5vet-19vet kantved

Hengembraeg hag henvrezhoneg : adalek ar 5vet kantved. Krenngembraeg ha krennvrezhoneg : adalek an 11vet kantved Kembraeg ha brezhoneg modern : adalek fin ar 16vet kantved.

Hengembraeg hag henvrezhoneg: adalek ar 5vet kantved

Nebeut a skridoù hengembraek pe henvrezhonek a zo deut betek ennomp. Bez zo deus ar yezhoù-se dre an enskrivadurioù pe ar spisc’herioù a gaver war skridoù latin. Anvioù-lec’h hag anvioù-tud a gaver ivez.

E levrioù zo e kaver pennadoù e hengembraeg evel e Historia Brittonum skrivet gant Nennius en 8vet kantved.

Koshañ dornskrid henvrezhoneg a anavezer betek-hen a vefe ul levr a vezekniezh, louzoù hag all a vefe deus fin ar 7vet kantved. E Leiden emañ, en Izel Vroioù.

Gant menec’h e veze troet hag adskrivet testennoù, ken e Breizh-Veur hag e Breizh-Vihan. Gant ar varzhed ha diouzh harp an uhelidi eo bet dalc’het gant ar sevenadur dre o labour.

Un tamm istor…

E Breizh-Veur e talc’ho ar Gembreiz da vezañ dizalc’h en desped da argadennoù an Angl-ha-Saozon. Etre 757 ha 796 goude Jezuz-Krist e vo savet ur voger hag ur foz a-benn dispartiañ Kelted ha Saozon gant Offa, roue Mercia.

En 9vet kantved e chomo dizalc’h Bro Gembre, Kernev-Veur hag un tamm eus Bro Skos a vremañ. E Kembre emañ rouantelezh Gwynedd, en hanternoz ar vro, kreñvañ rouantelezh dindan ren Rhodri Mawr (Rhodri Ar Meur). Gantañ e vo unvan Bro Gembre hag a zispartias en-dro pa varvas e 877, bep hini eus e zaou gant e lodenn.

Etre 10vet hag an 11vet kantved eo bet Kembre meur a wezh unvan tamm pe damm. N’eus nemet Gruffydd ap Llywelyn hag a zeuas a-benn d’ unvaniñ ar vro en he fezh. Met distabil eo an unvaniezh abalamour d’ar wizien a vez oc’h enebiñ dizehan kenetrezo hag ouzh ar galloud kreiz. Er prantad-se eo bet paeet an truaj d’ar Saozon a-wezhioù.

E fin an 11vet kantved emañ bro Saoz e dalc’h an Normaned. Trec’h war ar Gembreiz e lec’hioù zo, ne zeujont ket a-benn da aloubiñ Kembre.

E Breizh-Vihan e raes ar Vretoned hag ar ranked ar brezel hag ar pec’h a bep eil. E 578 e vo Warog penn ar stourm evit ar frankiz o telc’her penn ouzh ar Franked war bord ar stêr-Gwilun, hag a oa an harz etre rouantelezhioù ar Vretoned hag ar Franked.

E 635 e voe pedet Judikael, dug Domnonea (hanternoz Breizh) gant Dagobert, roue ar Franked, da vont d’e lez. Goude bezañ komzet gant dileuridi Kernev (Mervent Breizh) ha Bro Warog (tro-dro da Wened, hag a voe diazezoù Warog eno) e voe bet Judikael o welet Dagobert hag e anv an holl Vretoned e voe asantet ouzh lezenn ar roue Frank. Diwar-se e voe peoc’h o ren etre an div bobl e-pad pell.

En 9vet kantved e stourmas Nevenoe evit ober eus Breizh ur vro dizalc’h. Ur gwall-lamm a reas da soudarded Charlez ar Moal e Ballon (sko ouzh Reudon) e 845. Ur wezh marv Nevenoe e kendalc’has e vab Erispoe da astenn tachenn ar vro, deut da vezañ ur rouantelezh da vat.

Met teñvaloc’h e vo planedenn ar Vretoned a-benn ar fin : an Normaned eo a zo kaoz.

Krenngembraeg ha krennvrezhoneg: adalek an 11vet kantved

Kalz skridoù a gaver e krenngembraeg, ar pezh n’eo ket gwir evit an hengembraeg. Kalz pouez he deus ar varzhoniezh. E testennoù ar varzhed a oa diwallet gant an uhelidi, e lenner alies meuleudi d’o ferzhioù kadoniezh dibar. Gant an noblañs e vez aozet Eisteddfodau (kenstrivadegoù e-lec’h ma vez lakaet an holl arzoù pleustr, ar varzhoniezh dreist-holl). Enno e vo reoliet an doare barzhoniañ. Anavezetañ barzh ar mare eo Dafydd ap. Gwilym (1320-1380). Brudet hiziv eo c’hoazh e skridoù, a denn peurliesañ d’ar garantez ha d’an natur.

War zisheñvelaat ez a rannyezhoù an hanternoz hag ar c’hreisteiz. Emdreiñ a ra ar c’heriaoueg ivez ha cheñch a ra an doare-skrivañ adalek ar 15vet kantved. Yezh ar muianiver hag er a-bezh e chom ar c’hembraeg. Ul lodenn vat eus an dud ne gomzont nemet kembraeg, daoust d’ar Frañsizien ha d’ar Saozon erru er vro.

Ma ya an uhelidi a-du gant ar c’hembraeg e Kembre, ar penn kontrol e vo evit ar brezhoneg. Dilezet eo ar yezh gant uhelidi Breizh. Int-i a oa tec’het kuit rak an Normaned en 10vet kantved hag o doa kavet repu en estrenvro. Ur wezh distro o diskennidi en o bro e teu ganto doareoù-bevañ ha yezh an estren, ar galleg.

Ouzhpenn-se eo an Naoned, kêrbenn ar vro abaoe 937, ur ger romanek. War romanekat ez a an dud a lez. War-du ar c’hornôg e krog ar brezhoneg da dec’het kuit. Chom a raio stabil bevenn ar yezh etre an 12vet hag ar 14vet kantved, eus Dinan d’ar Vrier.

Diwar levezon ar romaneg e cheñcho brezhoneg e stumm. Gerioù amprestet, kensonennoù aet da get e-kreiz ar gerioù, taol-mouezh diblaset... tro-dro fin ar 16vet kantved e vo da vat eus rannyezhoù Kerne, Leon ha Treger (K ,L ,T).

Un tamm istor…

E Kembre

Tennañ a ra gounid Llywelyn ab Iorwerth, roue Gwynedd (1195-1240) eus ur brezel-diabarzh e bro Saoz evit unvaniñ ar rouantelezhioù distag. A-benn kendelc’her gant an unvaniezh goude e varv e lak e vab Dafydd da hêr nemetañ. Met distrujet e vo ar rouantelezh gant aloubadegoù ar Saozon.

Gant Llywelyn ap Gruffydd e voe staget gant an unvaniezh en-dro. E 1258 e vo graet Priñs a Gembre anezhañ. Adstagañ a raio an douaroù chomet e dalc’h gant ar Saozon ha rediet e vo roue saoz Herri III e 1237 da anavezout e ditl hag e rouantelezh e feur-emglev Montgomery.

E 1272 e ya Edward Iañ da heul Herri III da roue bro Saoz. Reiñ a ra lañs da arsailhoù-aloubiñ ouzh bro Gembre. Pemp bloaz goude e voe tizhet mervent ha kreiz Kembre gant e armeoù. Ur wezh distroadet Llywelyn e kemer en-dro ar roueed kozh o galloudoù war o douaroù distag. Dafydd, breur Llywelyn, a gemer penn un emsavadeg e miz Meurzh 1282. Soutenet gant Llywelyn hag a varvas e emgann Cilmeri e degouezhioù luziet. Ur wezh trec’het Dafydd e 1283 eo lakaet d’ar marv. Al lezennoù saoz a zo lakaet da dalvezout e Kembre gant statud Rhuddlan e 1284. Savet zo kêrioù gant ar Saozon tro-dro d’o c’hreñvlec’hioù. Difennet eo d’ar Gembreiz bezañ enno, nemet evit ar c’henwerzh.

Meur a wezh eo en em savet ar Gembreiz a-benn klask bezañ mistri en-dro en o bro. Anavezetoc’h evit an emsavidi all, Owain Glyndwr a savas a-enep d’ar Saozon eus 1400 betek 1410. Tiern Glyndyfrdwy e biz Kembre, gantañ e teuas Kembre da vezañ dieub en-dro. Koulskoude e tistro ar Saozon da vezañ mestr war vervent ha kreiz ar vro e 1408, ha betek 1410 e stourmas Glyndwr a-enep dezho e broioù meneziek an hanternoz.

Echu ar reuz hag ar frankiz, poent d’ar gwaskerezh. Gant feur-emglev unvaniezh 1536 e vo staget Kembre da vro Saoz, hag ar saozneg ar yezh ofisiel nemeti. Lakaat da vont diwar wel yezh ha sevenadur Kembre, sed eo pal ar Saozon.

E Breizh...

E 1156 ez aio kontelezh an Naoned gant Herri II a Blantagenêt dre m’en doa sikouret Konan da gemer ar galloud. Tapet krog e Breizh e-giz-se, Herri a lako e vab Geoffroy da vezañ dug Breizh.

E 1341 e vo lakaet Breizh diaes evit 25 bloaz gant Brezel an Hêrezh, da varv Yann III. Pouez bras en do ar brezel e jeu roueed bro Frañs ha bro Saoz a oa o vrezeliñ abaoe 1337 (brezel Kant Vloaz).

E 1491 eo rediet Anna, dugez Vreizh, da zimeziñ gant Charlez VIII, roue bro C’hall, ha goude gant Loeiz XII e hêr e 1499. Gant an eured diwezhañ-mañ eo gwarezet Stad ha gwirioù Breizh. Da zanvez dug e vo o eil bugel (dre ma vo an henañ hêr kurunenn bro C’hall).

E 1532 eo staget da vat Breizh ouzh bro C’hall gant ar Gourc’hemenn a Unvaniezh. Er gourc’hemenn-se, e vez dalc’het gwirioù taos, lezenn ha relijion. Tailh ebet ne c’hall bezañ savet e Breizh hep asant Breudoù Breizh. Breizhat ebet ne c’hall bezañ barnet e-maez eus Breizh.

E 1539 e sin Frañsez 1añ gourc’hemenn Villers-Cotterêts a-benn difenn ar galleg ouzh al latin, o lakaat an aktaoù ofisiel da vezañ skrivet e galleg dre ret. Ar gloerdi izel e Breizh avat, a gendalc’ho d’o skrivañ e Latin.

Kembraeg ha brezhoneg modern : adalek fin ar 16vet kantved

Ur mare a ziskar eo evit ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Echu gant an dizalc’h politikel hag ur wezh sinet ar feur-emglevioù a Unvaniezh (1532 e Breizh, 1536 gant Kembre) ez a tamm ha tamm an uhelidi da dreiñ war-du ur sevenadur hag ur yezh all.

Estreget an uhelidi a zo kar e fell da vro Saoz ha da vro C’hall distruj ar sevenadur keltiek, ur sevenadur warlerc’hiet ha didalvoud evito.

Ar skol a vez graet enni e saozneg hag e galleg, ha berzet eo ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Adalek kreiz an 19vet kantved e vez graet gant ar « simbol » ouzh ar skolidi ha ne rafent ket gant ar yezh “vat”. Gant ar skolaer e vez roet ar “simbol” ( ur maenig, ur votezig koad, un tamm koadaj...) d’ar bugel kentañ en deus komzet ar yezh difennet. Reiñ anezhañ d’ur bugel “torfedour” all, eo evitañ ar mod nemetañ d’en em dennañ. Pinijennet e vo an hini emañ ar simbol en e zalc’h e fin an devezh. E bro Gembre eo ar “simbol” e stumm ur plankennig koad, enskrivet al lizherennoù WN warnañ, « Welsh Not » (kembraeg ebet), ha gouget tro-dro ar c’houzoug.

E Kembre...

Pa ziviz Herri VIII er 16vet kantved d’en em zistagañ eus Iliz Roma e tibab da stagañ bro Gembre ha bro Saoz, ar memes gwirioù d’an holl. Kreñvoc’h e vo diwallet an arvor da neuze. Gant an uhelidi e vez dilezet sevenadur ha yezh Kembre : gwirioù ha postoù uheloc’h ganto e teuont da vezañ Saozon da vat. An dud vunut eo a zalc’ho gant ar sevenadur kembraek hag a vo merk identelezh o renkad.

Gant dispac’h an industriezh an 19vet kantved ez a kalz tud eus ar maezioù da vevañ er c’hêrioù. War greskiñ ez aio implij ar c’hembraeg er c’hêrioù neuze, dre ma oa yezh an dud war ar maez. Reuz a vo da neuze a-enep ar gouarnamant saoz, evit daou abeg : ar c’hembraeg hag an emdennerezh a-fet relijion, dre ma ne vez ket degemeret mat an Anglikaned o’n em staliañ.

E 1868 e c’hall an dud votiñ gant bilhedoù ha ne vezont ket gwelet gant ar re all. Dre-se e c’hall bezañ dilennet tud oberiant evit bro Gembre, ha n’o deus ket aon ken ar Gembreiz da vezañ argaset.

E Breizh...

Goude feur-emglev Unvaniezh, en em vruzhun ar brezhoneg dre ma teu da vezañ ur yezh komzet hepken. Gant ar gloer izel e vez implijet c’hoazh evit an oferennoù hag ar c’hatekiz.

Goude an Dispac’h gall e teu ar galleg da vezañ yezh ofisiel ar Stad. Evit e vefe gouezet hag anavezet an testennoù (evel ar Vonreizh, al lezennoù, an dekredoù...) e vezont troet er yezhoù komzet gant an dud. Ne bado ket pell avat an amzer-se, hag e krogo ar Stad da stourm kreñv a-enep ar yezhoù.

En 19vet kantved zo lañs en-dro evit ar brezhoneg, evel ar pezh a zo bet graet da skouer gant ar Gonideg (1775-1838) a savas « Grammaire celto-bretonne » ha « Dictionnaire Celto-Breton », pe c’hoazh Kervarker (1815-1895) a savas an dastumad kanaouennoù« Barzhaz Breizh ». Labouret e vez evit glanaat tamm pe damm ar brezhoneg, o lemel ar gerioù galleg diezhomm. Pa vez ret e krouer gerioù nevez, evel ma veze graet gant an dud ‘forzh penaos.

E fin ar c’hantved e vo pouezus bras lezennoù (1880-1883) Jules Ferry. Ganto e vo laik ar skol, digoust ha ret. E 1902 e vo difennet gant Combes ouzh ar veleien d’ober gant ar brezhoneg ar c’hatekiz hag an oferennoù e brezhoneg. D’ar re a gendalc’ho e vo tennet diouto o frejoù gleet dezho hervez ar C’honkordad.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0