Abaoe an 20vet kantved

E bro Gembre E Breizh

E bro Gembre, ...

E penn kentañ an 20vet kantved en deus Ambrose Jones pouezet kalz evit adsevel al lennegezh gembraek, dre ma lakae war wel e c’halle gwerzennoù brav bezañ savet e kembraeg. Unan eus diazezerien ar vroadelouriezh gembreat ez eo eñ. Gantañ eo bet meizet e oa eus ar yezh un elfenn diazez eus identelezh an dud.

Goude ar brezel bed kentañ e verzer e vez dilezet ar c’hembraeg en tiegezhioù. Desavet e vez ar vugale e saozneg, padal e komz kembraeg o zud. O soñjal e oa deus ar c’hembraeg merk ur renkad izel, lod eus n dud o kaver gwell’ « dont da vezañ Saoz ».

E 1925 eo bet krouet Strollad broadelour Kembre, Plaid Cymru, gant John Saunders Lewis. Pal ar strollad eo lakaat ar Saozon da intent he deus Kembre hec’h ezhommoù dezhi, ha n’eo ket re bro saoz he re dezhi ken nebeut. Evit gwellat stad ar c’hembraeg er vro e stourm ivez.

E 1942, gant akt Lez-varn Kembre (Welsh Court Act) e vez aotreet d’ober gant ar c’hembraeg dirak al lezioù-barn, pa ne oa tu d’ober gant ar saozneg hepken a-raok. Met aet war ziskar ar c’hembraeg, diskennet niver an dud gouest d’ober gantañ, en takadoù industriezh hag er re a sko ouzh Bro Saoz dreist-holl. Ret neuze reiñ e lec’h d’ar c’hembraeg er skolioù en-dro. Daou vloaz war-lerc’h e c’hall ar strollegezhioù lec’hel digeriñ skolioù e kembraeg, gras da lezenn an deskadurezh.

E 1947 eo bet digoret ar skol kentañ-derez kentañ e kembraeg, diwar atiz ar gerent e Llanelli. Digoret eo bet ar skolaj divyezhek kentañ e Rhyl e 1957. Deskiñ kembraeg a ranker ober en holl skolioù Bro Gembre abaoe 1988.

E 1962 eo bet krouet Kevredigezh ar yezh Gembraeg, «Cymdeithas Yr laith Gymraeg» a-benn stourm evit gwirioù ar c’hembraeg. Gras d’hec’h obererezh eo bet votet Lezenn ar C’hembraeg e 1967, bet kemmet e 1993. El lezenn-se e vez disklêriet e rank ar servijoù publik ober kement gant ar saozneg hag ar c’hembraeg gant an dud. Ar gwir da gomz kembraeg dirak al lez-varn o deus ar gembraegerien ivez.Gant al lezenn eo bet savet Burev ar Yezh Gembraeg «Bwrdd Yr laith Gymraeg», da bal dezhañ chom war evezh evit e vefe lakaet al lezenn e pleustr gant ar servijoù publik ha broudañ an dud d’ober gant ar c’hembraeg hag aesaat an darempredoù e implij.

E 1975 eo bet krouet « S4C » (Sianel 4 Cymru), ur chadenn skinwel a ginnig war ar skrammoù programmoù e kembraeg evit an dud deuet, ar vugale hag ar grennarded.

E 1999 e vez graet ur c’hammed bras war-raok : ur Vodadenn Vroadel, 60 den enni, a zo bet dilennet.

Gant piv vez komzet kembraeg ?

E 1891 e veze komzet kembraeg gant 54% eus an dud. E 1911 e oa tost ur milion a dud oc’h embann e komzent kembraeg. Met abaoe an niveridigezh-se ez eo aet an niver a gembraegerien war ziskar tamm ha tamm betek 2001. Meur a abeg d’an dra-se evel-just : divroañ an dud war ar maez davet an takadoù industriezh, ar saozneg er mediaoù, nebeutoc’h a dud er chapelioù a oa anezho kreizenn ar vuhez hengounel kembraek …

E 1991 e weler koulskoude e c’hall c’hoazh muioc’h evit 500 000 a dud (18,7% eus ar boblañs) ober gant ar c’hembraeg. Kreskiñ a ra an niver hag an dregantad a gembraegerien yaouank zoken. (orin : http://www.bwrdd-yr-iaith.org.uk )

Da bennkaoz ar cheñchamant-se eo dibab ar gerent (kembraeg ganto pe get) da gas o bugale d’ar skol gembraek, ha dre-se e teuont da vezañ divyezhek ma ne oant ket a-raok mont d’ar skol.

E-kerz bloavezh-skol 2000-2001 e oa aet 25% eus ar skolidi d’ur skol e kembraeg ez eus 440 anezho. Darn vrasañ ar vugale ne vez ket komzet kembraeg en o ziegezh. 229 skol eil derez a zo en holl e bro Gembre, 72 en o zouez a ra gant ar c’hembraeg evel yezh kentañ hag evel eil yezh, gant ar 157 re all evel eil yezh hepken.

E keñver ekonomiezh e soñj da galz embregerezhioù eo pouezus an divyezhegezh, evit an darempredoù gant ar pratikoù, sachañ reoù all ha bezañ gwelloc’h eget ar re a ra gant ar Saozneg hepken. Aliet e c’hallont bezañ gant embregerezhioù a seurt gant Cwmni Iaith Cyf war ar mod d’ober gant ar c’hembraeg. Labourioù treiñ e c’hallont kinnig ivez..

E Breizh...

E penn kentañ an 20vet kantved e vo graet strivoù evit lakaat ar brezhoneg da zistreiñ war wel, war dachenn ar sevenadur, ar politikerezh pe ar prederouriezh? Distag ouzh an Iliz e vo muioc’h-mui. Met muioc’h a c’halleg a zo er gevredigezh dre ar skol, an amzer soudard hag an divroañ davet an takadoù industriezh. E 1923 e vo berzet war ar radio an holl yezhoù estreget ar galleg. E 1925 ez embann sklaer Anatole de Monzie, ministr an deskadurezh publik , « eo ret d’ar brezhoneg mont diwar wel evit unvaniezh ar Frañs ». Testennoù a vo sinet evit kas ar politikerezh-se da benn.

Lod eus an Emsaverien a vo startoc’h neuze o menozioù, oc’h implijout ar feulster politikel a-wezhioù. Dre ma labouro un nebeud anezho gant an nazied e-pad an eil brezel bed e vo mouget pep obererezh evit Breizh, politikel pe sevenadurel, betek ar bloavezhioù 60.

Gant intelektualed evel Roparz Hemon (1900-1978) e vo embannet kelaouennoù lennegel a renk uhel. Siwazh eo ar bobl nebeutoc’h-nebeutañ desket en he yezh ha ne daol ket pled eus ar pinvidigezh-se. Er vuhez pemdez eo diaes chom hep komz galleg. Gant ar vezh hag ar santimant bezañ tud izeloc’h a spered evit ar re all, en em laka ar gerent da zesevel o bugale e galleg (ha kreñvoc’h-kreñvañ goude an eil brezel bed). Da goll ez a ar brezhoneg

E 1941 eo distaget departamant al Liger-Atlantel (ha staget da rann-vro Broioù-al-Liger e 1951) eus Breizh gant gouarnamant Vichy. Hennezh a lako un tamm brezhoneg hag istor Breizh er skol, tra ken. Er bloaz-se eo bet dibabet un doare-skrivañ boutin, “peurunvan”, da bal dezhañ bezañ implijet evit skrivañ e kement rannyezh vras a zo e brezhoneg (Kernev, Leon, Treger ha Gwened).

E 1951 e ro al lezenn Dexonne an aotre da gelenn brezhoneg er skolioù hervez ar c’hoant. Met stad ar brezhoneg a chom mantrus peogwir n’eo ket bet kelennet e-pad pell, aet da vruzhunat. Holl-ret eo bet klask gerioù nevez evit ober nebeutoc’h gant gerioù gallek diezhomm. Klasket eo bet er yezhoù keltiek all, er c’heriaoueg kozh, pe krouet zo bet gerioù nevez penn da benn.

E 1977 eo bet digoret kentañ skol-vamm brezhonek Diwan e Lambaol-Gwitalmeze. Bez e vo trizek anezho tri bloaz goude. E 1981 e c’hall skolioù Skolioù-meur Roazhon ha Brest digeriñ an Aotreegezh war ar brezhoneg, diwar aotre Prezidant ar Republik Gall François Mitterrand. Evit ar C’hAPES e vo ret gortoz 1985 avat. Klasoù divyezhek publik a vo digoret e 1983. Dre m’emañ ar brezhoneg er skol en-dro, e vez embannet levrioù evit d’an dud gouzout hiroc’h. Gwelet e vez brezhoneg war ar panelloù hentañ.

E 1992 e vez dibabet Karta Europa ar yezhoù nebeut implijet gant Kuzul Europa. Er bloaz-se eo bet cheñchet mellad 2 Bonreizh Republik Gall, oc’h embann diwar-se kement-mañ : « yezh ar Republik eo ar galleg ». D’ar 24 a viz Gwengolo 1996 ez embann ar C’huzul-Stad eo kontrol d’ar Vonreizh anavezout ez-ofisiel ar yezhoù rann-vro.

E 1999 eo bet krouet (Ofis Ar Brezhoneg)., da bal dezhañ digeriñ tachennoù nevez (re ar bed a-vremañ) d’ar brezhoneg, studiañ e stad, reiñ boutin e implij foran.

Gant piv e vez komzet brezhoneg ?

E Breizh-Izel, lodenn gornôg Breizh, e oa chomet ar brezhoneg yezh an dud. Bez ez eus waro 1,5 milion a dud o chom enni. E fin an 20vet kantved e c’haller lavaret:

Ez eus 240 000 brezhoneger koshoc’h evit 15 vloaz (16% an dud).

Ez eus nebeutoc’h evit 120 000 a dud a ra ingal gant ar brezhoneg

Ez eus nebeutoc’h evit 70 000 a dud a ra gantañ bemdez

Ez eus 20 000 a dud a embann bezañ gouest da lenn ha skrivañ aes brezhoneg

Ez eo divalav an niver a vrezhonegerien dindan 20 vloaz

Ez eo an 2/3 eus ar vrezhonegerien koshoc’h evit 60 vloaz.

(Hervez sontadeg TMO-Régions e 1997)

E 1863 e oa 86% eus tud Breizh-Izel ha ne gomzent nemet brezhoneg. 60% e oant e 1902. E 1952, 67% eus an dud a zo divyezhek. E 1997, 84% eus an dud ne gomzont nemet galleg. (Sellout ouzh an diskouezadeg « Parlons du Breton »).

Pa oa langaj an dud e-kreiz an 19vet kantved, ne gomprenont ket ken anezhañ e fin an 20vet. Dindan 150 vloaz eo bet cheñchet penn d’ar vazh.

Pa ne c’haner ket ken brezhoneger en teuer da vezañ. Dre ma ne oa harp ebet eo bet dilezet en tiegezhioù e-kerz ar c’hantved diwezhañ. Brezhoneg gant dud-kozh, galleg gant ar vugale vihan. Bev eo chomet sevenadur Breizh koulskoude, ha dre-se e fell d’an dud bezañ perc’henn en-dro war ar pezh a zo bet tennet diouto, o sevenadur, hini o fobl. N’adkaver ket ar memes youl evit ar gallaoueg, yezh romanek Breizh-Uhel.

E-kerz bloavezh-skol 1999-2000 eo bet studiet brezhoneg gant 20245 bugel en Akademiezh Roazhon, lod o teskiñ brezhoneg, lod all o teskiñ e brezhoneg. Gant ar skolioù Diwan e vez graet e brezhoneg 100 dre 100. Gant Div Yezh (klasoù divyezhek en Deskadurezh-Stad) ha Dihun (klasoù divyezhek an deskadurezh prevez katolik) e vez graet gant an div yezh par-ouzh-par.

Ma kresk an niver a dud er c’hlasoù divyezhek hag e Diwan, war ziskenn ez a an niver a dud o teskiñ brezhoneg dre ma’z eo diaesoc’h kinnig un tañva deus ar yezh, pa vez serret ar c’hentelioù dre opsion gant lod eus ar skolajoù hag al liseoù.

Ar skolioù a gelenn e brezhoneg, evel ar re all o kelenn e yezhoù all, a zo lakaet diaes gant an diouer a gelennerien stummet. Alies-mat e rankont goulenn digant eilerien da zont war ar postoù. Evit-se eo holl ret e vefe muioc’h a bostoù er C’HAPES hag er c’henstrivadegoù prevez.

Skoilhoù a zo war hent an digeriñ klasoù alies, a-wezhioù dre ma n’eus ket bugale pe kelennerien a-walc’h, dre ma vez nac’het an teuliadoù. N’eo ket an Deskadurezh-Stad evit aesaat ar c’helaouiñ diwar-benn an divyezhegezh. D’ar c’hevredigezhioù d’en ober neuze, pa n’o deus ket kement a bouez. Muioc’h a gerent a vefe dedennet ma vefent sikouret ha kelaouet.

A bouez bras eo reiñ talvoudegezh d’ar brezhoneg er vuhez pemdeziek. Ret-holl eo ivez reiñ an tu d’ar re a gomz d’ober gantañ, klevet anezhañ er radio. Panelloù divyezhek a weler war an hentoù, chekennoù brezhonek a c’haller goulenn digant tiez-bank zo. War an tele hag ar radio zo un nebeud programmoù e brezhoneg met beuzet int en ur mor a c’halleg. Daoust ma reont kalz traoù ne c’hall ket ar c’hevredigezhioù bezañ war an holl dachennoù. Gallout a rafe ar Stad da skouer anavezout ar yezhoù o sinañ o kadarnaat Karta Europa ar yezhoù rann-vro ha minorelaet.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0