezh a zo hiziv kontelezh Ceredigion. Ur mab all en doa Ceredig, Sant , hag a voe tad Sant Patron Bro-Gembre, Sant Dewi. Dre-se e oa kendirvi Sant Tysul ha Sant Dewi. Tad Ceredig a oa Cunedda, roue Din-Edin, hag a zeuas er c’hreisteiz evit kas an Iwerzhoniz er-maez eus Gwynedd. Alese e krouas lignez roueed hanternoz bro Gembre.

E-kreiz sekretiri Kor an iliz ez eus ur maen, enskrivadurioù engravet warni. Deus penn-kentañ ar Gristenelezh eo. E koun Veloria, merc’h Brohomaglus, eo anvet « Maen Velfor ». Divyezhek eo enskrivadur ar maen, e latin hag e ogam (stumm-skrivañ kozh an Iwerzhoneg). Diwar-se e ouier e oa ur boblañs iwerzhonat o vevañ er vro.

Iliz Llandysul

Maen "Velvor"

Dilennet eo bet Owain Glyndwr da Briñs bro Gembre rak priñs Powys (kreiz Kembre) e oa e dad Gruffydd Fychan ha priñsez Deheubarth (kreisteiz Kembre) e oa e vamm Elen. Diskennidi eeun diwezhañ roue kreisteiz Kembre a-bezh, Rhys ap Tewdwr, e oa Elen, he c’hoar hag he breudeur. Pa savas Owain a-enep d’ar Saozon, e 1400, ar re gentañ a yeas gantañ a voe paotred Llandysul. Evit-se eo bet rasket gant Herri IV douaroù Owain Glyndwr tro-dro da Llandysul e fin an emsavadeg.

Aotrouien Llandysul e oa Elen ha Gruffydd Fychan pa varvas Owain ap Thomas ap Llywelyn hag Owain ap Llywelyn, hag a oa breur hag eontr Elen. An dou zen-mañ a oa difennerien iliz Llandysul, hag er gumun e oa o Lez. Tu zo soñjal e oa, e-touez koshañ tier Llandysul, Lez Owain Glyndwr hag e hendadoù.

E 1644, e-pad Brezel Diabarzh bro Saoz, e oa difennet Ceredigion gant arme ar Roue, pa oa bet aloubet bro Caerfyrddin ha bro Pembroke gant arme ar Parlamant. Teir bolz en doa pont kozh Llandysul, hag an hini a oa deus tu Pontweli a zo bet distrujet gant ar Roueelourien a-benn miret ouzh ar Barlamantourien da vont-tre e Ceredigion.

E-pad pell e veze lidet ar Bloaz Nevez gant ur c’hoariadeg Cnapan (un doare mellad) etre porched iliz Llanwenog hag hini iliz Llandysul a dalveze da balioù. E penn kentañ an 19vet kantved e oa deuet ar c’hoari da vezañ rustoc’h, lazhet e oa bet un den ha gloazet meur a hini e-kerz ar c’hrogadoù. Cheñchet e oa bet deiziad ar C’hala Bloaz gant an deiziataer Gregorian nevez e 1752, met dalc’het o doa tud ar c’horn-bro da c’hoari deiz Kala Bloaz kozh, da lâret eo d’an 12 a viz Genver.

Ne oa ket gwelet ar marv hag ar mac’hagnadurioù evel ur gwall gudenn, met e 1833 e tivizas kure Llandysul ne oa ket reizh e vefe c’hoariet etre div iliz. Lakaat a reas neuze tud ar parrezioù nes da genstrivañ diwar-benn ar Skridoù Sakr. Bep parrez he skipailh, keveziñ a raent o lâret testennoù dre eñvor.Ar genstrivadeg-se a vez atav anezhi bep 12 a viz Genver. N’eus nemeti d’an dei-se e bro Gembre.

E dibenn 19vet / penn-kentañ 20vet kantved e oa pouezus bras labour ar gloan er c’horn-bro, a-drugarez d’ar stêrioù ha d’an tier-feurm da sevel deñved a oa stank dre ar vro. Ar braz eus an dud a oa emellet er sevel danvez, dre al labour e meilhoù ar vro, dre ar gwriañ pe dre ar fardañ dilhed. E 1871 e oa 104 gwiader barrek er c’hanton, un implijad pe zaou gant ar re binvidikañ. Pa zeuas an hent-houarn e eil hanterenn 19vet kantved e voe aesaet an darempredoù gant greanterezh kreisteiz bro Gembre.

Stern-gwiader mirdi Drefach-Felindre

D’an deiz-a-hiziv eo anavezet Llandysul e bro Gembre a-drugarez d’ar stêr-Teifi a red dre ar gêriadenn. Mont a ra an dud di deus Breizh-Veur a-bezh, dreist-holl evit pesketa druilhenn ar stêrioù hag eog, hag evit bageal war ganoe.

Istor Plogoneg hervez labourioù Andre Bozec

A-raok 1204 ne gaver dave ebet eus Plogoneg. Gant an nebeud relegennoù ragistorel (krugell Kervolzet, peulvan al leur-iliz, maen keltiek Kerioret) hag an hentoù roman kozh zo tu soñjal e tremene tud dre an takad-mañ, met n’eo ket sur e oa tud o chom ennañ.

Komzet e vo evit ar wezh kentañ eus Plogoneg en un akta a zonezon da Sant Ronan d’an 21 a viz Ebrel 1204. E daou damm eo rannet an anv : eus un tu, Ploe a dalv kement a barrez (plwyf e kembraeg - da zistagañ "plouev"), ha deus an tu all, anv Sant Koneg pe Sant Tegonneg. E dalc’h gant an Aotrouien a Neved edo ar barrez d’ar mare-se evit a sell ouzh al lezenn.’est un acte de donation.

Da vare an Azginivelezh e vo ar barrez en he bleuñv dre ar gwerzhañ lin. D’ar mare-se eo bet savet an darn vrasañ eus ar chapelioù, hag ivez manerioù Boneskad, Rubihan, Garlann ha Seneg. Savet int bet etre ar 15vet hag ar 17vet kantved.

Chapel St-Pêr

Trouz a vo dre ar vro koulskoude e-pad ar brezelioù Relijiel (pe c’hoazh Brezelioù ar C’hevre) eus 1588 da 1598 hag emsavadeg ar paper timbr (pe eus ar Bonedoù Ruz) e 1675. Unan eus abegoù an emsavadeg-se e voe ar c’hoant da sevel tailhoù, evel ar paper timbr evit a bep seurt aktoù, pa ne c’helle ket bezañ eus tailhoù gall nevez e Breizh hep asant ar Breujoù., hervez Feur-emglev Unvaniezh 1532. E Plogoneg e voe roet lamm da gastell ar Vodenn ha lazhet e ward, a-barzh e vefe lakaet reizh an traoù gant Reun II a Neved.

E 1789 da vare an Dispac’h Gall e voe anvet person Plogoneg, Jean-Marie Leissègues a Rozaven, evel eil kannad ar gloer izel e Kerne er Stadoù meur, hag er Vodadenn vonreizhañ war-lerc’h. Dre ma nac’has touiñ d’ar Republik Unvan ha dizirann e rankas kavout repu en Alamagn e 1792.

En 19vet kantved e oa c’hoazh uhel mizer an devezhourien ha feur-mervel ar vugale. Staget eo bet neuze gant ar c’hempenn hentoù hag ar sevel skolioù. Evit a sell al labour-douar e vo lakaet ar c’hezeg da denn e plas an ejen, p’emañ gonezet ar gwinizh, an heiz, ar c’herc’h, ar c’hanab hag an avaloù-douar hag a zo ar boued diazez. E dibenn ar c’hantved e vo digor ar vro war an diavaez pa’z erruo an hent-houarn betek amañ.

Ti-gar kozh Pont-Keo

Gant lezenn disrann etre an Iliz hag ar Stad d’an 9 a viz Kerzu 1925 e rank madoù an Iliz bezañ renablet ha fiziet e kevredigezhioù sevenadurel. E Plogoneg evel un tamm pep lec’h e Breizh e rank ar renabl bezañ graet dindan evezh an arme hag ar polis. Nec’het ha fuloret ouzh al lezenn-se e klasko ar bobl stourm a-enepti. Bannet eo bet ur ruskenn war ar boliserien war-varc’h pa oant war-nes lammañ war ar vanifesterien.

Merket don eo bet tud Plogoneg gant an daou vrezel bed. E-kerz brel 14-18 zo bet lazhet 169 den, da lâret eo tost 5 ù eus an dud, ha gloazet na pet ha pet all. En eil brezel bed e vo lakaet ar gumun diaes adalek 1943 gant an Alamanted oc’h aloubiñ ar vro ha gant ar bandennadoù preizherien a ra o reuz. Pa oa an Alamanted o vont kuit eus ar vro eo bet darvet d’ar gumun bezañ gwastet dre wall-distro : lazhet e oa bet ur soudard alaman e ti-gar Gwengad. Bodet tud ar vorc’h evit bezañ lazhet holl en iliz. Dre forzh kaozeal e tistro an Alamanted war o soñj hag ez eont kuit, ostajoù en o dalc’h ganto.

Monumant ar re varv

Goude ar brezel e teio ar cheñchamantoù. An nerzh dre-dan ingalet dre ar maezioù, ar yoc’h-beveziñ, an tachennoù gonit adlodennet hag ar c’hleuzioù razhet, tamm ha tamm e vo cheñchet kalz ar gweledoù. Muioc’h-mui e ra an dud annez er gumun evit mont da labourat d’ar c’hêrioù all.

Er bloavezhioù 90 e vo savadurioù nevez : ur sal sport, ur skol bublik nevez, an ti-kêr adnevezet, un ti-post nevez-flamm, ul levraoueg, ha nevez zo eo bet graet ur sal sokio-sevenadurel evit ar c’hevredigezhioù.

Sal sosial-ha-kulturel

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0