Deroù

Perak gevellañ ar gêr ?

Abaoe pell zo e oa bet soñjet e gevellañ Llandysul gant ur gêr all, pell a-raok e vefe deus ar gevellañ-mañ. Meur a abeg a zo evit gevellañ ur gêr. Tout an dud n’int ket heñvel o falioù.

Da gentañ-holl ez eus ar c’hoant da grouiñ liammoù etre kumuniezhoù, a-benn eskemm menozioù, soñjoù ha skiant-prenet. Evit ma vo efedus ar gevellañ etre div gêr eo pouezus-bras e vefent tost a-walc’h o ment d’an div hag ar pezh a fell dezho ober. Neuze e c’hell pep hini anezho digas menozioù nevez an eil d’eben evit a sell ouzh buhez ar gumun, an deskadurezh, an ekonomiezh, ar sevenadur, hag all…

Digeriñ e spered ouzh ar bed eo e vez graet en ur c’hevelliñ ur gêr gant unan all. Reiñ a ra tro ar gevellañ da dañva un doare all da vevañ, gant e berzhioù mat hag e berzhioù fall, ha d’ober gant an disheñvelded.

Perak dibab Plogoneg ?

Ur gumuniezh kembraek-tre eo Llandysul a’r Fro. Pouezus-kenañ eo ar yezh evit ar gembraegerien, ha neuze e oa poellek-kenañ da vont da c’hevelliñ gant ur gumuniezh a gomz ur yezh geltiek all, a-benn eskemm titouroù evit a sell ouzh ar yezh, ar sevenadur, hag ouzh ar gwask hag ar c’hudennoù e ranker talañ outo. Da lavaret eo e ranke ar gêr c’hevellet bezañ ur gumun war ar maez ha divyezhek war un dro.

Un nebeud bloavezhioù a-raok 1982, izili deus Merched y Wawr (eus skourr lec’hel ur gevredigezh vroadel evit ar merc’hed) a zo aet da Vreizh a-benn klask ur gêr evit gevellañ ganti met ne oa hini ebet o klotañ gant an ezhommoù. E 1983 eo bet roet lañs d’ar raktres en-dro. Gant Cylch Cinio (Kelc’h paotred Kembre) eo bet kemeret en-dro. Lakaet eo bet war-sav ur c’homite da c’hortoz, gant Huw Bevan-Jones da brezidant ha Philip Ainsworth da sekretour, a-benn mont pelloc’h gantañ. Aet eo Wenna ha Huw Bevan-Jones da Vreizh e darempred gant Per Denez unan eus o mignoned eus Douarnenez, a roas dezho anvioù div gumun a c’hellfe bezañ dibabet. Plogoneg a oa unan anezho.

Un dro wenn e voe an droiad gentañ e Plogoneg. An dud e oant aet e darempred ganto ne oant gwall domm gant ar gevellañ dre-vras, ha ne hañvalent ket bezañ entanet gant ar raktres. Diwezhatoc’h, hag int distro da Gembre, e resevjont ul lizher a-berzh Lukian Kergoat evit reiñ kalon dezho en ur reiñ anvioù Jaklin Pennaneac’h ha Yann-Bêr Rivalin, tud a c’hallfe bezañ dedennet. Alese, e 1985 e voe an darempredoù stank kentañ etre an div gumun hag e teuas ar raktres gevellañ da wir eus an daou du.

Lakaat ar gevellañ war-sav

D’ar 4 a viz Ebrel en deus Kuzul-kêr Plogoneg disklêriet e oa a-du gant ar gevellañ. Un « Emvod Meur » kentañ a zo bet aozet evit an dud dedennet gant ar raktres. Savet eo bet an teuliad kinnig ar gumun da Llandysul gant ur strollad daouzek den bennak ennañ.

E Llandysul e sav a-du Kuzul Kumuniezh ar Rannbarzh gant mennad ar gevellañ, gant ma vo gouest da en em arc’hantaouiñ e-unan. Kaset eo teuliad ar Gembreiz e miz Ebrel 1987 da Blogoneg.

Dre an teuliadoù-se ez eus tu d’an div c’hevellez bezañ kinniget da annezidi ha dileuridi ar gumun all.

E Plogoneg e teu ar c’homite gevellañ da vezañ ofisiel ar 26 a viz Mae gant dilennadeg ur burev, pa ne oa ket savet da vat betek-henn. Betek 1997 e voe Jaklin Pennaneac’h da brezidantez. E Llandysul eo chomet heñvel ar burev.

Ar veaj kentañ da Llandysul a zo bet aozet eus an 10 d’an 12 a Viz Gouere. Un dregont den bennak eus Plogoneg o doa kemeret perzh d’ar gwir eskemm sevenadurel-se. Gweladenniñ a reont an trowardroioù, selaou a reont strolladoù sonerezh Kembre evit ar wezh kentañ, met peadra a oa deuet ganto ivez : karget a billigoù e oa ar c’harr-boutin, gant ur c’hoari boull tenn ouzhpenn. Un eston eo ar c’hanaouennoù, an dañsoù, hag ar c’hrampouezh war ar marc’had. En un aergelc’h blijus e tremenas ar chomadenn, leun a spi evit an amzer-da-zont.

Tro ar Gembreiz a voe e miz Here. Un dregont bennak anezho a zeuas da anavezet Plogoneg ha kendalc’h gant erv an eskemm sevenadurel bet boulc’het e miz Gouere. War skoulmañ emañ an darempredoù etre an div gumun, ha loc’het mat e hañval bezañ ar gevellañ.

D’ar 16 a viz Gouere 1988 e voz sinet e Llandysul tamm kentañ ar garta, gant maer Plogoneg ha prezidant Kuzul Kumuniezh Llandysul, pa zistro e Llandysul daou-ugent Plogonegad bennak evit un dibenn-sizhun hir. Sinet e voe an eil tamm d’an 20 a viz eost 1989 e Plogoneg war an ton bras. 75 Kembread a zo war al lec’h. Ofisiel e vo ar gevellañ etre Llandysul a’r Fro-Plogoneg diwar vremañ.

Un takad melestradurel eo ar gumun hag an darn vrasañ eus ar re a gemer perzh a zo o chom e Plogoneg. Ar memes tra evit korn-bro Llandysul a’r Fro (Llandysul hag an tro-war-droioù), pa ’z eo brasoc’h ha nebeutoc’h resis he gorread.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0