Ar roudoù koshañ

Yezhoù keltiek eo ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, o tont o-div eus yezh ar Gelted a oa orin eus Kreiz Azia.

Meur a veuriad a oa e-touez ar Gelted, liammet gant ar yezh a reer keltiek kozh pe hengeltiek anezhi hiziv an deiz. Dre bobloù all hepken e chom roudoù anezho dre o skridoù diwar-o-fenn, Gresianed ha Romaned pergen.

E-tro 150 a-r J-K e teu ar Gelted d’ober o annez e Kreiz-Europa. Deus ar stêr-Roen betek ar stêr-Donaw en em lede o zachennad. Met kenderc’hel a raint d’en em astenn war-du ar C’hornôg.

Etre 800 ha 700 a-r J-K e ra ar C’houezeled o annez e Preden (Breizh-Veur hiziv an deiz). Kaset int pelloc’h da Iwerzhon gant ar Vrezhoned e-tro 600 a-r J-K.

Deus inizi Preden da veg an Donaw ha betek kompezennoù ar Pô en Itali. Padal, pa grog Julius Kezar d’aloubiñ Galia, eus 58 da 50 a-r J-K, emaint dreist-holl e Galia hag en inizi Preden.

Gant emgann Alezia e 50 a-r J-K eo trec’h ar Romaned war ar C’halianed. Ur c’hantved war-lerc’h en em laka ar Romaned d’aloubiñ Preden, hag eno e chomint e-pad pevar c’hantved. Levezonet gant al latin e vo ar yezhoù predenek hag ar galianeg. Amprestet e vo gerioù digantañ. Douaroù a veze roet gant ar Romaned d’ar Vretoned graet ganto o amzer soudard. Meur a Vreton neuze a reas e annez e bro Arvor.

Er 5vet kantved g J-K ez eas kuit ar Romaned eus Preden, dre m’o doa da zifenn an harzoù e reter o impalaerouriezh a-enep tagadennoù ar C’hermaned. Diwar-se e voe laosket Preden hec’h-unan. En amzer-se e voe meur a boblad o cheñch lec’h annez hag o vont da Breden. An Iwerzhoniz dre ar c’hornôg, ar C’hermaned dre ar reter. Tamm-ha-tamm e koll ar Vretoned tachenn ha kregiñ a reont da zivroañ da C’halia, dreist-holl d’an Arvorig ha d’ar pezh a zo an Normandi d’an deiz a hiziv. Aze en em gavont gant tud a gomz ur yezh damheñvel. A-hed pevar c’hantved e pado an divroadeg, ha kreñvoc’h e vo er 6vet kantved dre ma sko muioc’h ar Saozon ouzh douaroù ar Vretoned e Preden.

Ur vro geltiek e oa Preden pa zeuas ar Romaned. 800 vloaz goude ne gaved keltiegerien nemet e Kembre, Skos ha Kernev-Veur.

Daou skourr a oa er c’heltieg forzh penaos : ar Gouezeleg (keltieg Q) hag ar Predeneg (keltiek P). Deus ar Gouezeleg e teuio an Iwerzhoneg, Gouezeleg bro Skos hag ar Manaveg. Deus ar Predeneg e teuio ar Brezhoneg ar C’hembraeg hag ar C’herneveureg.

Meur a ali a zo diwar-benn ganedigezh ar brezhoneg. Lod a soñj dezho ez eus anezhañ dre m’eo en em vesket galianeg an arvoriz ha predeneg an enbroidi. Lod all a soñj dezho kentoc’h eo bet degemeret ar predeneg gant an arvoriz. Pinvidikaet e vije bet ar predeneg gant anvioù-lec’h ha gerioù teknik galianek. Yezhoù all tro-dro dezhañ ha nebeutoc’h-nebeutañ a liammoù etre an daou benn eus Mor-Breizh, aet e vije predeneg Arvor hag hini Preden da dreiñ pep hini eus e du en un doare naturel.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0