Ar c’heltieg eo orin ar c’hembraeg hag ar brezhoneg. Met cheñch a ra ar yezhoù a-hed ar c’hantvedoù. Aloubadegoù, gwaskerezh, yezhoù all boaziet tro-dro dezho, meur a abeg zo evit e cheñcho stumm ar yezhoù. Tu zo displegañ emdroadur ar c’hembraeg hag ar brezhoneg evel-se :
An orinoù keltiek
Henvrezhoneg hag hengembraeg : adalek ar 5vet kantved
Krennvrezhoneg ha krenngembraeg : adalek an 11vet kantved
Brezhoneg ha kembraeg modern : adalek fin ar 16vet kantved
Brezhoneg ha kembraeg a-vremañ : abaoe an 20vet kantved
Bevet o deus ar brezhoneg hag ar c’hembraeg dreist ha daoust d’ar c’hantvedoù. N’o laoskomp ket mervel!